-
Yann 21
- 1 Goude-se, Jezuz en em ziskouezas adarre d'an diskibien tost ouzh Mor Tiberiaz. En em ziskouez a reas en doare-mañ.
- 2 Simon-Pêr, Tomaz anvet Didim, Natanael eus Kana e Galilea, mibien Zebedea ha daou all eus e ziskibien a oa asambles.
- 3 Simon-Pêr a lavaras dezho: Mont a ran da besketa. Int a lavaras dezhañ: Dont a reomp ivez ganit. Mont a rejont hag e pignjont raktal er vag, met ne dapjont netra en noz-se.
- 4 Ar mintin o vezañ deuet, Jezuz en em gavas war an aod. Koulskoude an diskibien ne ouient ket e oa Jezuz.
- 5 Jezuz a lavaras dezho: Bugale, ha n'hoc'h eus netra da zebriñ? Int a respontas dezhañ: Nann.
- 6 Eñ a lavaras dezho: Taolit ar roued en tu dehou d'ar vag hag e kavot. Teurel a rejont eta anezhi ha ne c'helljont ken he zennañ er-maez abalamour d'an niver bras a besked.
- 7 Neuze an diskibl a oa karet gant Jezuz a lavaras da Bêr: An Aotrou eo! Pa glevas Simon-Pêr e oa an Aotrou, e lakaas e sae, rak en noazh e oa, hag en em daolas er mor.
- 8 An diskibien all a zeuas er vag, o ruzañ ar roued leun a besked, rak ne oant ket pell diouzh an douar, nemet war-dro daou-c'hant ilinad (~ 100 m).
- 9 Pa voent diskennet d'an douar, e weljont glaou-bev a oa eno, pesked warno ha bara.
- 10 Jezuz a lavaras dezho: Degasit eus ar pesked-se hoc'h eus tapet bremañ.
- 11 Simon-Pêr a adpignas hag a dennas ar roued d'an douar leun a gant tri hag hanter-kant pesk bras. Ha petra bennak ma oa kement, ne dorre ket ar roued.
- 12 Jezuz a lavaras dezho: Deuit da leinañ. Hag hini ebet eus an diskibien ne grede goulenn outañ: Piv out? Gouzout a raent e oa an Aotrou.
- 13 Jezuz eta a zeuas, a gemeras bara hag a roas anezhañ dezho, kenkoulz hag eus ar pesked.
- 14 An deirvet gwech e oa dija m'en em ziskoueze Jezuz d'e ziskibien goude bezañ adsavet a-douez ar re varv.
- 15 Goude m'o doa leinet, Jezuz a lavaras da Simon-Pêr: Simon mab Jona, ha karout a rez ac'hanon muioc'h eget ar re-mañ? Eñ a lavaras dezhañ: Ya Aotrou, gouzout a rez em eus karantegezh evidout. Eñ a lavaras dezhañ: Mesa va oaned.
- 16 Lavarout a reas dezhañ un eil gwech: Simon mab Jona, va c'harout a rez? Eñ a lavaras dezhañ: Ya Aotrou, gouzout a rez em eus karantegezh evidout. Eñ a lavaras dezhañ: Bez mesaer va deñved.
- 17 Lavarout a reas dezhañ an deirvet gwech: Simon mab Jona, hag ec'h eus karantegezh evidon? Pêr a voe glac'haret eus m'en doa lavaret an deirvet gwech: Hag ec'h eus karantegezh evidon? Eñ a lavaras dezhañ: Aotrou, anavezout a rez an holl draoù, gouzout a rez em eus karantegezh evidout. Jezuz a lavaras dezhañ: Mesa va deñved.
- 18 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, pa oas yaouank, en em c'hourizes da-unan hag ez aes e-lec'h ma felle dit, met pa vi kozh, ec'h astenni da zaouarn, hag unan all a c'hourizo ac'hanout hag a gaso ac'hanout e-lec'h na fello ket dit mont.
- 19 Lavarout a reas kement-se evit merkañ dre beseurt marv e roje gloar da Zoue. Ha goude bezañ komzet evel-se, e lavaras dezhañ: Heuilh ac'hanon.
- 20 Pêr, o vezañ distroet, a welas o tont war o lerc'h an diskibl a oa karet gant Jezuz, an hini en doa en em bleget war vruched Jezuz e-pad ar goan hag en doa lavaret: Aotrou, piv eo an hini a zroukro ac'hanout?
- 21 O vezañ e welet, Pêr a lavaras da Jezuz: Aotrou, hag hemañ, petra a erruo gantañ?
- 22 Jezuz a lavaras: Mar fell din e chomfe ken a zeuin, petra a ra-se dit? Te, heuilh ac'hanon.
- 23 Ar vrud eta en em skuilhas e-touez ar vreudeur penaos an diskibl-se ne varvje ket. Koulskoude Jezuz n'en doa ket lavaret dezhañ: Ne varvo ket, met: Mar fell din e chomfe ken a zeuin, petra a ra-se dit?
- 24 An diskibl-se eo a ro testeni eus an traoù-mañ hag en deus o skrivet. Ha ni a oar ez eo gwirion e desteni.
- 25 Kalz a draoù all c'hoazh a zo bet graet gant Jezuz ha, ma vefent skrivet dre ar munud, ne gredan ket e c'hellfe ar bed e-unan kenderc'hel al levrioù a vefe skrivet. Amen.
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.