-
1 Yann 2
- 1 Va bugale vihan, skrivañ a ran an traoù-mañ deoc'h evit na bec'hot ket. Ha mar en deus unan bennak ac'hanoc'h pec'het, hon eus un alvokad e-kichen an Tad, Jezuz-Krist ar reizh.
- 2 Eñ eo un aberzh-dic'haouiñ evit hor pec'hedoù, ha nann hepken evit hor re, met ivez evit re ar bed holl.
- 3 Dre gement-mañ ec'h ouzomp hon eus e anavezet: mar miromp e c'hourc'hemennoù.
- 4 An hini a lavar: E anavezet em eus, ha na vir ket e c'hourc'hemennoù, a zo ur gaouiad hag ar wirionez ne chom ket ennañ.
- 5 Met evit an hini a vir e c'her, karantez Doue a zo e gwirionez peurvat ennañ. Dre gement-se ec'h ouzomp emaomp ennañ.
- 6 An hini a lavar e chom ennañ a dle ivez kerzhout evel m'en deus kerzhet eñ e-unan.
- 7 Breudeur, ne skrivan ket deoc'h ur gourc'hemenn nevez, met ur gourc'hemenn kozh hoc'h eus bet adalek ar penn-kentañ. Ar gourc'hemenn kozh-se, eo ar ger hoc'h eus klevet adalek ar penn-kentañ.
- 8 Met ivez e skrivan deoc'h ur gourc'hemenn nevez, a zo gwir ennañ hag ennoc'h, rak an deñvalijenn a dremen hag ar sklêrijenn wirion a lugern dija.
- 9 An hini a lavar emañ er sklêrijenn, hag a gasa e vreur, a zo c'hoazh bremañ en deñvalijenn.
- 10 An hini a gar e vreur a chom er sklêrijenn, ha n'eus ennañ abeg da gouezhañ ebet.
- 11 Met an hini a gasa e vreur a zo en deñvalijenn hag a gerzh en deñvalijenn, ne oar ket pelec'h ez a, rak an deñvalijenn he deus dallet e zaoulagad.
- 12 Bugale vihan, skrivañ a ran deoc'h dre ma'z eo pardonet ho pec'hedoù deoc'h abalamour d'e anv.
- 13 Tadoù, skrivañ a ran deoc'h dre ma hoc'h eus anavezet an hini a zo adalek ar penn-kentañ. Tud yaouank, skrivañ a ran deoc'h dre ma hoc'h eus trec'het an hini drouk. Bugale vihan, skrivañ a ran deoc'h dre ma hoc'h eus anavezet an Tad.
- 14 Tadoù, skrivet em eus deoc'h dre ma hoc'h eus anavezet an hini a zo adalek ar penn-kentañ. Tud yaouank, skrivet em eus deoc'h dre ma'z oc'h kreñv, ma chom ger Doue ennoc'h ha ma hoc'h eus trec'het an hini drouk.
- 15 Na garit ket ar bed nag an traoù a zo er bed. Mar kar unan bennak ar bed, karantez an Tad n'emañ ket ennañ,
- 16 rak kement a zo er bed, c'hoantegezh ar c'hig, c'hoantegezh an daoulagad ha lorc'h ar vuhez ne zeu ket eus an Tad met eus ar bed.
- 17 Ar bed a dremen, e c'hoantegezh ivez, met an hini a ra bolontez Doue a chom da viken.
- 18 Bugale vihan, houmañ eo an eur diwezhañ, hag evel ma hoc'h eus klevet e teu an enepkrist, bez' ez eus adalek bremañ meur a enepkrist. Dre gement-se ec'h ouzomp eo deuet an eur diwezhañ.
- 19 Aet int er-maez eus hon touez, met ne oant ket eus hor re, rak ma vijent bet eus hor re, e vijent chomet ganeomp. Met aet int er-maez evit ma vije diskouezet ne oant ket holl eus hor re.
- 20 Resevet hoc'h eus an oleviadur a-berzh an hini santel, hag ec'h anavezit pep tra.
- 21 N'em eus ket skrivet deoc'h dre ma n'anavezit ket ar wirionez, met abalamour ma'c'h anavezit anezhi ha ma ne zeu gaou ebet eus ar wirionez.
- 22 Piv a zo gaouiat, ma n'eo an hini a nac'h ez eo Jezuz ar C'hrist? Hemañ eo an enepkrist: an hini a nac'h an Tad hag ar Mab.
- 23 Piv bennak a nac'h ar Mab n'en deus ket kennebeut an Tad, hag an hini a anzav ar Mab en deus ivez an Tad.
- 24 Ra chomo ennoc'h eta ar pezh hoc'h eus klevet adalek ar penn-kentañ. Mar chom ennoc'h ar pezh hoc'h eus klevet adalek ar penn-kentañ, c'hwi a chomo ivez er Mab hag en Tad.
- 25 Kement-mañ eo ar bromesa en deus graet deomp: ar vuhez peurbadus.
- 26 Skrivet em eus deoc'h an traoù-mañ diwar-benn ar re a douell ac'hanoc'h.
- 27 Met an oleviadur hoc'h eus resevet digantañ a chom ennoc'h ha n'hoc'h eus ket ezhomm e kelennfe den ac'hanoc'h. Hag evel ma tesk an oleviadur-se deoc'h pep tra, ma'z eo gwirion ha ma n'eo ket ur gaou, chomit ennañ hervez ma'z eo bet desket deoc'h gantañ.
- 28 Bremañ eta bugale vihan, chomit ennañ evit ma hor bo fiziañs pa en em ziskouezo, ha ma ne vimp ket mezhek dirazañ en e zonedigezh.
- 29 Mar gouzoc'h ez eo reizh, e c'houezit penaos piv bennak a ra ar reizhder a zo ganet anezhañ.
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.