-
2 Pêr 2
- 1 Bez' ez eus bet fals-profeded e-touez ar bobl, bez' e vo ivez en ho touez fals-doktored a zegaso e kuzh sektennoù fall hag, o nac'hañ ar Mestr en deus o frenet, e tennint a-daol ar gollidigezh warno o-unan.
- 2 Kalz a heulio anezho en o hentoù fall, hag e vo droukkomzet diwar-benn hent ar wirionez abalamour dezho.
- 3 Dre zroukc'hoant e korvoint ac'hanoc'h gant gerioù touellus, met abaoe pell amzer ne ehan o c'hondaonidigezh da dostaat hag o c'hollidigezh ne chom ket morgousket.
- 4 Rak ma n'en deus ket Doue espernet an aeled o doa pec'het met mar en deus o zaolet en donderioù staget gant chadennoù a deñvalijenn evit bezañ dalc'het a-benn ar varn,
- 5 ma n'en deus ket espernet ar bed kozh met mar en deus diwallet eizh den a oa Noe ganto, ar prezeger eus ar reizhder, pa zegasas al liñvadenn-veur war ved an dud dizoue,
- 6 mar en deus kondaonet Sodom ha Gomora da vezañ distrujet o rentañ ar c'hêrioù-se e ludu evit o reiñ da skouer d'ar re a vevfe e dizoujañs-Doue,
- 7 ha mar en deus diwallet Lot an den reizh, an hini a oa poaniet gant kundu euzhus an dud fall-se,
- 8 rak an den reizh-se a oa o chom en o zouez, hag a c'hlac'hare bemdez e ene reizh abalamour d'ar pezh a wele hag a gleve diwar-benn o oberoù fallakr,
- 9 an Aotrou a oar mirout eus an amprouenn ar re a zouj anezhañ ha derc'hel ar re zireizh da vezañ kastizet da zeiz ar varn,
- 10 dreist-holl ar re a gerzh hervez ar c'hig e c'hoantidigezh an hudurniezh hag e dispriz ar galloud. Rok hag hardizh, e tismegañsont hep aon ar gloarioù,
- 11 e-lec'h an aeled, petra bennak ma'z int brasoc'h e nerzh hag e galloud, ne zougont ket ur varnedigezh a zismegañs en o enep dirak an Aotrou.
- 12 Met ar re-mañ, evel loened diskiant dre natur, ganet evit bezañ paket ha distrujet, e troukkomzont eus ar pezh ne gomprenont ket, hag e vint distrujet en o breinadurezh o-unan,
- 13 o resev ar gopr eus o direizhder. Karout a reont bezañ bemdez er plijadurioù, bez' ez int saotr hag hudurniezh o kemer plijadur en o zromplerezh o-unan pa zebront asambles ganeoc'h.
- 14 O daoulagad a zo leun a avoultriezh, ne baouezont ket da bec'hiñ, o klask da eren an eneoù n'int ket diazezet mat, o c'halon a zo roet d'an droukc'hoant, bez' ez int bugale a vallozh.
- 15 O vezañ kuitaet an hent eeun, en em gollet int o heuliañ hent Balaam mab Beor, a garas gopr an direizhder,
- 16 met a voe tamallet evit e zisentidigezh. Un azenez vut, o komz gant mouezh un den, a enebas ouzh follentez ar profed.
- 17 Ar re-se a zo feunteunioù hep dour, koumoul kaset kuit gant un avel-dro, dic'houloù an deñvalijenn a zo lakaet a-du evito da viken.
- 18 O terc'hel lavarioù c'hwezhet gant fouge, e tennont dre zroukc'hoantoù ar c'hig hag gant an hudurniezh tud hag o doa nebeud a-raok tec'het diouzh ar re a vev en diroll,
- 19 o prometiñ dezho al librentez, petra bennak ma'z int o-unan sklavourien eus ar vreinadurezh, rak dont a ra pep hini da vezañ sklavour eus ar pezh a zo trec'h warnañ.
- 20 Goude bezañ tec'het diouzh hudurniezh ar bed dre anaoudegezh an Aotrou ha Salver Jezuz-Krist, mar deuont d'en em reiñ a-nevez e-barzh ha da vezañt trec'het, o stad diwezhañ a vo gwashoc'h eget an hini kentañ.
- 21 Rak gwelloc'h e vefe bet dezho na anavezjent ket hent ar reizhder, eget goude bezañ e anavezet distreiñ diouzh ar gourc'hemenn santel a oa bet roet dezho.
- 22 Met c'hoarvezet eo ganto hervez ur c'hrennlavar gwir: Ar c'hi a zo distroet d'ar pezh en doa distaolet, hag ar wiz a zo en em ruilhet er fank goude bezañ bet gwalc'het.
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.