-
Galatiad 4
- 1 Hogen e lavaran penaos keit ha ma'z eo an heritour bugel, n'eo disheñvel e netra diouzh ur sklavour, petra bennak ma'z eo mestr a bep tra,
- 2 met emañ dindan renerien ha kulatored betek an amzer merket gant an tad.
- 3 Evel-se ni ivez, pa oamp bugale, e oamp dindan sklavelezh kentañ kentelioù ar bed.
- 4 Met pa'z eo deuet an amzerioù merket, Doue en deus kaset e Vab, ganet eus ur wreg, ganet dindan al lezenn,
- 5 evit dasprenañ ar re a oa dindan al lezenn hag evit ober ac'hanomp e advibien.
- 6 Ha dre ma'z oc'h mibien, Doue en deus kaset en ho kalonoù Spered e Vab o krial: Abba! Tad!
- 7 Dre-se n'out ken ur sklavour met ur mab, ha mar d-out ur mab, ez out ivez heritour da Zoue dre Grist.
- 8 Gwechall, evit gwir, dre ma n'anavezec'h ket Doue, e servijec'h doueed ha n'int ket doueed dre o natur,
- 9 met bremañ pa hoc'h eus anavezet Doue, pe kentoc'h pa'z oc'h bet anavezet gant Doue, penaos e tistroit c'hoazh d'ar c'hentañ kentelioù dinerzh ha paour-se a fell deoc'h en em lakaat dindano a-nevez?
- 10 Mirout a rit gant aked an deizioù, ar mizioù, an amzerioù hag ar bloavezhioù.
- 11 Aon am eus evidoc'h ne'm befe labouret en aner en ho keñver.
- 12 Breudeur, me ho ped, bezit eveldon, rak me ivez a zo eveldoc'h. N'hoc'h eus graet gaou ebet ouzhin.
- 13 Gouzout a rit penaos em eus prezeget deoc'h diaraok an Aviel e poanioù ar c'hig,
- 14 ha n'hoc'h eus ket va disprizet na va zaolet kuit abalamour d'ar poanioù-se em c'hig, met va degemeret hoc'h eus evel un ael eus Doue, hag evel Jezuz-Krist.
- 15 Petra eta a rae neuze hoc'h eürusted? Rak reiñ a ran ouzhoc'h an testeni-mañ, penaos ma vije bet posupl, ho pije tennet ho taoulagad evit o reiñ din.
- 16 Ha deuet on eta da vezañ hoc'h enebour o lavarout deoc'h ar wirionez?
- 17 Gredus int evidoc'h met nann gant eeunder, ha fellout a ra dezho ho tistagañ diouzhimp evit ma viot gredus evito.
- 18 Mat eo bezañ gredus evit ar mad e pep amzer ha nann hepken pa'z on ganeoc'h en ho touez.
- 19 Va bugale vihan, gouzañv a ran a-nevez gwentloù ar gwilioud betek ma vo Krist stummet ennoc'h,
- 20 hag e karfen bezañ bremañ asambles ganeoc'h ha cheñch va c'homzoù, rak e poan vras on abalamour deoc'h.
- 21 Lavarit din, c'hwi hag a fell deoc'h bezañ dindan al lezenn, ha n'intentit ket al lezenn?
- 22 Rak skrivet eo en deus bet Abraham daou vab, unan eus ar sklavourez hag unan eus ar wreg frank.
- 23 Met hini ar sklavourez a voe ganet hervez ar c'hig, hini ar wreg frank a voe ganet dre ar bromesa.
- 24 An traoù-mañ a zo evel ur skeudenn, rak an div wreg-se a zo an daou emglev. Unan eus Menez Sinai, a c'han evit ar sklavelezh, Agar eo,
- 25 rak Agar eo Menez Sinai en Arabia, hag e ra unan gant ar Jeruzalem a zo bremañ hag a zo e sklavelezh gant he bugale.
- 26 Met ar Jeruzalem d'an nec'h a zo frank, hi eo a zo mamm deomp holl,
- 27 rak skrivet eo: En em laouena, sec'henn, te na c'hanez ket, strak ha laosk kriadennoù, te na c'houzañvez ket gwentloù ar gwilioud, rak bugale an hini dilezet a zo niverusoc'h eget re ar wreg he doa ur pried.
- 28 Evidomp, breudeur, ni a zo bugale ar bromesa evel Izaak,
- 29 hag evel ma oa neuze heskinet an hini a oa bet ganet hervez ar Spered gant an hini a oa bet ganet hervez ar c'hig, evel-se emañ ivez bremañ.
- 30 Ha petra a lavar ar Skritur? Kas kuit ar sklavourez hag he mab, rak mab ar sklavourez n'en devo ket e hêrezh gant mab ar wreg frank.
- 31 Breudeur, n'omp ket bugale ar sklavourez, met bugale ar wreg frank.
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.