-
Yann 1
- 1 Er penn-kentañ e oa ar Ger, hag ar Ger a oa gant Doue, hag ar Ger a oa Doue.
- 2 Er penn-kentañ e oa gant Doue.
- 3 An holl draoù a zo bet graet drezañ, ha netra eus ar pezh a zo bet graet n'eo bet graet heptañ.
- 4 Ennañ e oa ar vuhez, hag ar vuhez a oa sklêrijenn an dud.
- 5 Ar sklêrijenn a lugern en deñvalijenn hag an deñvalijenn n'he deus ket he degemeret.
- 6 Bez' e voe un den kaset a-berzh Doue, Yann a oa e anv.
- 7 Dont a reas da vezañ test, da reiñ testeni d'ar sklêrijenn, evit ma kredje an holl drezañ.
- 8 Ne oa ket ar sklêrijenn, met kaset e oa da reiñ testeni d'ar sklêrijenn,
- 9 ar sklêrijenn wirion hag a sklaera kement den a zeu er bed.
- 10 Er bed e oa hag ar bed a zo bet graet gantañ, met ar bed n'en deus ket e anavezet.
- 11 Deuet eo da gavout e re, hag e re n'o eus ket e zegemeret.
- 12 Met d'ar re holl o deus e zegemeret, en deus roet ar galloud da vezañ graet bugale da Zoue, da c'houzout eo d'ar re holl a gred en e anv,
- 13 ar re n'int ket bet ganet eus ar gwad, nag eus bolontez ar c'hig, nag eus bolontez an den, met eus Doue.
- 14 Ar Ger a zo bet graet kig hag en deus chomet en hon touez, leun a c'hras hag a wirionez, ha gwelet hon eus e c'hloar, ur gloar evel hini ar Mab nemetañ deuet eus an Tad.
- 15 Yann a roas testeni dezhañ pa grias o lavarout: Hemañ eo an hini am eus lavaret diwar e benn: An hini a zeu war va lerc'h a zo dreiston, rak a-raok din e oa.
- 16 Ni holl hon eus resevet eus e leunder, ha gras war c'hras.
- 17 Rak al lezenn a zo bet roet dre Voizez, ar c'hras hag ar wirionez a zo deuet dre Jezuz-Krist.
- 18 Den n'en deus biskoazh gwelet Doue. Ar Mab nemetañ a zo en askre an Tad, eo an hini en deus e roet da anavezout.
- 19 Setu amañ testeni Yann, pa gasas ar Yuzevien eus Jeruzalem beleien ha Levited da c'houlenn digantañ: Piv out-te?
- 20 Anzav a reas ha ne nac'has ket, ya anzav a reas: N'on ket ar C'hrist.
- 21 Hag e c'houlennjont digantañ: Piv out eta? Bez' out Elia? Eñ a lavaras: N'on ket. Bez' out ar profed? Eñ a respontas: Nann.
- 22 Int a lavaras eta dezhañ: Piv out? Evit ma roimp respont d'ar re o deus hor c'haset. Petra a lavarez ac'hanout da-unan?
- 23 Eñ a lavaras: Me eo mouezh an hini a gri el lec'h distro: Grit eeun hent an Aotrou, evel m'en deus lavaret ar profed Izaia.
- 24 Ar re a oa bet kaset a oa farizianed.
- 25 Goulenn a rejont digantañ: Perak e vadezez, ma n'out nag ar C'hrist, nag Elia, nag ar profed?
- 26 Yann a respontas dezho: Me a vadez en dour, met unan bennak a zo en ho touez ha n'anavezit ket anezhañ.
- 27 Hennezh eo an hini a zeu war va lerc'h hag a zo dreiston, ha n'on ket dellezek da zieren korreenn e votoù.
- 28 Kement-mañ a c'hoarvezas e Betabara en tu all d'ar Jordan, e-lec'h ma vadeze Yann.
