-
2 Pêr 1
- 1 Simon-Pêr, servijer hag abostol Jezuz-Krist, d'ar re o deus resevet da lod ur feiz ken prizius hag hon hini, dre reizhder hon Doue ha Salver Jezuz-Krist:
- 2 Ra vo kresket ar c'hras hag ar peoc'h ennoc'h dre anaoudegezh Doue hag hon Aotrou Jezuz!
- 3 E c'halloud doueel en deus roet deomp kement a sell ouzh ar vuhez hag ouzh doujañs-Doue, dre anaoudegezh an hini en deus hor galvet dre e c'hloar hag e vertuz.
- 4 Dre ar re-mañ, en deus roet deomp promesaoù bras-meurbet ha prizius, evit ma teuot drezo da gemer perzh en natur doueel, o tec'hout diouzh ar breinadur a zo er bed dre an droukc'hoant.
- 5 E kement-se eta, degasit hoc'h holl aked evit unaniñ asambles gant ho feiz ar vertuz, gant ar vertuz ar c'houiziegezh,
- 6 gant ar c'houiziegezh an emvestroni, gant an emvestroni ar basianted, gant ar basianted an doujañs-Doue,
- 7 gant an doujañs-Doue ar vadelezh a vreur, gant ar vadelezh a vreur ar garantez.
- 8 Rak ma en em gav an traoù-se ennoc'h ha mar fonnont, ne lezint ac'hanoc'h na didalvez na difrouezh en anaoudegezh hon Aotrou Jezuz-Krist.
- 9 Met an hini n'emañ ket an traoù-se ennañ a zo dall, e weled a zo berr, hag ankounac'haet en deus glanidigezh e bec'hedoù tremenet.
- 10 Rak-se, breudeur, bezit muioc'h-muiañ aketus da greñvaat ho kalvedigezh hag ho tibaberezh, rak oc'h ober kement-se ne strebotot biken,
- 11 hag evel-se e vo roet deoc'h gant largentez un donedigezh vat e rouantelezh peurbadus hon Aotrou ha Salver Jezuz-Krist.
- 12 Setu perak ne vankin ket da zegas deoc'h dalc'hmat an traoù-se da soñj, petra bennak ma o anavezit ha ma'z oc'h kreñvaet er wirionez-se.
- 13 Krediñ a ran ez eo reizh din, keit ha ma vin en tabernakl-mañ, derc'hel ac'hanoc'h dihun dre alioù,
- 14 o c'houzout penaos e kuitain prest va zabernakl, evel ma en deus an Aotrou Jezuz-Krist roet din da anavezout.
- 15 Met preder am bo d'ober ar pezh a zo ret evit ma c'hellot atav kaout soñj eus an traoù-se goude ma vin aet kuit.
- 16 Rak n'eo ket oc'h heuliañ mojennoù savet gant ampartiz hon eus roet deoc'h da anavezout galloud ha donedigezh hon Aotrou Jezuz-Krist, met goude bezañ gwelet e splannder gant hon daoulagad hon-unan.
- 17 Rak resevet en deus digant Doue an Tad enor ha gloar, pa voe kaset dezhañ ar vouezh-mañ gant ar gloar uhelañ: Hemañ eo va mab karet-mat, ennañ em eus lakaet va holl levenez.
- 18 Ha klevet hon eus ar vouezh-se deuet eus an neñv pa oamp asambles gantañ war ar menez santel.
- 19 Bez' hon eus ivez ger start-meurbet ar brofeded. Mat e rit en em stagañ outañ, evel ouzh ul lamp o lugerniñ en ul lec'h teñval betek ma sklaerio an deiz ha ma savo steredenn ar mintin en ho kalonoù.
- 20 Gouezit da gentañ kement-mañ: profediezh ebet eus ar Skritur ne zeu eus santad an den e-unan,
- 21 rak ar brofediezh n'eo ket bet degaset gwechall dre volontez an den, met tud santel Doue o deus komzet renet gant ar Spered-Santel.
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.