-
1 Timote 4
- 1 Ar Spered a lavar start penaos, en amzerioù diwezhañ, hiniennoù en em zistroio diouzh ar feiz evit en em reiñ da speredoù touellus ha da gelennadurezhioù an diaouled,
- 2 dre bilpouzerezh fals-doktored merket o c'houstiañs gant houarn tomm,
- 3 o tifenn dimeziñ hag o c'hourc'hemenn tremen hep boued krouet gant Doue evit bezañ kemeret en ur drugarekaat gant an dud feal hag ar re o deus anavezet ar wirionez.
- 4 Rak kement en deus Doue krouet a zo mat ha netra na dle bezañ taolet kuit, pa o c'hemer gant trugarez,
- 5 rak kement-se a zo santelaet dre c'her Doue ha dre ar bedenn.
- 6 Mar displegez an traoù-se d'ar vreudeur, e vi ur ministr mat eus Jezuz-Krist, maget gant gerioù ar feiz hag ar gelennadurezh vat ac'h eus heuliet.
- 7 Met taol kuit ar mojennoù disantel ha sot, en em ro da zoujañs-Doue,
- 8 rak embreg ar c'horf a zo mat da nebeut a dra, met doujañs-Doue a zo talvoudek d'an holl draoù, o kaout ar bromesa eus ar vuhez a-vremañ hag eus an hini da zont.
- 9 Ar ger-mañ a zo asur ha dellezek a bep fiziañs.
- 10 Gouzañv a reomp, a dra sur, kement a labourioù ha kement a zismegañs abalamour ma'c'h esperomp en Doue bev, an hini eo Salver an holl dud, dreist-holl ar gredourien.
- 11 Kemenn ha desk an traoù-se.
- 12 Ra ne zisprizo den da yaouankiz, met bez ur skouer d'ar gredourien, dre ar ger, dre ar gundu, dre ar garantez, dre ar spered, dre ar feiz, dre ar c'hlanded.
- 13 Betek ma teuin, en em ro d'al lennadur, d'an ali ha d'ar c'helennadur.
- 14 Na zilez ket an donezon a zo ennout hag a zo bet roet dit dre brofediezh gant lakadur-daouarn kuzul an henaourien.
- 15 Kemer preder en traoù-mañ, en em ro atav dezho evit ma vo da greskadurezh anavezet gant an holl.
- 16 Laka evezh ouzhit da-unan hag ouzh da gelennadurezh, kendalc'h e kement-mañ, rak ouzh o ober en em salvi da-unan hag e salvi ar re a selaou ac'hanout.
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.