- 29 An deiz war-lerc'h, Yann a welas Jezuz o tont d'e gavout hag a lavaras: Setu Oan Doue, an hini a lam kuit pec'hed ar bed.
- 30 Eñ eo an hini am eus lavaret diwar e benn: Dont a ra war va lerc'h un den hag a zo dreiston, rak a-raok din e oa.
- 31 Me n'anavezen ket anezhañ, met deuet on da vadeziñ en dour evit ma vo disklêriet da Israel.
- 32 Yann a roas an testeni-mañ, o lavarout: Gwelet em eus ar Spered o tiskenn eus an neñv evel ur goulm hag o chom warnañ.
- 33 Me n'anavezen ket anezhañ, met an hini en deus va c'haset da vadeziñ en dour en deus lavaret din: An hini a weli ar Spered o tiskenn hag o chom warnañ, hennezh eo an hini a vadez er Spered-Santel.
- 34 Hag em eus gwelet, hag em eus roet testeni eo eñ Mab Doue.
- 35 An deiz war-lerc'h, Yann a oa c'hoazh eno gant daou eus e ziskibien,
- 36 hag o welout Jezuz a valee, e lavaras: Setu Oan Doue.
- 37 An daou ziskibl en klevas o komz evel-se hag a heulias Jezuz.
- 38 Jezuz o vezañ distroet hag o welout e heulient anezhañ, a lavaras dezho: Petra a glaskit? Respont a rejont dezhañ: Rabbi, da lavarout eo Mestr, pelec'h e chomez?
- 39 Eñ a lavaras dezho: Deuit ha gwelit. Mont a rejont hag e weljont pelec'h e chome, hag e chomjont gantañ an deiz-se. War-dro an dekvet eur e oa.
- 40 Andrev breur Simon-Pêr, a oa unan eus an daou o doa klevet ar pezh en doa lavaret Yann hag o doa heuliet anezhañ.
- 41 Eñ a gavas da gentañ e vreur e-unan, Simon, hag a lavaras dezhañ: Kavet hon eus ar Mesiaz, da lavarout eo ar C'hrist (= an Olevet).
- 42 Hag e tegasas anezhañ da Jezuz. Jezuz, o vezañ sellet outañ, a lavaras dezhañ: Te eo Simon mab Jona; galvet e vi Kefaz, da lavarout eo Pêr.
- 43 An deiz war-lerc'h, Jezuz a c'hoantaas mont e Galilea. Kavout a reas Filip hag e lavaras dezhañ: Heuilh ac'hanon.
- 44 Filip a oa eus Betsaida, kêr Andrev ha Pêr.
- 45 Filip a gavas Natanael hag a lavaras dezhañ: Kavet hon eus an hini a zo bet skrivet diwar e benn gant Moizez el lezenn ha gant ar brofeded: Jezuz mab Jozef, eus Nazared.
- 46 Natanael a lavaras dezhañ: Hag eus Nazared e c'hell dont un dra vat bennak? Filip a lavaras dezhañ: Deus ha gwel.
- 47 Jezuz, o welout Natanael o tont d'e gavout, a lavaras diwar e benn: Setu ur gwir Israelad ha n'eus troidell ebet ennañ.
- 48 Natanael a lavaras dezhañ: A-belec'h ec'h anavezez ac'hanon? Jezuz a respontas dezhañ: A-raok ma c'halvas Filip ac'hanout, pa oas dindan ar wezenn-fiez, da welet em eus.
- 49 Natanael a respontas dezhañ: Mestr, te eo Mab Doue, te eo roue Israel.
- 50 Jezuz a respontas dezhañ: Abalamour ma em eus lavaret dit em eus da welet dindan ar wezenn-fiez, e kredez? Traoù brasoc'h eget ar re-mañ a weli.
- 51 Hag e lavaras dezhañ: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, a-vremañ e welot an neñv digor hag aeled Doue o pignat hag o tiskenn a-us da Vab an den.
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.