-
Yann 7
- 1 Goude-se, Jezuz a valeas dre C'halilea; ne fellas ket dezhañ bale dre Judea, abalamour ma klaske ar Yuzevien e lazhañ.
- 2 Gouel ar Yuzevien, gouel an Tabernakloù, a dostae.
- 3 Neuze e vreudeur a lavaras dezhañ: Kae kuit ac'han ha kae e Judea, evit ma welo ivez da ziskibien an oberoù a rez,
- 4 rak den ne ra netra e-kuzh pa glask bezañ anavezet. Mar rez an traoù-se, en em ziskouez da-unan d'ar bed.
- 5 Rak e vreudeur o-unan ne gredent ket ennañ.
- 6 Jezuz a lavaras eta dezho: Va amzer n'eo ket deuet c'hoazh, met hoc'h amzer a zo atav dereat.
- 7 Ar bed ne c'hell ket ho kasaat, met kasaat a ra ac'hanon, abalamour ma roan testeni anezhañ penaos eo fall e oberoù.
- 8 Evidoc'h-c'hwi, it d'ar gouel-mañ. Me, ne d-an ket c'hoazh dezhañ, rak va amzer n'eo ket c'hoazh peurc'hraet.
- 9 O vezañ lavaret kement-se dezho, e chomas e Galilea.
- 10 Ha pa voe aet e vreudeur d'ar gouel, ez eas ivez, nann a-wel d'an holl, met evel e-kuzh.
- 11 Ar Yuzevien a glaske anezhañ e-pad ar gouel hag a lavare: Pelec'h emañ?
- 12 Bez' e voe ur vrud bras diwar e benn e-touez ar bobl. Darn a lavare: Un den mat eo. Ha darn all a lavare: Nann, met touellañ a ra ar bobl.
- 13 Koulskoude den ne gomze frank anezhañ gant aon rak ar Yuzevien.
- 14 War-dro hanter ar gouel, Jezuz a bignas d'an templ hag a gelennas.
- 15 Ar Yuzevien a voe souezhet hag a lavaras: Penaos ec'h anavez an den-mañ ar Skriturioù, pa n'en deus ket o desket?
- 16 Jezuz a respontas dezho: Va c'helennadurezh n'eo ket ac'hanon, met eus an hini en deus va c'haset.
- 17 Mar fell da unan bennak ober e volontez, ec'h anavezo hag eo va c'helennadurezh eus Doue pe ha me a gomz ac'hanon va-unan.
- 18 An hini a gomz anezhañ e-unan a glask e c'hloar e-unan, met an hini a glask gloar an hini en deus e gaset, a zo gwirion, ha n'eus ket a zireizhder ennañ.
- 19 Ha n'en deus ket Moizez roet al lezenn deoc'h? Hag hini ac'hanoc'h ne vir al lezenn. Perak e klaskit va lakaat d'ar marv?
- 20 Ar bobl a respontas: Un diaoul ac'h eus. Piv a glask lakaat ac'hanout d'ar marv?
- 21 Jezuz a respontas dezho: Un oberenn am eus graet hag oc'h holl souezhet a gement-se.
- 22 Moizez en deus roet deoc'h an amdroc'h, n'eo ket e teufe eus Moizez met eus an Tadoù, ha c'hwi a amdroc'h un den d'an deiz sabad.
- 23 Mar bez amdroc'het un den d'an deiz sabad, evit na vo ket torret lezenn Voizez, perak en em fulorit a-enep ac'hanon abalamour ma em eus yac'haet un den penn-da-benn d'an deiz sabad?
- 24 Na varnit ket hervez an diavaez, met barnit hervez ar reizhder.
- 25 Neuze hiniennoù eus Jeruzalem a lavaras: Ha n'eo ket an hini a glaskont da lakaat da vervel?
- 26 Ha setu e komz frank ha ne lavaront netra dezhañ. Hag anavezet o defe ar mestroù ez eo e gwirionez ar C'hrist?
- 27 Koulskoude ni a oar a-belec'h eo hemañ, hogen pa zeuio ar C'hrist, den n'anavezo a-belec'h eo.
