-
Judas 1
- 1 Jud, servijer Jezuz-Krist ha breur Jakez, d'ar re a zo bet galvet e Doue an Tad, a zo bet santelaet hag a zo bet miret evit Jezuz-Krist:
- 2 Ra gresko ennoc'h an drugarez, ar peoc'h hag ar garantez!
- 3 Re garet-mat, c'hoant bras am boa da skrivañ diwar-benn hor silvidigezh kumun, hag em eus soñjet e oa ret din henn ober evit hoc'h aspediñ da stourm evit ar feiz a zo bet roet d'ar sent ur wech evit mat.
- 4 Rak en em silet ez eus en ho touez hiniennoù a zo skrivet abaoe pell 'zo o c'hondaonidigezh, tud na zouj ket Doue, a dro gras hon Doue e dirollerezh, hag a zinac'h Doue ar Mestr hepken ha Jezuz-Krist hon Aotrou.
- 5 Hogen e fell din degas da soñj deoc'h ar pezh a anavezit dija, penaos an Aotrou, o vezañ saveteet ar bobl eus bro Ejipt, a zistrujas goude-se ar re n'o doa ket kredet,
- 6 penaos e talc'h, ereet gant chadennoù peurbadus e-kreiz an deñvalijenn evit barnedigezh an deiz bras, an aeled n'o deus ket miret o stad kentañ hag o deus kuitaet o chomlec'h o-unan,
- 7 ha peanaos Sodom, Gomora hag ar c'herioù nesañ a oa en em roet d'an hevelep loustoni ha da bec'hedoù a-enep an natur, a servij da skouer o c'houzañv ar boan eus un tan peurbadus.
- 8 En hevelep doare, ar re-se ivez, sebeliet en o huñvreoù, a saotr o c'hig, a zispriz ar mestroni, a wallgomz diwar-benn ar gloaroù.
- 9 Hogen Mikael an arc'hael, pa stourme a-enep an diaoul diwar-benn korf Moizez, ne gredas ket dougen un tamall a vallozh, met lavarout a reas: Ra c'hourdrouzo an Aotrou ac'hanout!
- 10 Met ar re-mañ a wallgomz diwar-benn ar pezh n'anavezont ket. En em vreinañ a reont e kement hag a ouzont dre natur evel loened dibourvez a skiant.
- 11 Gwalleur dezho! Rak heuliet o deus hent Kain, en em daolet int e diheñchadur Balaam, karantez ar gounid, kollet int en enebiezh Kore.
- 12 Sklosennoù int en ho predoù a garantez pa zebront ganeoc'h oc'h en em vagañ o-unan hep dalc'hidigezh ebet. Int a zo koabrennoù hep dour kaset amañ hag ahont gant an avelioù, gwez difrouezh e dilerc'h an diskar-amzer marv div wech ha diwriziennet,
- 13 gwagennoù fuloret eus ar mor o teurel eon o loustoni, sterennoù o kantren a zo miret dezho da viken dic'houloù an deñvalijenn.
- 14 Diwar o fenn eo en deus Enok, ar seizhvet den abaoe Adam, profedet o lavarout: Setu, an Aotrou a zo deuet gant e zekviliadoù santel
- 15 evit dougen e varn war an holl dud, hag evit kendrec'hiñ an holl dud na zouj ket Doue eus an holl oberoù a zizoujañs-Doue o deus graet hag eus an holl draoù kunujus o deus ar bec'herien na zouj ket Doue lavaret a-enep dezhañ.
- 16 Tud int ha ne reont nemet grozmolat, en em glemm bepred, a gerzh hervez o droukc'hoantoù, o genoù a lavar komzoù ourgouilhus, doujañ a reont tud dre interest.
- 17 Met c'hwi, re garet-mat, ho pet soñj eus an traoù a zo bet rak-lavaret gant ebestel hon Aotrou Jezuz-Krist.
- 18 Lavarout a raent deoc'h penaos en amzerioù diwezhañ e vije goapaeriena gerzhje hervez o droukc'hoantoù o-unan hep doujañs-Doue.
- 19 Ar re-se a zo tud hag en em zisparti o-unan, tud douget d'o c'horf ha n'emañ ket ar Spered ganto.
- 20 Met c'hwi, re garet-mat, en em savit hoc'h-unan war ho feiz santel-meurbet ha pedit dre ar Spered-Santel,
- 21 en em zalc'hit e karantez Doue, o c'hortoz trugarez hon Aotrou Jezuz-Krist evit ar vuhez peurbadus.
- 22 Kemerit truez ouzh darn met gant poell,
- 23 salvit reoù all gant doujañs o tennañ anezho eus an tan, o kasaat betek an dilhad saotret gant ar c'hig.
- 24 D'an hini a c'hell ho tiwall a bep lamm hag ho lakaat d'en em ziskouez dinamm ha leun a levenez dirak e c'hloar,
- 25 da Zoue hor Salver emañ ennañ hepken ar furnez, ra vo gloar, meurdez, nerzh ha galloud, bremañ hag evit ar beurbadelezh! Amen.
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.