-
Yann 6
- 1 Goude-se, Jezuz a dremenas en tu all da Vor Galilea pe Mor Tiberiaz.
- 2 Ur bobl vras a heulie anezhañ, abalamour ma welent ar mirakloù a rae war ar re glañv.
- 3 Jezuz a bignas war ar menez hag ec'h azezas eno gant e ziskibien.
- 4 Hag ar Pask, gouel ar Yuzevien, a oa tost.
- 5 Jezuz eta, o vezañ savet e zaoulagad, hag o welout ul lod bras a dud o tont d'e gavout, a lavaras da Filip: Pelec'h e prenimp bara evit m'o devo an dud-mañ da zebriñ?
- 6 Eñ a lavare kement-se evit e amprouiñ rak gouzout a rae ar pezh edo o vont d'ober.
- 7 Filip a respontas dezhañ: Daou c'hant diner (1 diner = pezh arc'hant roman war-dro 4 g) a vara ne vefe ket a-walc'h evit reiñ un tammig da bep hini.
- 8 Unan eus e ziskibien, Andrev breur Simon-Pêr, a lavaras dezhañ:
- 9 Bez' ez eus amañ ur paotrig en deus pemp bara heiz ha daou besk, met petra eo kement-se evit kement a dud?
- 10 Jezuz a lavaras: Lakait an dud da azezañ. Bez' e oa kalz a c'heot el lec'h-se. An dud eta a azezas, en niver a war-dro pemp mil.
- 11 Jezuz a gemeras ar baraoù hag, o vezañ trugarekaet, o roas d'an diskibien, hag an diskibien d'ar re a oa azezet, hag en hevelep doare gant ar pesked, kement ha ma fellas dezho.
- 12 Goude m'o doe bet o gwalc'h, e lavaras d'e ziskibien: Dastumit an tammoù a zo manet, evit na vo kollet netra.
- 13 Dastum a rejont eta anezho hag e leugnjont daouzek paner gant an tammoù a oa manet eus ar pemp bara heiz, goude m'o doa debret.
- 14 An dud-se, o welout ar mirakl en doa Jezuz graet, a lavaras: Hemañ eo e gwirionez ar profed a dlee dont er bed.
- 15 Jezuz, oc'h anavezout ez aent da zont d'e gemer evit e lakaat da roue, en em dennas adarre e-unan war ar menez.
- 16 Pa voe deuet an abardaez, e ziskibien a ziskennas betek ar mor.
- 17 O vezañ aet er vag, e fellas dezho mont en tu all d'ar mor da Gafarnaoum. Dija e oa teñval ha Jezuz ne oa ket c'hoazh deuet d'o c'havout.
- 18 Dre ma oa kreñv an avel, koummoù ar mor a save.
- 19 P'o doa roeñvet war-dro pemp war-n-ugent pe tregont stadenn (~ 5 km), e weljont Jezuz a gerzhe war ar mor hag a dostae ouzh ar vag. Hag o doe aon.
- 20 Met eñ a lavaras dezho: Me eo, n'ho pet ket aon!
- 21 Fellout a rae dezho eta e zegemer er vag, ha kerkent ar vag en em gavas el lec'h ma'z aent.
- 22 An deiz war-lerc'h, ar bobl hag a oa chomet en tu all d'ar mor a welas panaos ne oa bet eno bag ebet nemet an hini ma oa aet e ziskibien enni, ha penaos Jezuz ne oa ket aet e-barzh ganto, met penaos e ziskibien a oa aet kuit o-unan.
- 23 Met bagoù all, o tont eus Tiberiaz, a erruas tost d'al lec'h m'o doa debret ar bara goude m'en doe an Aotrou trugarekaet.
- 24 Pa welas ar bobl ne oa na Jezuz nag e ziskibien eno, e pignjont o-unan er bagoù hag ez ejont da Gafarnaoum da glask Jezuz.
- 25 O vezañ e gavet en tu all d'ar mor, e lavarjont dezhañ: Mestr, pegoulz out en em gavet amañ?
- 26 Jezuz a respontas dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, va c'hlaskit n'eo ket abalamour m'hoc'h eus gwelet mirakloù met abalamour m'hoc'h eus debret bara ha m'hoc'h eus bet ho kwalc'h.
- 27 Na labourit ket evit ar boued a ya da goll, met evit an hini a chom betek ar vuhez peurbadus hag a vo roet deoc'h gant Mab an den. Rak Doue an Tad en deus e verket gant e siell.
- 28 Neuze e lavarjont dezhañ: Petra hon eus d’ober evit labourat da oberoù Doue?
- 29 Jezuz a respontas dezho: Houmañ eo oberenn Doue, ma kredot en hini en deus kaset.
- 30 Neuze e lavarjont dezhañ: Peseurt mirakl a rez eta evit m'en gwelimp ha ma kredimp ennout? Peseurt oberenn a rez?
- 31 Hon tadoù o deus debret ar mann el lec'h distro, hervez ma'z eo skrivet: Roet en deus dezho da zebriñ bara an neñv.
- 32 Neuze Jezuz a lavaras dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, Moizez n'en deus ket roet deoc'h bara an neñv, met va Zad a ro deoc'h gwir bara an neñv.
- 33 Rak bara Doue eo an hini en deus diskennet eus an neñv hag a ro ar vuhez d'ar bed.
- 34 Neuze e lavarjont dezhañ: Aotrou, ro deomp atav eus ar bara-se.
- 35 Jezuz a lavaras dezho: Me eo ar bara a vuhez. An hini a zeuio da'm c'havout n'en devo biken naon, hag an hini a gred ennon n'en devo biken sec'hed.
