-
Filipianed 2
- 1 Mar d-eus eta ur frealz bennak e Krist, mar d-eus un dic'hlac'har bennak er garantez, mar d-eus ur genunvaniezh bennak a spered, mar d-eus ur vadelezh hag un drugarez bennak,
- 2 leugnit va levenez, en ur vezañ a-unan etrezoc'h, en ur gaout an hevelep karantez, an hevelep ene, an hevelep soñjoù.
- 3 Na rit netra dre dabut pe dre c'hloar aner, met ra sello pep hini ac'hanoc'h ouzh ar re all gant izelegezh, evel o vezañ a-us dezhañ e-unan.
- 4 Na sello ket pep hini ac'hanoc'h ouzh e gounid e-unan, met ivez ouzh hini ar re all.
- 5 Ra vo ennoc'h an hevelep soñjoù hag ar re a oa e Jezuz-Krist,
- 6 o vezañ e stumm Doue, n'en deus ket sellet evel ur preizh da dapout bezañ par da Zoue,
- 7 met en em ziwisket eo e-unan o vezañ kemeret stumm ur servijer, o tont heñvel ouzh an dud,
- 8 hag, o vezañ kemeret stumm un den, eo en em izelaet e-unan, oc'h en em ober sentus betek ar marv, zoken betek ar marv war ar groaz.
- 9 Dre-se ivez Doue en deus e uhelsavet hag en deus roet dezhañ un anv a zo dreist pep anv,
- 10 evit en anv Jezuz ma plego pep glin en neñvoù ha war an douar ha dindan an douar,
- 11 ha ma anzavo pep teod ez eo Jezuz-Krist an Aotrou e gloar Doue an Tad.
- 12 Evel-se, re garet-mat, evel ma hoc'h eus atav sentet, nann hepken dirazon met bremañ muioc'h c'hoazh pa'z on ezvezant, labourit d'ho silvidigezh gant doujañs ha krenadenn,
- 13 rak Doue eo a laka ennoc'h ar c'hoant hag an ober, hervez e blijadur mat.
- 14 Grit pep tra hep grozmolat na tabutal,
- 15 evit ma viot divlam ha disaotr, mibien Doue, didamall e-kreiz ur rummad diroll ha fall, hag en o zouez bezit gwelet evel goulaouennoù er bed,
- 16 o tougen ger ar vuhez, en hevelep doare ma c'hellin, e deiz Krist, en em reiñ gloar dre ma ne'm bo ket redet en aner na labouret en aner.
- 17 Ha zoken ma'z on skuilhet war an aberzh hag ar servij eus ho feiz, em eus levenez a gement-se, hag en em laouenaan ganeoc'h holl.
- 18 C'hwi evel-se, en em laouenait ivez, hag en em laouenait ganin.
- 19 Esperout a ran en Aotrou Jezuz kas deoc'h prest Timote, evit ma vin ivez kalonekaet o klevout diwar ho penn.
- 20 Rak ne'm eus den hag a vefe unanet ganin evit kemer ur gwir preder eus ar pezh a sell ac'hanoc'h,
- 21 rak e klaskont holl o mad o-unan ha nann hini Jezuz-Krist.
- 22 Anavezout a rit penaos eo bet amprouet pa'z eo en em lakaet ganin e servij an Aviel, evel ur bugel gant e dad.
- 23 Esperout a ran eta e gas deoc'h kerkent ha ma em bo gwelet ar stad eus va aferioù,
- 24 hag ar fiziañs-mañ am eus en Aotrou penaos e teuin ivez prest me va-unan.
- 25 Kredet em eus e oa ret kas deoc'h Epafrodit, va breur, va c'henlabourer ha va c'henvrezeliad, an hini hoc'h eus kaset din hag en deus va sikouret em ezhommoù,
- 26 rak ur c'hoant bras en doa d'ho kwelout holl, hag e oa gwall boaniet dre m'ho poa klevet e oa bet klañv.
- 27 Klañv eo bet e gwirionez, ha tost d'ar marv, met Doue en deus bet truez outañ, ha nann hepken outañ met ivez ouzhin-me, evit na'm bije ket tristidigezh war dristidigezh.
- 28 Kaset em eus eta anezhañ gant kalz a hast, evit m'ho po levenez o welout anezhañ ha m'em bo nebeutoc'h a dristidigezh.
- 29 Degemerit eta anezhañ en Aotrou gant pep levenez, enorit ar seurt tud-se.
- 30 Rak bet eo tost d'ar marv evit labour Krist, o vezañ risklet e vuhez evit sikour ac'hanon er servij na c'hellec'h ket reiñ din hoc'h-unan.
-
World English Bible (web)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.