-
Obererezhioù 12
- 1 En hevelep amzer, ar roue Herodez en em lakaas da wallgas hiniennoù eus an Iliz.
- 2 Lazhañ a reas dre ar c'hleze Jakez breur Yann.
- 3 O welout e plije kement-se d'ar Yuzevien, e reas pakañ Pêr ivez. Kement-se a c'hoarvezas e-pad devezhioù ar bara hep goell.
- 4 O vezañ kroget ennañ ha taolet anezhañ er prizon, en roas da ziwall da beder skouadenn a bevar soudard pep hini, o fellout dezhañ e gas dirak ar bobl goude ar Pask.
- 5 Pêr eta a oa diwallet er prizon, met an Iliz a rae hep paouez pedennoù da Zoue evitañ.
- 6 En nozvezh a-raok an deiz ma tlee Herodez e lakaat da vezañ kaset er-maez, Pêr a gouske etre daou soudard, ereet gant div chadenn. Gwarded a oa dirak an nor evit diwall ar prizon.
- 7 Ha setu, un ael eus an Aotrou a zeuas hag ur sklêrijenn a lugernas er prizon. An ael a vountas Pêr dre e gostez hag a zihunas anezhañ, o lavarout: Sav buan! Ar chadennoù a gouezhas eus e zaouarn.
- 8 An ael a lavaras dezhañ: En em c'houriz ha laka da sandalennoù. Hag en greas. Hag e lavaras dezhañ: En em bak e-barzh da vantell hag heuilh ac'hanon.
- 9 Mont a reas er-maez hag e heulias anezhañ hep gouzout ha gwir e oa ar pezh a rae an ael; met krediñ a rae en doa ur weledigezh.
- 10 P'o doe tremenet ar c'hentañ hag an eilvet gward, e teujont d'an nor houarn a yae e kêr, hag e tigoras anezhi hec'h-unan dirazo. O vezañ aet er-maez, ez ejont a-hed ur straed. Kerkent an ael en em dennas digantañ.
- 11 O vezañ distroet ennañ e-unan, Pêr a lavaras: Bremañ ec'h ouzon e gwirionez en deus an Aotrou degaset e ael hag en deus va zennet eus dorn Herodez hag eus kement a c'hortoze ar bobl yuzev.
- 12 Goude bezañ prederiet, e teuas da di Mari mamm Yann lesanvet Mark, e-lec'h ma oa dastumet kalz a dud o pediñ.
- 13 P'en doe Pêr skoet war dor ar porzh, ur vatezh anvet Rode a zeuas da selaou.
- 14 O vezañ anavezet mouezh Pêr, en abeg d'he levenez, ne zigoras ket ar porzh, met redek a reas da lavarout e oa Pêr e-tal ar porzh.
- 15 Lavarout a rejont dezhi: diskiant out. Met hi a zalc'has da zisklêriañ e oa an dra evel-se. Hag e lavarjont: E ael eo.
- 16 Met Pêr a gendalc'has da skeiñ. Pa o doe digoret, e weljont anezhañ hag e voent souezhet bras.
- 17 Oc'h ober sin dezho gant e zorn da devel, e kontas dezho penaos en doa an Aotrou e zegaset er-maez eus ar prizon, hag e lavaras: Roit da anavezout kement-mañ da Jakez ha d'ar vreudeur. Hag ez eas er-maez etrezek ul lec'h all.
- 18 Pa voe deuet an deiz, e voe un drubuilh vras e-touez ar soudarded da c'houzout petra e oa deuet Pêr da vezañ.
- 19 Herodez, o vezañ lakaet d'e glask hep gallout e gavout, a reas goulennoù ouzh ar warded hag a c'hourc'hemennas o degas kuit. Neuze e tiskennas eus Judea da Gezarea hag e chomas eno.
- 20 Herodez a oa droug ennañ a-enep tud Tir ha Sidon. Met int a zeuas a-unvan d'e gavout hag, o vezañ gounezet Blastuz, an hini a oa e penn da gambr ar roue, e c'houlennjont ar peoc'h, abalamour o bro a denne he bevañs eus hini ar roue.
- 21 D'un deiz divizet, Herodez, gwisket gant e zilhad-roue hag azezet war e dron, a reas ur brezegenn dezho.
- 22 Ar bobl a grias: Mouezh un doue eo, n'eo ket hini un den!
- 23 Met kerkent, un ael eus an Aotrou a skoas anezhañ, dre ma n'en doa ket roet gloar da Zoue. Hag e varvas, krignet gant ar preñved.
- 24 Ha ger Doue a greske hag en em skuilhe.
- 25 Barnabaz ha Saol, goude bezañ peurechuet o c'harg, a zistroas eus Jeruzalem, o vezañ ivez kemeret ganto Yann lesanvet Mark.
-
World English Bible (web)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.