-
Hebreed 4
- 1 Hor bezet aon eta, pa'z eo bet lezet ganeomp ur bromesa d'antreal en e ziskuizh, n'en defe unan bennak ac'hanoc'h diskouezet bezañ he dilezet.
- 2 Rak ar c'heloù mat a zo bet kemennet deomp koulz ha dezho, met ar ger o deus klevet n'eo ket bet talvoudus dezho rak n'eo ket bet ar feiz kevret er re o deus klevet.
- 3 Evidomp-ni hon eus kredet, ec'h antreomp en diskuizh, hervez ar pezh en deus lavaret: Evel ma em eus touet em c'hounnar, n'antreint ket em diskuizh. Koulskoude e oberoù a oa peurc'hraet abaoe krouidigezh ar bed.
- 4 Rak en deus komzet evel-se en ul lec'h bennak diwar-benn ar seizhvet devezh: Doue en em ziskuizhas ar seizhvet devezh eus e holl oberoù.
- 5 Hag amañ c'hoazh: N'antreint ket em diskuizh.
- 6 Pa'z eo gwir eta ec'h antreo hiniennoù e-barzh, ha pa n'eo ket antreet ar re a oa bet graet dezho da gentañ ar bromesa abalamour d'o diskredoni,
- 7 Doue a verk a-nevez un devezh dre ar ger-mañ: Hiziv, o lavarout dre Zavid ken pell goude, evel ma'z eo lavaret uheloc'h: Hiziv, mar klevit e vouezh, na galedit ket ho kalonoù.
- 8 Rak m'en dije Jozue o c'haset en diskuizh, ne gomzje ket goude-se eus un devezh all.
- 9 Chom a ra eta un diskuizh a sabad evit pobl Doue.
- 10 Rak an hini a zo antreet en e ziskuizh en em ziskuizh eus e oberoù, evel ma reas Doue eus e re.
- 11 En em akedomp eta da antreal en diskuizh-se, gant aon na gouezhfe unan bennak en un hevelep diskredoni.
- 12 Rak ger Doue a zo bev ha nerzhus, lemmoc'h eget kleze a zaou droc'h ebet, o treuziñ betek disparti an ene diouzh ar spered, ar juntoù diouzh ar mel, hag o merzhout soñjezonoù ha mennadoù ar galon.
- 13 N'eus krouadur ebet hag a vefe kuzhet dirazañ, met an holl draoù a zo en noazh ha dizolo da zaoulagad an hini e tleomp rentañ kont dezhañ.
- 14 Peogwir eta hon eus ur beleg meur en deus treuzet an neñv, Jezuz Mab Doue, dalc'homp start hon anzavadenn a feiz.
- 15 Rak n'hon eus ket ur beleg-meur na c'hellfe ket kaout truez d'hon dinerzhded, er c'hontrol temptet eo bet eveldomp en holl draoù, met hep pec'hiñ.
- 16 Tostaomp eta gant fiziañs ouzh tron ar c'hras, evit kaout trugarez ha kavout gras, hag evit bezañ sikouret en amzer dereat.
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.