-
1 Yann 4
- 1 Re garet-mat, na gredit ket da bep spered, met amprouit ar speredoù evit gouzout hag int a zo a-berzh Doue, rak meur a fals-profed a zo deuet er bed.
- 2 Dre gement-mañ eo ec'h anavezit Spered Doue: pep spered a anzav ez eo deuet Jezuz-Krist er c'hig a zo eus Doue,
- 3 ha pep spered n'anzav ket ez eo deuet Jezuz-Krist er c'hig n'eo ket eus Doue, hini an enepkrist eo, hoc'h eus klevet lavarout emañ o tont, hag a zo dija a-vremañ er bed.
- 4 Bugale vihan, c'hwi a zo eus Doue hag hoc'h eus trec'het anezho, abalamour an hini a zo ennoc'h a zo brasoc'h eget an hini a zo er bed.
- 5 Int a zo eus ar bed, dre-se e komzont hervez ar bed hag ar bed a selaou anezho.
- 6 Ni a zo eus Doue, an hini a anavez Doue a selaou ac'hanomp, an hini n'eo ket eus Doue ne selaou ket ac'hanomp. A gement-se ec'h anavezomp ar spered a wirionez hag ar spered a errol.
- 7 Re garet-mat, en em garomp an eil egile, rak ar garantez a zeu eus Doue, ha piv bennak a gar a zo ganet a Zoue hag a anavez Doue.
- 8 An hini na gar ket n'en deus ket anavezet Doue, rak Doue a zo karantez.
- 9 E kement-mañ eo en em ziskouezet karantez Doue en hor c'heñver: kaset en deus Doue e Vab nemetañ er bed evit ma vevimp drezañ.
- 10 E kement-mañ emañ ar garantez: n'eo ket ni hon eus karet Doue, met eñ eo an hini en deus hor c'haret ha kaset e Vab en aberzh-dic'haouiñ evit hor pec'hedoù.
- 11 Re garet-mat, mar en deus Doue hor c'haret evel-se, ni a dle ivez en em garout an eil egile.
- 12 Den n'eus biskoazh gwelet Doue. Mar en em garomp an eil egile, Doue a chom ennomp hag e garantez a zo peurc'hraet ennomp.
- 13 E kement-mañ ec'h ouzomp e chomomp ennañ hag eñ ennomp: o vezañ ma en deus roet deomp eus e Spered.
- 14 Ha ni hon eus gwelet hag e roomp testeni penaos an Tad en deus kaset ar Mab evel Salver ar bed.
- 15 Piv bennak a anzav ez eo Jezuz Mab Doue, Doue a chom ennañ, hag eñ e Doue.
- 16 Ni hon eus anavezet ha kredet er garantez en deus Doue evidomp. Doue a zo karantez, hag an hini a chom er garantez a chom e Doue ha Doue ennañ.
- 17 E kement-se eo bet peurc'hraet ar garantez ennomp, evit ma hor bo fiziañs da zeiz ar varnedigezh, o vezañ ma'z omp er bed-se evel ma emañ e-unan.
- 18 Ne vez aon ebet er garantez, met ar garantez peurvat a gas an aon kuit, rak an aon a zalc'h ur c'hastiz; an hini en deus aon n'eo ket peurvat er garantez.
- 19 Ni a gar anezhañ dre ma en deus hor c'haret da gentañ.
- 20 Mar lavar unan bennak: Me a gar Doue, hag e kasa e vreur, ur gaouiad eo. Rak an hini na gar ket e vreur a wel, penaos e c'hellfe karout Doue na wel ket?
- 21 Hag ar c'hourc'hemenn-mañ hon eus bet digantañ: an hini a gar Doue, ra garo ivez e vreur.
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.