-
Obererezhioù 14
- 1 C'hoarvezout a reas en Ikoniom ma'z ejont asambles e sinagogenn ar Yuzevien hag e komzjont en un hevelep doare ma kredas un niver bras eus ar Yuzevien hag eus ar C'hresianed.
- 2 Met re ar Yuzevien na gredent ket a lakaas droug da sevel en eneoù ar baganed a-enep ar vreudeur.
- 3 Chom a rejont koulskoude pell a-walc'h, o komz gant hardizhegezh, harpet war an Aotrou a roe testeni da c'her e c'hras en ur ober mirakloù ha burzhudoù dre o daouarn.
- 4 Met poblañs kêr a voe rannet: darn a oa a-du gant ar Yuzevien ha darn all a-du gant an ebestel.
- 5 Hag evel ma c'hoarvezas un emsavadenn eus ar Yuzevien hag ar baganed, a-unvan gant o fennoù, da wallgas ha da veinata anezho,
- 6 ar re-mañ, o vezañ gouezet kement-se, a dec'has e kêrioù Likaonia, da Listra, da Zerb ha d'ar vro war-dro,
- 7 hag e prezegjont eno an Aviel.
- 8 E Listra e oa un den azezet, mac'hagn eus e zaoudroad, a oa kamm adalek kof e vamm ha n'en doa biskoazh kerzhet.
- 9 Selaou a rae Paol o komz. Hemañ, o sellout gant evezh outañ, a welas en doa ar feiz evit bezañ yac'haet
- 10 hag a lavaras gant ur vouezh kreñv: Sav eeun war da dreid. Hag e lammas, hag e kerzhas.
- 11 Pa welas ar bobl ar pezh en doa graet Paol, e savjont o mouezh hag e lavarjont e yezh likaoniek: Doueed heñvel ouzh tud a zo diskennet etrezek ennomp.
- 12 Hag e c'halvjont Barnabaz Yaou ha Paol Merc'her, abalamour ma oa hemañ a zouge ar gomz.
- 13 Beleg Yaou, a oa tost d'o c'hêr, a zegasas tirvi gant garlantezioù dirak an dorojoù hag a felle dezhañ kinnig un aberzh a-unvan gant ar bobl.
- 14 Met an ebestel Barnabaz ha Paol, o vezañ anavezet kement-se, a rogas o dilhad hag a redas e-kreiz an engroez, o krial:
- 15 O tud, perak e rit kement-se? N'omp nemet tud dalc'het d'an hevelep poanioù eveldoc'h. Prezeg a reomp deoc'h an Aviel evit ma tistroot eus an traoù didalvez-se ha m'en em droot war-zu an Doue bev, an hini en deus graet an neñv, an douar, ar mor hag an holl draoù a zo enno.
- 16 En amzer dremenet, lezet en deus an holl vroadoù da gerzhout en o hentoù o-unan,
- 17 petra bennak ma n'en deus ket paouezet da reiñ testenioù anezhañ e-unan, oc'h ober vad, en ur zegas deomp eus an neñv ar glaveier hag an amzerioù frouezhus, hag o leuniañ hor c'halonoù a vadoù hag a levenez.
- 18 A-boan ma c'helljont, o lavarout kement-se, mirout ar bobl da ginnig un aberzh dezho.
- 19 Neuze Yuzevien a zeuas eus Antioch hag eus Ikoniom hag a c'hounezas ar bobl. O vezañ meinataet Paol, e stlejjont anezhañ er-maez eus kêr, o krediñ e oa marv.
- 20 Met an diskibien o vezañ en em zastumet en-dro dezhañ, e savas hag e teuas e kêr. An deiz war-lerc'h ez eas gant Barnabaz da Zerb.
- 21 Goude bezañ prezeget an Aviel er gêr-se ha bezañ graet enni meur a ziskibl, e tistrojont da Listra, Ikoniom hag Antioch,
- 22 o kreñvaat eneoù an diskibien, oc'h aliañ anezho da genderc'hel er feiz hag o reiñ da anavezout dezho ez eo dre galz a boanioù eo ret deomp mont e rouantelezh Doue.
- 23 Goude bezañ lakaet henaourien dezho e pep Iliz ha goude bezañ pedet ha yunet, ec'h erbedjont evito an Aotrou o doa kredet ennañ.
- 24 O vezañ treuzet Pisidia, e teujont e Pamfilia,
- 25 e prezegjont ar ger e Perj hag e tiskennjont en Atalia.
- 26 Ac'hane ez ejont dre vor da Antioch, a-belec'h e oant bet kaset gant gras Doue evit an oberenn o doa graet.
- 27 Pa voent erruet, e tastumjont an Iliz hag e kontjont an holl draoù en doa Doue graet ganto ha penaos en doa digoret d'ar broadoù dor ar feiz.
- 28 Eno e chomjont pell amzer gant an diskibien.
-
World English Bible (web)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.