- 28 Neuze Jezuz, o kelenn en templ, a grias: C'hwi a anavez ac'hanon hag a oar a-belec'h ez on. N'on ket deuet ac'hanon va-unan, met an hini en deus va c'haset a zo gwirion ha n'anavezit ket anezhañ.
- 29 Me a anavez anezhañ, rak emaon anezhañ, hag eñ eo en deus va c'haset.
- 30 Klask a raent kregiñ ennañ, koulskoude den ne lakaas e zorn warnañ, rak ne oa ket c'hoazh deuet e eur.
- 31 Met kalz eus ar bobl a gredas ennañ hag a lavaras: Pa zeuio ar C'hrist, hag ober a raio brasoc'h mirakloù eget ma ra hemañ?
- 32 Ar farizianed a glevas ar bobl o lavarout kement-se diwar e benn. Ar veleien vras hag ar farizianed a gasjont serjanted evit kregiñ ennañ.
- 33 Neuze Jezuz a lavaras dezho: Emaon ganeoc'h c'hoazh evit un nebeud amzer, hag ez in da gavout an hini en deus va c'haset.
- 34 Klask a reot ac'hanon ha ne'm c'havot ket, ha c'hwi ne c'hellit ket dont e-lec'h ma'z on.
- 35 Neuze ar Yuzevien a lavaras etrezo: Pelec'h ez aio na c'hellimp ket kavout anezhañ? Ha mont a raio etrezek ar re a zo strewet e-touez ar C'hresianed ha kelenn a raio ar C'hresianed?
- 36 Petra eo ar pezh en deus lavaret: Klask a reot ac'hanon ha ne'm c'havot ket, ha c'hwi ne c'hellit ket dont e-lec'h ma'z on?
- 37 An deiz diwezhañ eus ar gouel bras, Jezuz a savas hag a grias: Mar en deus unan bennak sec'hed, ra zeuio da'm c'havout ha ra evo.
- 38 An hini a gred ennon, stêrioù dour a vuhez a redo eus e askre, evel ma lavar ar Skritur.
- 39 Met e lavaras kement-se eus ar Spered a dlee resev ar re a gredje ennañ, rak ar Spered-Santel ne oa ket bet c'hoazh roet, abalamour ma ne oa ket bet c'hoazh savet Jezuz en e c'hloar.
- 40 Kalz eus ar bobl, o vezañ klevet ar gerioù-se, a lavaras: Hemañ eo e gwirionez ar profed.
- 41 Reoù all a lavaras: Ar C'hrist eo. Ha reoù all a lavaras: Ar C'hrist, ha dont a ra eus Galilea?
- 42 Ha ne lavar ket ar Skritur e teuio ar C'hrist eus lignez David hag eus bourc'h Betlehem, a-belec'h e oa David?
- 43 Ar bobl eta a oa lodennet diwar e benn.
- 44 Hag ur re bennak anezho a c'hoantaas kregiñ ennañ, met den ne lakaas e zaouarn warnañ.
- 45 Ar serjanted a zistroas eta etrezek ar veleien vras hag ar farizianed. Ar re-mañ a lavaras dezho: Perak n'hoc'h eus ket e zegaset?
- 46 Ar serjanted a respontas: Biskoazh den n'en deus komzet evel an den-se.
- 47 Neuze ar farizianed a respontas dezho: Bet oc'h c'hwi ivez touellet?
- 48 Ha bez' ez eus unan bennak eus ar mestroù pe eus ar farizianed hag en defe kredet ennañ?
- 49 Met ar bobl-mañ n'anavez ket al lezenn, milliget int.
- 50 Nikodem, an hini a oa deuet en noz da gavout Jezuz hag a oa unan anezho, a lavaras dezho:
- 51 Ha barn a ra hol lezenn un den hep bezañ e glevet hag hep anavezout ar pezh en deus graet?
- 52 Int a respontas dezhañ: Bez' out ivez Galileat? Evesha, ha gwel ha profed ebet a zo bet biskoazh savet eus Galilea.
- 53 Ha pep hini en em dennas en e di.
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.