-
Mathe 25
- 1 Neuze, rouantelezh an neñvoù a vo heñvel ouzh dek gwerc'hez a gemeras o lampoù ganto hag a yeas da ziaraogiñ ar pried.
- 2 Pemp anezho a oa fur ha pemp a oa diskiant.
- 3 Ar re ziskiant, en ur gemer o lampoù, ne gemerjont ket a eoul ganto,
- 4 met ar re fur a gemeras eoul en o fodoù gant o lampoù.
- 5 Evel ma talee ar pried, e voredjont holl hag e kouskjont.
- 6 Met war-dro hanternoz e voe klevet ur griadenn: Setu ar pried a zeu, it en e raok!
- 7 Neuze an holl werc'hezed-se a savas hag a fichas o lampoù.
- 8 Ar re ziskiant a lavaras d'ar re fur: Roit deomp eus hoc'h eoul, rak hol lampoù a ya da vougañ.
- 9 Met ar re fur a respontas: Gant aon n'hor befe ket a-walc'h evidomp hag evidoc'h, it kentoc'h da gavout ar re a werzh ha prenit evidoc'h.
- 10 E-pad ma'z aent da brenañ e teuas ar pried. Ar re a oa prest a zeuas gantañ e sal an eured, hag e voe serret an nor.
- 11 Goude-se e teuas ivez ar gwerc'hezed all hag e lavarjont: Aotrou, aotrou, digor deomp.
- 12 Met eñ a respontas: Me a lavar deoc'h e gwirionez, n'anavezan ket ac'hanoc'h.
- 13 Beilhit eta, rak n'ouzoc'h nag an deiz nag an eur ma teuio Mab an den.
- 14 Heñvel eo ouzh un den a yeas en ur vro bell, a c'halvas e servijerien hag a lakaas e vadoù etre o daouarn.
- 15 Reiñ a reas pemp talant (1 talant = 6000 drakm, d.l.e. war-dro 30 kg a arc'hant) da unan, daou da unan all, unan da unan all, da bep hini hervez e c'halloud, hag ez eas en hent raktal.
- 16 Neuze an hini en doa resevet ar pemp talant a yeas, o lakaas da dalvezout hag a c'hounezas pemp talant all.
- 17 En hevelep doare an hini en doa resevet daou dalant a c'hounezas ivez daou all.
- 18 Met an hini en doa resevet unan a yeas d'ober un toull en douar hag a guzhas arc'hant e aotrou.
- 19 Pell amzer goude, mestr ar servijerien-mañ a zistroas hag a reas o c'hont ganto.
- 20 An hini en doa resevet pemp talant a zeuas, a zegasas pemp talant all hag a lavaras: Aotrou, pemp talant ac'h eus roet din, setu, pemp talant all am eus gounezet ouzhpenn.
- 21 E vestr a lavaras dezhañ: Mat eo, servijer mat ha feal. Dre ma'z out bet feal war nebeut a dra, da lakaat a rin war galz. Kae e-barzh levenez da aotrou.
- 22 An hini en doa resevet daou dalant a zeuas ivez hag a lavaras: Aotrou, daou dalant ac'h eus roet din, setu, daou dalant all am eus gounezet ouzhpenn.
- 23 E vestr a lavaras dezhañ: Mat eo, servijer mat ha feal. Dre ma'z out bet feal war nebeut a dra, da lakaat a rin war galz. Kae e-barzh levenez da aotrou.
- 24 An hini n'en doa resevet nemet un talant a zeuas ivez hag a lavaras: Aotrou, gouzout a ran ez out un den didruez, hag a ved e-lec'h na'c'h eus ket hadet hag a zastum e-lec'h na'c'h eus ket strewet,
- 25 hag e teuas aon din hag on aet da guzhat da dalant en douar. Setu, e roan dit ar pezh a zo dit.
- 26 Met e aotrou a respontas dezhañ: Servijer fall ha diegus, gouzout a ouies penaos e vedan e-lec'h na'm eus ket hadet hag e tastuman e-lec'h na'm eus ket strewet,
- 27 ret e oa dit eta reiñ va arc'hant d'ar vankerien ha, pa vijen deuet en-dro, em bije tennet va arc'hant gant ar c'hampi.
- 28 Lamit eta e dalant digantañ ha roit anezhañ d'an hini en deus dek talant.
- 29 Rak roet e vo d'an neb en deus hag en devo a fonn, met an hini n'en deus ket, e vo lamet digantañ zoken ar pezh en deus.
- 30 Ha taolit ar servijer didalvoud en deñvalijenn a-ziavaez, e-lec'h ma vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent.
- 31 Pa zeuio Mab an den en e c'hloar, gant an holl aeled santel, ec'h azezo war dron e c'hloar.
- 32 An holl vroadoù a vo dastumet dirazañ, hag e tispartio an eil diouzh egile, evel ma tisparti ar mesaer an deñved diouzh ar bouc'hed.
- 33 Lakaat a raio an deñved a-zehou dezhañ hag ar bouc'hed a-gleiz.
- 34 Neuze ar Roue a lavaro d'ar re a vo a-zehou dezhañ: Deuit, c'hwi hag a zo benniget gant va Zad, bezit perc'henn war ar rouantelezh a zo bet kempennet evidoc'h adalek krouidigezh ar bed.
- 35 Rak naon am eus bet ha roet hoc'h eus din da zebriñ; sec'hed am eus bet ha roet hoc'h eus din da evañ; diavaeziad on bet ha va degemeret hoc'h eus;
- 36 en noazh e oan ha va gwisket hoc'h eus; klañv e oan ha deuet oc'h da'm gwelout; er prizon e oan ha deuet oc'h da'm c'havout.
- 37 Neuze ar re reizh a responto dezhañ, o lavarout: Aotrou, pegoulz hon eus da welet o kaout naon hag hon eus roet dit da zebriñ, pe o kaout sec'hed hag hon eus roet dit da evañ?
- 38 Pegoulz hon eus da welet diavaeziad hag hon eus da zegemeret, pe en noazh hag hon eus da wisket?
- 39 Pegoulz hon eus da welet klañv, pe er prizon, hag ez omp deuet da'z kavout?
- 40 Hag ar Roue a responto hag a lavaro dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez, bep gwech ma hoc'h eus graet kement-se e-keñver unan eus ar re zisterañ eus va breudeur, hoc'h eus graet an dra-se din.
- 41 Neuze e lavaro d'ar re a vo a-gleiz dezhañ: Tec'hit diouzhin, tud villiget, it en tan peurbadus a zo bet kempennet evit an diaoul hag e aeled.
- 42 Rak naon am eus bet ha n'hoc'h eus ket roet din da zebriñ; sec'hed am eus bet ha n'hoc'h eus ket roet din da evañ;
- 43 diavaeziad on bet ha n'hoc'h eus ket va degemeret; en noazh e oan ha n'hoc'h eus ket va gwisket; klañv hag er prizon e oan ha n'oc'h ket deuet da'm gwelout.
- 44 Neuze int a responto dezhañ, o lavarout: Aotrou, pegoulz hon eus da welet o kaout naon, pe sec'hed, diavaeziad, pe en noazh, pe klañv, pe er prizon, ha n'hon eus ket da sikouret?
- 45 Hag e responto dezho, o lavarout: Me a lavar deoc'h e gwirionez, bep gwech ma n'hoc'h eus ket graet kement-se e-keñver unan eus ar re zisterañ-se, n'hoc'h eus ket graet an dra-se din.
- 46 Hag ar re-mañ a yelo er c'hastiz peurbadus, met ar re reizh er vuhez peurbadus.
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.