-
1 Tesalonikiz 4
- 1 A-hend-all, breudeur, goude bezañ desket ganeomp e peseurt doare eo ret en em ren evit plijout da Zoue, ni ho ped hag hoc'h ali start en Aotrou Jezuz ma fonnot e kement-se bepred muioc'h-muiañ.
- 2 Rak gouzout a rit peseurt gourc'hemennoù hon eus roet deoc'h a-berzh an Aotrou Jezuz.
- 3 Setu amañ a-dra-sur bolontez Doue: Ra viot santelaet, ra en em diwallot diouzh an hudurniezh,
- 4 ra ouezo pep hini ac'hanoc'h derc'hel e gorf er santelezh hag en onestiz
- 5 hep en em reiñ d'un droukc'hoant fall evel ma ra ar baganed n'anavezont ket Doue,
- 6 ra chomo pep hini hep touellañ pe droukc'hoantaat e vreur en aferioù, rak an Aotrou eo ar veñjer eus an holl draoù-se evel ma hon eus henn lavaret hag henn testeniet deoc'h.
- 7 Rak Doue n'en deus ket hor galvet d'an dic'hlanded met d'ar santelezh.
- 8 An hini eta a zispriz kement-se ne zispriz ket un den met Doue, eñ hag en deus roet ivez deomp e Spered-Santel.
- 9 E keñver ar garantez etre breudeur, n'hoc'h eus ket ezhomm e vefe skrivet deoc'h, rak hoc'h-unan hoc'h eus desket digant Doue karout an eil egile,
- 10 ha kement-se eo ivez ar pezh a rit e-keñver an holl vreudeur a zo e Makedonia a-bezh. Met ec'h aliomp ac'hanoc'h, breudeur, da fonnañ e kement-se muioc'h-muiañ,
- 11 da vezañ aketus da vevañ e peoc'h, d'en em reiñ d'hoc'h aferioù hoc'h-unan, da labourat gant ho taouarn hoc'h-unan evel ma hon eus gourc'hemennet deoc'h,
- 12 evit ma en em renot gant onestiz e-keñver ar re a-ziavaez ha ma n'ho po ezhomm eus tra ebet.
- 13 Ha ne fell ket din, breudeur, e viot hep gouzout ar pezh a sell ouzh ar re a zo kousket, evit na viot ket glac'haret evel an dud all ha n'o deus ket esperañs.
- 14 Rak mar kredomp ez eo Jezuz marvet hag adsavet a varv, kredomp ivez e tegaso Doue gantañ ar re a vo kousket e Jezuz.
- 15 Ni a zisklêri deoc'h kement-mañ hervez ger an Aotrou: Ni ar re vev, ar re a vo chomet evit donedigezh an Aotrou, ne ziaraogimp ket ar re a zo kousket.
- 16 Rak an Aotrou e-unan a ziskenno eus an neñv, d'un arouez roet, da vouezh an arc'hael ha da son trompilh Doue, hag ar re a vo marv e Krist a adsavo da vev da gentañ;
- 17 neuze, ni ar re a vo bev hag a vo chomet, e vimp dilamet asambles ganto er goabrennoù, d'en em gavout gant an Aotrou en aer, hag evel-se e vimp atav gant an Aotrou.
- 18 En em frealzit eta an eil egile dre ar gerioù-mañ.
-
World English Bible (web)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.