-
2 Korintiz 6
- 1 Pa'z eo gwir eta e labouromp asambles, e pedomp start ac'hanoc'h na zegemerot ket gras Doue en aner,
- 2 rak eñ a lavar: Da selaouet em eus en amzer dereat, da sikouret em eus e deiz ar silvidigezh. Setu bremañ an amzer dereat, setu bremañ deiz ar silvidigezh.
- 3 Ne roomp abeg ebet da gouezhañ, e netra, evit na vo ket tamallet ar ministrerezh,
- 4 met en em ziskouez a reomp en holl draoù evel servijerien Doue, en un dalc'husted vras, er glac'haroù, er poanioù, en ankenioù,
- 5 er goulioù, er prizonioù, en dispac'hioù, el labourioù, er beilhoù, er yunoù,
- 6 er burentez, en anaoudegezh, er basianted, en douster, er Spered-Santel, en ur garantez gwirion,
- 7 er ger a wirionez, e galloud Doue, en armoù ar reizhder a zalc'her a-gleiz hag a-zehou,
- 8 e-kreiz ar gloar hag an dismegañs, e-kreiz ar vrud fall hag ar vrud vat, o vezañ kemeret evel tromplerien ha ni gwirion koulskoude,
- 9 evel tud dianav ha ni anavezet mat koulskoude, evel marv ha setu e vevomp, evel kastizet ha nann lakaet d'ar marv,
- 10 evel glac'haret ha ni bepred laouen koulskoude, evel peorien hag o pinvidikaat meur a hini koulskoude, evel o kaout netra ha ni o perc'hennañ an holl draoù koulskoude.
- 11 Hor genoù hon eus digoret evidoc'h, Korintiz, hor c'halon a zo en em ledanaet.
- 12 N'oc'h ket war enk ennomp, met emaoc'h war enk en ho kreizon hoc'h-unan.
- 13 Bremañ en distro, komz a ran deoc'h evel da'm bugale, en em frankait hoc'h-unan ivez.
- 14 N'en em lakait ket dindan un hevelep yev gant ar re zifeiz. Rak peseurt heñvelded a zo etre ar reizhder hag an direizhder, ha petra a zo kumun etre ar sklêrijenn hag an deñvalijenn?
- 15 Peseurt unvaniezh a zo etre Krist ha Belial? Peseurt lod en deus un den a feiz gant an hini difeiz?
- 16 Peseurt unvaniezh a zo etre templ Doue hag an idoloù? Rak c'hwi eo templ an Doue bev, evel m'en deus Doue lavaret: Chom a rin enno, hag e kerzhin en o zouez, me a vo o Doue hag int a vo va fobl.
- 17 Dre-se: Deuit er-maez eus o zouez ha dispartiit diganto, a lavar an Aotrou, na stokit ket ouzh ar pezh a zo dic'hlan, hag e tegemerin ac'hanoc'h.
- 18 Me a vo tad deoc'h hag e viot mibien ha merc'hed din, eme an Aotrou holl-c'halloudek.
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.