-
Efesad 1
- 1 Paol, abostol Jezuz-Krist dre volontez Doue, d'ar sent a zo en Efez ha d'ar feizidi e Krist Jezuz:
- 2 Ar c'hras hag ar peoc'h ra vo roet deoc'h a-berzh Doue hon Tad hag an Aotrou Jezuz-Krist.
- 3 Ra vo benniget Doue ha Tad hon Aotrou Jezuz-Krist, eñ hag en deus hor benniget a bep seurt bennozhioù speredel el lec'hioù neñvel e Krist.
- 4 Evel-se en deus hon dibabet ennañ, a-raok krouidigezh ar bed, evit ma vimp santel ha didamall dirazañ er garantez,
- 5 o vezañ hor raktonket da vezañ e advugale dre Jezuz-Krist, hervez ar plijadur mat eus e volontez,
- 6 da veuleudigezh gloar e c'hras, en deus roet deomp drezi da vezañ degemeret er C'haret-mat.
- 7 Ennañ hon eus an dasprenadur dre e wad, ar pardon eus ar pec'hedoù, hervez pinvidigezhioù e c'hras
- 8 en deus skuilhet warnomp gant fonnder dre bep seurt furnez ha skiant,
- 9 o vezañ roet deomp da anavezout mister e volontez, hervez ar soñj mat oberius en doa graet ennañ e-unan,
- 10 penaos, e roidigezh oberiañs an amzerioù, e tastumje an holl draoù e Krist, kement ar pezh a zo en neñvoù evel ar pezh a zo war an douar.
- 11 Ennañ ivez eo ez omp deuet da vezañ heritourien, o vezañ bet raktonket hervez an diviz eus an hini a ra an holl draoù hervez ma tere ouzh e volontez,
- 12 evit ma servijimp da veuleudigezh e c'hloar, ni hag hon eus da gentañ esperet e Krist.
- 13 Ennañ emaoc'h ivez, o vezañ klevet ger ar wirionez, an Aviel eus ho silvidigezh, hag o vezañ kredet ennañ, oc'h bet siellet gant ar Spered-Santel a oa bet prometet,
- 14 hag a zo un arrez eus hon hêrezh, evit dasprenadur ar re en deus perc'hennet da veuleudigezh e c'hloar.
- 15 Dre-se, o vezañ ivez klevet komz eus ho feiz en Aotrou Jezuz hag eus ho karantez e-keñver an holl sent,
- 16 ne baouezan ket da drugarekaat evidoc'h, o kaout soñj ac'hanoc'h em pedennoù,
- 17 evit ma teuio Doue hon Aotrou Jezuz-Krist, an Tad a c'hloar, da reiñ deoc'h ur spered a furnez hag a ziskuliadur en e anaoudegezh,
- 18 ha ma sklaerio daoulagad ho klevidigezh, evit ma'c'h anavezot pehini eo an esperañs oc'h galvet dezhi, pere eo ar pinvidigezhioù eus gloar e hêrezh er sent,
- 19 ha pehini eo brasted divuzul e c'halloud a ziskouez en hor c'heñver-ni, ar re a gred, hervez oberiusted galloud e nerzh,
- 20 displeget gantañ e Krist, p'en deus e adsavet a-douez ar re varv hag e lakaet da azezañ a-zehou dezhañ el lec'hioù neñvel,
- 21 dreist pep priñselezh, pep nerzh, pep galloud, pep mestroni, pep anv a c'hellfe bezañ anvet, nann zoken er c'hantved-mañ met ivez en hini da zont.
- 22 Lakaet en deus pep tra dindan e dreid, hag en deus e roet evit penn-bras d'an Iliz,
- 23 hag a zo e gorf, al leunder eus an hini a leugn an holl en holl.
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.