-
2 Tesalonikiz 3
- 1 A-hend-all, breudeur, pedit evidomp evit ma en em skuilho ger an Aotrou ha ma vo roet gloar dezhañ evel ma'z eo en ho touez,
- 2 hag evit ma vimp dieubet eus an dud diroll ha fall, rak ar feiz n'emañ ket gant pep hini.
- 3 An Aotrou a zo feal, eñ ho kreñvaio hag ho tiwallo diouzh an droug.
- 4 Ar fiziañs-se hon eus en ho keñver en Aotrou, penaos e rit hag e reot an traoù a c'hourc'hemennomp deoc'h.
- 5 Ra zeuio an Aotrou da ren ho kalonoù da garantez Doue ha da basianted Krist.
- 6 Breudeur, gourc'hemenn a reomp deoc'h en anv hon Aotrou Jezuz-Krist da bellaat diouzh pep breur a vev en dizurzh ha nann hervez ar gelennadurezh hoc'h eus bet diganeomp.
- 7 Rak anavezout a rit hoc'h-unan penaos eo reizh evidoc'h heñvelout ouzhimp, ha n'hon eus ket bevet en ho touez en dizurzh.
- 8 N'hon eus debret bara den ebet evit netra, met omp bet er boan hag er skuizhder, o labourat noz-deiz evit na vijemp ket ur bec'h da hini ac'hanoc'h.
- 9 N'eo ket n'hor boa ket ar galloud d'henn ober, met e oa evit reiñ deoc'h ennomp ur skouer da heuliañ.
- 10 Evel-se pa edomp ganeoc'h, lavaret hon eus deoc'h sklaer penaos piv bennak na fell ket dezhañ labourat na dle ket debriñ kennebeut.
- 11 Koulskoude e klevomp penaos en ho touez e vev hiniennoù en dizurzh, hep labourat, met o koll o amzer e traoù didalvoud.
- 12 Ar re-se a bedomp hag a aliomp start dre hon Aotrou Jezuz-Krist, da labourat gant peoc'h evit debriñ o bara o-unan.
- 13 Met c'hwi, breudeur, na skuizhit ket oc'h ober ar mad.
- 14 Ma ne sent ket unan bennak ouzh ar pezh a lavaromp dre al lizher-mañ, notit eñ ha na zarempredit ket anezhañ evit m'en devo mezh.
- 15 Koulskoude na sellit ket outañ evel ouzh un enebour, met kelennit anezhañ evel ur breur.
- 16 Ra roio an Aotrou a beoc'h e-unan ar peoc'h deoc'h e pep amzer hag e pep doare! Ra vo an Aotrou ganeoc'h holl!
- 17 Me Paol, a salud ac'hanoc'h eus va dorn va-unan. Hennezh eo va sinadur em holl lizhiri, evel-se eo e skrivan.
- 18 Gras hon Aotrou Jezuz-Krist ra vo ganeoc'h holl! Amen.
-
World English Bible (web)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.