-
1 Korintiz 3
- 1 Breudeur, ne'm eus ket gallet komz deoc'h evel da dud speredel met evel da dud kigel, evel da vugale vihan e Krist.
- 2 Roet em eus deoc'h laezh da evañ ha nann boued fetis, rak ne oac'h ket c'hoazh gouest d'e zegemer. Ha bremañ zoken ne c'hellit ket, dre ma'z oc'h c'hoazh kigel.
- 3 Rak pa'z eo gwir ez eus en ho touez gwarizi, tabutoù ha diemglevioù, ha n'oc'h ket kigel ha ne gerzhit ket hervez an dud?
- 4 Pa lavar unan: Me a zo da Baol! Hag egile: Me da Apolloz! Ha n'oc'h ket kigel?
- 5 Piv eta eo Apolloz ha piv eo Paol, nemet servijerien hoc'h eus kredet drezo hervez m'en deus an Aotrou roet da bep hini?
- 6 Me am eus plantet, Apolloz en deus douret, met Doue en deus lakaet da greskiñ,
- 7 evel-se an hini a blant n'eo netra, nag an hini a zoura, met Doue a laka da greskiñ.
- 8 An hini a blant hag an hini a zoura a zo heñvel, ha pep hini a resevo e c'hopr e-unan hervez e labour e-unan.
- 9 Rak ni a zo oberourien gant Doue. C'hwi eo park Doue, an ti a sav Doue.
- 10 Hervez gras Doue a zo bet roet din, em eus lakaet an diazez evel ur saver fur, hag unan all a vañson warnañ. Met ra eveshaio pep hini penaos e vañson warnañ.
- 11 Rak den ne c'hell lakaat un diazez all eget an hini a zo bet lakaet, da lavarout eo Jezuz-Krist.
- 12 Mar mañson unan bennak war an diazez-se gant aour, arc'hant, mein prizius, koad, foenn, soul,
- 13 labour pep hini a vo en em ziskouezet, rak an deiz en roio da anavezout, dre ma vo diskuliet dre an tan; hag an tan a amprouo petra eo labour pep hini.
- 14 Mar chom en e sav al labour en devo unan bennak savet, e resevo ur gopr.
- 15 Mar dev labour unan bennak, e c'houzañvo ar c'holl. Eñ a vo salvet, met evel a-dreuz an tan.
- 16 Ha n'ouzoc'h ket ez oc'h templ Doue hag emañ Spered Doue o chom ennoc'h?
- 17 Mar distruj unan bennak templ Doue, Doue en distrujo, rak templ Doue a zo santel ha c'hwi eo kement-se.
- 18 N'en em dromplo den e-unan. Mar soñj unan bennak ac'hanoc'h bezañ fur er c'hantved-mañ, ra zeuio da vezañ foll evit dont da vezañ fur.
- 19 Furnez ar bed-mañ a zo follentez dirak Doue, rak skrivet eo: Tapout a ra ar re fur en o gwidre.
- 20 Ha c'hoazh: An Aotrou a anavez penaos soñjoù ar re fur a zo aner.
- 21 Ra ne lakaio den eta e c'hloar en dud, rak an holl draoù a zo deoc'h,
- 22 pe Paol, pe Apolloz, pe Kefaz, pe ar bed, pe ar vuhez, pe ar marv, pe an traoù a-vremañ, pe an traoù da zont,
- 23 an holl draoù a zo deoc'h, ha c'hwi a zo da Grist, ha Krist a zo da Zoue.
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.