-
Apokalipsi 6
- 1 Me a sellas pa zigoras an Oan unan eus ar seizh siell hag e klevis unan eus ar pevar bev o lavarout gant ur vouezh kurun: Deus ha gwel.
- 2 Me a sellas ha setu, ur marc'h gwenn en em gavas. An hini a oa pignet warnañ en doa ur wareg, roet e voe dezhañ ur gurunenn, hag ez eas kuit evel un trec'her evit trec'hiñ.
- 3 Pa zigoras an eilvet siell, e klevis an eilvet bev a lavare: Deus ha gwel.
- 4 Dont a reas er-maez ur marc'h all liv tan. An hini a oa pignet warnañ en doa ar galloud da gas ar peoc'h kuit a-ziwar an douar ha d'ober ma en em lazhfe an dud an eil egile. Ur c'hleze bras a voe roet dezhañ.
- 5 Pa zigoras an trede siell, e klevis an trede bev a lavare: Deus ha gwel. Me a sellas ha setu, ur marc'h du en em gavas. An hini a oa pignet warnañ en doa ur valañs en e zorn.
- 6 Hag e klevis ur vouezh e-kreiz ar pevar bev a lavare: Ur c'hoiniks (~ 1 l) gwinizh evit un diner (1 diner = pezh arc'hant roman war-dro 4 g) ha tri c'hoiniks (~ 3 l) heiz evit un diner, met na washa ket an eoul nag ar gwin.
- 7 Pa zigoras ar pevare siell, e klevis mouezh ar pevare bev a lavare: Deus ha gwel.
- 8 Me a sellas ha setu, ur marc'h drouklivet en em gavas. An hini a oa pignet warnañ a oa anvet ar marv, ha lec'h ar marv a gerzhe d'e heul. Ar galloud a oa roet dezho war ar bedervet lodenn eus an douar evit lakaat an dud da vervel dre ar c'hleze, dre an naonegezh, dre ar varvelezh ha dre loened gwez an douar.
- 9 Pa zigoras ar pempvet siell, e welis dindan an aoter eneoù ar re a oa bet lakaet d'ar marv abalamour da c'her Doue hag abalamour d'an testeni o doa roet.
- 10 Gant ur vouezh kreñv e krient o lavarout: Aotrou santel ha gwirion, pegeit e chomi hep barn hag hep veñjiñ hor gwad war ar re a chom war an douar?
- 11 Da bep hini anezho e voe roet saeoù gwenn. Lavaret e voe dezho gortoz c'hoazh un nebeud amzer, betek ma vo peurc'hraet an niver eus o c'henseurted a servij hag o breudeur a dle bezañ lakaet d'ar marv evelto.
- 12 Me a sellas pa zigoras ar c'hwec'hvet siell ha setu, ur c'hren-douar bras en em reas, an heol a zeuas du evel ur sac'had reun, al loar a zeuas evel gwad,
- 13 stered an neñv a gouezhas war an douar evel ma taol ur wezenn-fiez he fiez glas pa'z eo hejet gant an avel.
- 14 An neñv en em dennas evel ul levr a roller, hag an holl venezioù hag an enezennoù a voe lamet diouzh o lec'hioù.
- 15 Rouaned an douar, ar re vras, ar re binvidik, ar gabitened, ar re c'halloudek, pep sklavour ha pep den frank en em guzhas er mougevioù hag e reier ar menezioù,
- 16 hag e lavarjont d'ar menezioù ha d'ar reier: Kouezhit warnomp ha kuzhit ac'hanomp a-zirak dremm an hini a zo azezet war an tron hag a-zirak kounnar an Oan,
- 17 rak deuet eo deiz bras e gounnar; ha piv a c'hello chom en e sav?
-
World English Bible (web)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.