-
Hebreed 10
- 1 Gant al lezenn eta emañ skeud ar madoù da zont met n'emañ ket eiladur gwirion an traoù; neuze ne c'hell morse, dre an hevelep aberzhoù a ginniger dalc'hmat bep bloaz, peurwellaat ar re a dosta.
- 2 Anez e vije bet paouezet d'o c'hinnig, abalamour d'ar re a rae al lid, o vezañ ur wech glanaet, n'o dije bet ken koustiañs ebet eus o fec'hedoù.
- 3 Met soñj ar pec'hedoù a zo degaset bep bloaz gant an aberzhoù-se,
- 4 rak gwad an tirvi hag ar bouc'hed ne c'hell ket lemel ar pec'hedoù.
- 5 Dre-se, o tont er bed, eñ a lavar: Ne'c'h eus c'hoantaet nag aberzhoù na profoù, met roet ec'h eus din ur c'horf,
- 6 ne'c'h eus ket kemeret a blijadur el loskaberzhoù nag en aberzhoù evit ar pec'hed.
- 7 Neuze em eus lavaret: Setu, e teuan, o Doue, evit ober da volontez, evel ma'z eo skrivet diwar va fenn e roll al levr.
- 8 Goude bezañ lavaret da gentañ: N'eo ket fellet dit aberzhoù na profoù na loskaberzhoù nag aberzhoù evit ar pec'hed, ha ne'c'h eus ket kemeret plijadur enno, daoust ma'z int kinniget hervez al lezenn,
- 9 e lavar c'hoazh: Setu, e teuan, o Doue, evit ober da volontez. Lemel a ra kuit an aberzh kentañ evit lakaat an eil.
- 10 Dre ar volontez-mañ eo ez omp santelaet, dre ar prof eus korf Jezuz-Krist graet ur wech hepken.
- 11 Ouzhpenn, pep beleg en em zalc'h bemdez oc'h ober ar servij hag o kinnig meur a wech an hevelep aberzhoù, na c'hellont morse lemel ar pec'hedoù kuit,
- 12 met eñ, o vezañ kinniget un aberzh hepken evit ar pec'hedoù, a zo en em azezet evit atav en tu dehou da Zoue,
- 13 o c'hortoz diwar vremañ ma teuio e enebourien da vezañ ar skabell dindan e dreid.
- 14 Rak dre ur prof hepken, en deus rentet peurvat da viken ar re a zo santelaet.
- 15 Ar Spered-Santel a ro deomp ivez an testeni a gement-se, rak goude bezañ lavaret da gentañ:
- 16 Setu an emglev a rin ganto: Goude an deizioù-se, eme an Aotrou, e lakain va lezennoù en o c'halonoù hag e skrivin anezho en o soñjoù, e lavar c'hoazh:
- 17 Ha ne'm bo ken soñj eus o fec'hedoù nag eus o direizhderioù.
- 18 Hag e-lec'h ma'z eo pardonet ar pec'hedoù, n'eus mui a brof evit ar pec'hed.
- 19 Evel-se eta, breudeur, pa hon eus ar frankiz da vont e-barzh sant ar sent dre wad Jezuz,
- 20 dre an hent nevez ha bev en deus digoret deomp a-dreuz ar ouel, da lavarout eo a-dreuz e gig,
- 21 hag o vezañ ma hon eus ur beleg-meur lakaet war di Doue,
- 22 tostaomp gant ur galon wirion hag ur fiziañs leun a feiz, o kaout ar c'halonoù glanaet eus loustoni ur goustiañs fall hag ar c'horf gwalc'het gant dour pur.
- 23 Dalc'homp start anzavadenn hon esperañs, rak an hini en deus graet ar bromesa a zo feal.
- 24 Lakaomp evezh an eil ouzh egile evit en em atizañ d'ar garantez ha d'an oberoù mat.
- 25 Na zilezomp ket hor bodadeg, evel m'o deus hiniennoù ar c'hiz d'ober, met en em aliomp an eil egile, ha kement-se muioc'h-muiañ dre ma welit an deiz o tostaat.
- 26 Rak mar pec'homp a-youl goude bezañ resevet anaoudegezh ar wirionez, ne chom aberzh ebet evit ar pec'hedoù,
- 27 met ur gortoz spontus eus ar varn hag eus an tan leskidik a dle lonkañ an enebourien.
- 28 An neb en deus torret lezenn Moizez a zo lakaet d'ar marv hep trugarez war desteni daou pe dri zest.
- 29 A bebezh kastiz brasoc'h a gav deoc'h ne vo ket kavet dellezek an hini a vac'ho gant e dreid Mab Doue, a gemero evit disantel gwad an emglev ez eo bet santelaet drezañ, hag a zismegañso Spered ar c'hras?
- 30 Rak anavezout a reomp an hini en deus lavaret: Din-me eo ar veñjañs, me a rento tra evit tra, eme an Aotrou; ha c'hoazh: An Aotrou a varno e bobl.
- 31 Un dra euzhus eo kouezhañ etre daouarn an Doue bev.
- 32 Met ho pet soñj eus an deizioù kentañ ma hoc'h eus, goude bezañ bet sklêrijennet, gouzañvet stourmoù bras gant poanioù,
- 33 pa oac'h, diouzh un tu lakaet dirak an holl en dismegañsoù hag en trubuilhoù, ha diouzh un tu all deuet da eil d'ar re o deus gouzañvet kement-se.
- 34 Rak bet hoc'h eus truez ouzh va ereoù hag asantet hoc'h eus gant levenez e vije dilamet diganeoc'h ho madoù, o c'houzout penaos ez eus evidoc'h en neñvoù madoù gwelloc'h ha peurbadus.
- 35 Na zilezit ket eta ho fiziañs, ur gopr bras a vo ganti.
- 36 Ezhomm hoc'h eus a basianted, evit goude bezañ graet bolontez Doue, ma resevot ar pezh a zo bet prometet.
- 37 Rak c'hoazh un nebeudig, gwall nebeud amzer, hag an hini a zeu a erruo ha ne zaleo ket.
- 38 Hogen an den reizh a vevo dre ar feiz, met ma en em denn kuit, va ene ne gemer ket plijadur ennañ.
- 39 Evidomp-ni, n'omp ket eus ar re en em denn kuit evit en em goll, met eus ar re o deus ar feiz evit silvidigezh o ene.
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.