- 36 Met henn lavaret em eus deoc'h, gwelet hoc'h eus ac'hanon ha ne gredit ket.
- 37 Kement a roio an Tad din a zeuio da'm c'havout, ha ne lakain ket er-maez an hini a zeuio da'm c'havout,
- 38 rak diskennet on eus an neñv nann evit ober va bolontez, met bolontez an hini en deus va c'haset.
- 39 Ha setu amañ bolontez an Tad en deus va c'haset, na gollin hini eus ar re en deus roet din, met ma'c'h adsavin anezho a varv d'an deiz diwezhañ.
- 40 Setu amañ bolontez an hini en deus va c'haset, ma teuio piv bennak a wel ar Mab hag a gred ennañ da gaout ar vuhez peurbadus, hag en adsavin a varv d'an deiz diwezhañ.
- 41 Neuze ar Yuzevien a c'hrozmolas diwar e benn dre m'en doa lavaret: Me eo ar bara diskennet eus an neñv.
- 42 Hag e lavarent: N'eo ket hemañ Jezuz mab Jozef, a anavezomp e dad hag e vamm? Penaos eta e lavar: Me a zo diskennet eus an neñv?
- 43 Neuze Jezuz a respontas dezho: Na c'hrozmolit ket etrezoc'h.
- 44 Den ne c'hell dont da'm c'havout ma ne vefe sachet gant an Tad en deus va c'haset, ha en adsavin a varv d'an deiz diwezhañ.
- 45 Skrivet eo er brofeded: Kelennet e vint holl gant Doue. Evel-se piv bennak en deus selaouet an Tad hag en deus desket digantañ a zeu da'm c'havout.
- 46 N'eo ket en defe un den gwelet an Tad, nemet an hini a zeu eus Doue en deus gwelet an Tad.
- 47 E gwirionez, e gwirionez, ma a lavar deoc'h, an hini a gred ennon en deus ar vuhez peurbadus.
- 48 Me eo ar bara a vuhez.
- 49 Ho tadoù o deus debret ar mann el lec'h distro hag ez int marvet.
- 50 Setu amañ ar bara diskennet eus an neñv, evit na varvo ket an hini a zebro dioutañ.
- 51 Me eo ar bara bev a zo diskennet eus an neñv. Mar debr unan bennak eus ar bara-mañ, e vevo da viken. Hag ar bara a roin eo va c'hig, a roin evit buhez ar bed.
- 52 Neuze ar Yuzevien a dabutas etrezo, o lavarout: Penaos e c'hell an den-mañ reiñ deomp e gig da zebriñ?
- 53 Neuze Jezuz a lavaras dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, ma ne zebrit ket kig Mab an den ha ma n'evit ket e wad, n'hoc'h eus ket ar vuhez ennoc'h hoc'h-unan.
- 54 An hini a zebr va c'hig hag a ev va gwad en deus ar vuhez peurbadus, hag ec'h adsavin anezhañ a varv d'an deiz diwezhañ.
- 55 Rak va c'hig a zo e gwirionez ur boued, ha va gwad a zo e gwirionez un evaj.
- 56 An hini a zebr va c'horf hag a ev va gwad a chom ennon, ha me ennañ.
- 57 Evel m'en deus an Tad hag a zo bev kaset ac'hanon ha ma vevan dre an Tad, evel-se an hini a zebr ac'hanon a vevo drezon.
- 58 Setu amañ ar bara a zo diskennet eus an neñv. N'eo ket evel ho tadoù, debret o deus ar mann hag ez int marvet. An hini a zebro ar bara-mañ a vevo da viken.
- 59 Lavarout a reas an traoù-mañ o kelenn e sinagogenn Gafarnaoum.
- 60 Kalz eus e ziskibien, o vezañ e glevet, a lavaras: Ar ger-se a zo kalet, piv a c'hell e selaou?
- 61 Met Jezuz, oc'h anavezout ennañ e-unan e c'hrozmole e ziskibien diwar-benn kement-se, a lavaras dezho: Un abeg da gouezhañ a gavit e kement-se?
- 62 Petra eta e vefe mar gwelfec'h Mab an den o pignat el lec'h ma oa kent?
- 63 Ar Spered eo a ro buhez, ar c'hig ne servij da netra. Ar gerioù a lavaran deoc'h a zo spered ha buhez.
- 64 Met ez eus en ho touez lod ha ne gredont ket. Rak Jezuz a ouie adalek ar penn-kentañ pere a oa ar re ne gredent ket ha piv e oa an hini en droukroje.
- 65 Hag e lavaras: Setu perak em eus lavaret deoc'h penaos den ne c'hell dont da'm c'havout, ma n'eo ket roet kement-se dezhañ gant va Zad.
- 66 Adalek neuze kalz eus e ziskibien en em dennas ha n'ejont ken gantañ.
- 67 Jezuz a lavaras neuze d'an daouzek: Ha c'hwi, ha ne fell ket deoc'h mont kuit ivez?
- 68 Simon-Pêr a respontas dezhañ: Aotrou, da biv ez afemp? Te ac'h eus gerioù ar vuhez peurbadus,
- 69 ha ni hon eus kredet hag hon eus anavezet ez out ar C'hrist, Mab an Doue bev.
- 70 Jezuz a respontas dezho: Ha ne'm eus ket ho tibabet, ho taouzek? Hag unan ac'hanoc'h a zo un diaoul.
- 71 Komz a rae diwar-benn Judaz Iskariod mab Simon, rak hemañ eo a dlee e zroukreiñ, evitañ da vezañ unan eus an daouzek.
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.