-
Mark 2
- 1 Un nebeud devezhioù goude, Jezuz a zistroas da Gafarnaoum hag e voe klevet e oa en ti.
- 2 Kerkent en em zastumas kement a dud eno, en doare na oa ket a lec'h a-walc'h dirak an nor evit o derc'hel. Eñ a brezege dezho ar ger.
- 3 Dont a reas d'e gavout tud o tegas un den seizet, douget gant pevar den.
- 4 Evel na c'hellent ket tostaat ouzh an nor abalamour d'an dud niverus, e tistojont an ti ma oa ennañ hag, o vezañ graet un toull, e tiskennjont ar gwele ma oa gourvezet an den seizet warnañ.
- 5 Jezuz, o welout o feiz, a lavaras d'an den seizet: Mab, da bec'hedoù a zo pardonet dit.
- 6 Ur re eus ar skribed azezet eno a soñje en o c'halonoù:
- 7 Perak e lavar hemañ gwallgomzoù evel-se? Piv a c'hell pardoniñ ar pec'hedoù, nemet Doue hepken?
- 8 Jezuz, o vezañ anavezet raktal en e spered e lavarent evel-se enno o-unan, a lavaras dezho: Perak hoc'h eus ar soñjoù-se en ho kalonoù?
- 9 Petra eo an aesoc'h, lavarout d'an den seizet-mañ: Da bec'hedoù a zo pardonet dit, pe lavarout: Sav, kemer da wele ha kerzh?
- 10 Met evit ma ouiot penaos Mab an den en deus war an douar ar galloud da bardoniñ ar pec'hedoù, e lavaras d'an den seizet:
- 11 Me a lavar dit, sav, kemer da wele ha kae da'z ti.
- 12 Kerkent e savas hag, o vezañ kemeret e wele, ez eas er-maez dirak an holl, en hevelep doare ma oant holl souezhet ha ma roent gloar da Zoue, o lavarout: Biskoazh n'hon eus gwelet kemend-all.
- 13 Eñ a zistroas war-zu ar mor. An holl bobl a zeuas d'e gavout hag eñ o c'helennas.
- 14 En ur dremen, e welas Levi mab Alfe, azezet e ti ar gwirioù, hag e lavaras dezhañ: Heuilh ac'hanon. Sevel a reas hag en heulias.
- 15 Jezuz o vezañ ouzh taol e ti an den-mañ, kalz a bublikaned hag a dud a vuhez fall en em lakaas ivez ouzh taol gantañ ha gant e ziskibien, rak kalz e oant hag heuliet o doa anezhañ.
- 16 Ar skribed hag ar farizianed, o welout penaos e tebre gant ar bublikaned ha gant an dud a vuhez fall, a lavaras d'e ziskibien: Perak e tebr hag ec'h ev gant ar bublikaned ha gant an dud a vuhez fall?
- 17 Jezuz, o vezañ klevet-se a lavaras dezho: N'eo ket ar re a zo yac'h o deus ezhomm a vedisin, met ar re a zo klañv. N'on ket deuet evit gervel ar re reizh d'ar geuzidigezh, met ar bec'herien.
- 18 Diskibien Yann ha re ar farizianed a yune, hag e teujont hag e lavarjont dezhañ: A-belec'h e teu ma yun diskibien Yann ha re ar farizianed, ha da ziskibien-te ne yunont ket?
- 19 Jezuz a lavaras dezho: Mignoned ar pried, ha gallout a reont yunañ e-pad ma'z emañ ar pried ganto? E-pad an holl amzer ma'z emañ ar pried ganto, ne c'hellont ket yunañ.
- 20 Met deizioù a zeuio ma vo lamet ar pried diganto, hag en deizioù-se e yunint.
- 21 Den ne wri un tamm mezher nevez ouzh un dilhad kozh, pe an tamm nevez a ziframmfe an hini kozh hag ar rog a vefe brasoc'h.
- 22 Den kennebeut ne lak gwin nevez e seier-lêr kozh, rak ar gwin nevez a dorrfe ar seier, ar gwin en em skuilhfe hag ar seier-lêr a vefe kollet. Met ar gwin nevez a dle bezañ lakaet e seier nevez.
- 23 C'hoarvezout a reas ma tremenas dre barkeier ed un deiz sabad. E ziskibien, en ur vale, en em lakaas da ziframmañ tañvouezennoù.
- 24 Ar farizianed a lavaras dezhañ: Setu, perak e reont ar pezh n'eo ket aotreet ober e-pad ar sabad?
- 25 Eñ a lavaras dezho: Ha n'hoc'h eus ket biskoazh lennet ar pezh a reas David p'en doa ezhomm ha p'en doa naon, eñ hag ar re a oa gantañ,
- 26 penaos ez eas e ti Doue, en amzer Abiazar ar beleg-meur, hag e tebras baraoù a ginnig, petra bennak na c'helle o debriñ nemet ar veleien hepken, hag e roas lod ivez d'ar re a oa gantañ?
- 27 Hag e lavaras dezho: Ar sabad a zo bet graet evit an den ha nann an den evit ar sabad.
- 28 Dre-se Mab an den a zo mestr zoken war ar sabad.
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.