-
Mathe 22
- 1 Jezuz a gomzas a-nevez outo dre barabolennoù hag a lavaras:
- 2 Rouantelezh an neñvoù a zo heñvel ouzh ur roue hag a reas ur goan-eured evit e vab.
- 3 Kas a reas e vevelien da c'hervel ar re a oa bet pedet d'an eured, met ne felle ket dezho dont.
- 4 Kas a reas adarre mevelien all, en ur lavarout: Lavarit d'ar re a zo bet pedet: Setu, va lein am eus fichet, lazhet em eus va ejened ha va loened lard, pep tra a zo prest, deuit d'an eured.
- 5 Met ne rejont van ebet ouzh kement-se hag ez ejont, unan d'e bark, unan all d'e genwerzh,
- 6 ha re all a grogas en e vevelien, o gwallgasas hag o lazhas.
- 7 Pa glevas ar roue kement-se, e savas droug ennañ hag, o vezañ kaset e soudarded, e lakaas da vervel al lazherien-se hag e tevas o c'hêr.
- 8 Neuze e lavaras d'e vevelien: An eured a zo prest, met ar re a oa bet pedet dezhi ne oant ket dellezek anezhi.
- 9 It eta er c'hroazhentoù ha galvit d'an eured ar re holl a gavot.
- 10 E vevelien, o vezañ aet dre an hentoù, a zastumas kement a gavjont, mat ha fall, ha sal an eured a voe leuniet gant tud ouzh taol.
- 11 Ar roue, o vezañ deuet evit gwelout ar re a oa ouzh taol, a welas eno un den n'en doa ket gwisket un dilhad eured.
- 12 Lavarout a reas dezhañ: Mignon, penaos out deuet amañ hep kaout un dilhad eured? Eñ a chomas mut.
- 13 Neuze ar roue a lavaras d'ar vevelien: Ereit e zaouarn hag e dreid, kemerit anezhañ d'e deurel en deñvalijenn a-ziavaez, e-lec'h ma vo goueladegoù ha grigoñsadegoù-dent.
- 14 Rak kalz a zo galvet, met nebeut a zo dibabet.
- 15 Neuze ar farizianed a yeas d'en em guzuliañ war an doare d'e dapout en e gomzoù.
- 16 Kas a rejont d'e gavout o diskibien gant an herodianed, da lavarout dezhañ: Mestr, gouzout a reomp penaos out gwirion ha penaos e kelennez hent Doue hervez ar wirionez, hep ober van eus den ebet, rak ne sellez ket ouzh diavaez an dud.
- 17 Lavar deomp eta petra a soñjez: Ha dleet eo paeañ ar gwir da Gezar pe n'eo ket?
- 18 Met Jezuz, oc'h anavezout o fallentez, a lavaras dezho: Perak e temptit ac'hanon, pilpouzed?
- 19 Diskouezit din ar moneiz ma vez paeet ar gwir gantañ. Hag e rojont dezhañ un diner (1 diner = pezh arc'hant roman war-dro 4 g).
- 20 Goulenn a reas outo: Eus piv eo ar skeud hag ar skrid-mañ?
- 21 Int a lavaras dezhañ: Eus Kezar. Neuze e lavaras dezho: Roit eta da Gezar ar pezh a zo da Gezar ha da Zoue ar pezh a zo da Zoue.
- 22 Souezhet eus ar pezh a glevjont, e lezjont anezhañ hag ez ejont kuit.
- 23 An hevelep devezh, ar sadukeiz, ar re a lavar n'eus ket a adsavidigezh a varv, a zeuas d'e gavout hag a reas outañ ar goulenn-mañ:
- 24 Mestr, Moizez en deus lavaret: Mar marv unan bennak hep bugale, e vreur a zimezo d'e intañvez evit sevel ul lignez d'e vreur.
- 25 Bez' e oa en hon touez seizh breur. An hini kentañ a zimezas hag a varvas, hag evel n'en doa ket a vugale, e lezas e wreg d'e vreur.
- 26 En hevelep doare e c'hoarvezas gant an eil, an trede, betek ar seizhvet.
- 27 Goude ar re-mañ holl, ar wreg a varvas ivez.
- 28 Neuze en adsavidigezh a varv, da behini ar seizh-se e vo gwreg ? Rak eo bet dezho holl.
- 29 Jezuz a respontas dezho: En dallentez emaoc'h, dre n'anavezit ket ar Skriturioù na galloud Doue.
- 30 Rak en adsavidigezh a varv, ar wazed n'o devo ket a wragez, nag ar gwragez a ezhec'h, met bez' e vint evel aeled Doue en neñv.
- 31 Met diwar-benn an adsavidigezh a varv, ha n'hoc'h eus ket lennet ar pezh en deus Doue lavaret deoc'h:
- 32 Me eo Doue Abraham, Doue Izaak ha Doue Jakob? Doue n'eo ket Doue ar re varv, met Doue ar re vev.
- 33 Ar bobl a selaoue hag a voe souezhet gant e gelennadurezh.
- 34 Ar farizianed, o vezañ klevet penaos en doa lakaet da devel ar sadukeiz, en em zastumas,
- 35 hag unan anezho, un doktor eus al lezenn, a reas ar goulenn-mañ outañ evit e amprouiñ:
- 36 Mestr, pehini eo ar brasañ gourc'hemenn eus al lezenn?
- 37 Jezuz a lavaras dezhañ: Karout a ri an Aotrou da Zoue, eus da holl galon, eus da holl ene, eus da holl soñj.
- 38 Hennezh eo ar c'hentañ hag ar gourc'hemenn brasañ.
- 39 Ha setu an eil a zo heñvel outañ: Karout a ri da nesañ eveldout da-unan.
- 40 An holl lezenn hag ar brofeded a zo dalc'het en daou c'hourc'hemenn-se.
- 41 Evel ma oa ar farizianed en em zastumet, Jezuz a reas ur goulenn outo
- 42 o lavarout: Petra a soñjit eus ar C'hrist? Da biv eo mab? Int a lavaras dezhañ: Da Zavid.
- 43 Jezuz a lavaras dezho: Penaos eta e c'halv David anezhañ, dre ar Spered, Aotrou, pa lavar:
- 44 An Aotrou en deus lavaret da'm Aotrou: Azez a-zehou din, betek ma em bo graet eus da enebourien ur skabell dindan da dreid.
- 45 Mar galv eta David anezhañ Aotrou, penaos eo-eñ e vab?
- 46 Ha den ne c'hellas respont ur ger dezhañ. Adalek an deiz-se, hini ne gredas mui ober goulenn ebet outañ.
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.