-
Yann 10
- 1 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, an hini na ya ket e kraou an deñved dre an nor, met a bign dre ul lec'h all, a zo ul laer hag ur brigant.
- 2 Met an hini a ya dre an nor a zo mesaer an deñved.
- 3 Ar porzhier a zigor dezhañ an nor hag an deñved a glev e vouezh. Gervel a ra e zeñved e-unan dre o anv hag e kas anezho er-maez.
- 4 Pa en deus degaset er-maez e zeñved e-unan, e kerzh a-raok dezho, hag an deñved a heuilh anezhañ abalamour ma'c'h anavezont e vouezh.
- 5 Met ne heuilhint ket un diavaeziad, tec'hout a raint kentoc'h, dre ma n'anavezont ket mouezh an diavaezidi.
- 6 Jezuz a lavaras dezho ar barabolenn-se, met ne gomprenjont ket ar pezh a lavare dezho.
- 7 Neuze Jezuz a lavaras dezho c'hoazh: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, me eo dor an deñved.
- 8 Ar re holl a zo deuet a-raok din a zo laeron ha briganted, met an deñved n'o deus ket o selaouet.
- 9 Me eo an nor. Mar deu e-barzh unan bennak drezon, e vo salvet. Dont ha mont a raio hag e kavo peurvan.
- 10 Al laer ne zeu nemet evit laerezh, lazhañ ha distrujañ. Me a zo deuet evit m'o devo ar vuhez, ha m'o devo anezhi gant fonnuster.
- 11 Me eo ar mesaer mat. Ar mesaer mat a ro e vuhez evit e zeñved.
- 12 Met an devezhour n'eo ket ar mesaer hag an deñved n'int ket dezhañ. Pa wel ar bleiz o tont, e tilez an deñved hag e tec'h. Ar bleiz a grog en deñved hag a stlabez anezho.
- 13 An devezhour a dec'h, abalamour ma'z eo devezhour ha na gemer ket preder eus an deñved.
- 14 Me eo ar mesaer mat, me a anavez va hini hag anavezet on gant va hini.
- 15 Evel ma'c'h anavez an Tad ac'hanon, ec'h anavezan ivez an Tad. Ha reiñ a ran va buhez evit an deñved.
- 16 Deñved all am eus ha n'int ket eus ar c'hraou-mañ. Ret eo din degas anezho ivez hag e klevint va mouezh. Hag e vo un tropell hepken hag ur mesaer hepken.
- 17 Dre gement-mañ eo e kar va Zad ac'hanon, o vezañ ma lezan va buhez evit hec'h adkemer.
- 18 Den ne lam anezhi diganin, me a lez anezhi ac'hanon va-unan. Ar galloud am eus d'he lezel hag ar galloud d'hec'h adkemer, an urzh-se am eus bet digant va Zad.
- 19 Neuze e voe dizunvaniezh adarre etre ar Yuzevien, abalamour d'ar gerioù-se.
- 20 Kalz anezho a lavaras: Un diaoul en deus, diskiantet eo. Perak e selaouit anezhañ?
- 21 Re all a lavaras: Ar gerioù-se n'int ket eus un den dalc'het gant un diaoul. Hag un diaoul a c'hell digeriñ daoulagad ar re dall?
- 22 Bez' e oa e Jeruzalem gouel an Dedi. Ar goañv a oa.
- 23 Evel ma kerzhe Jezuz en templ dindan porched Salomon,
- 24 ar Yuzevien en em zastumas en-dro dezhañ hag a lavaras dezhañ: Betek pegeit e talc'hi hon ene en douetañs? Mar d-out ar C'hrist, lavar deomp splann.
- 25 Jezuz a respontas dezho: Henn lavaret em eus deoc'h ha ne gredit ket. An oberoù a ran en anv va Zad a ro testeni ac'hanon.
- 26 Met ne gredit ket abalamour n'oc'h ket eus va deñved, evel ma em eus lavaret deoc'h.
- 27 Va deñved a glev va mouezh, anavezout a ran anezho hag e teuont war va lerc'h.
- 28 Me a ro dezho ar vuhez peurbadus. Biken ne vint kollet ha den n'o lamo eus va dorn.
- 29 Va Zad en deus o roet din, ha brasoc'h eo eget an holl. Den ne c'hell o lemel eus dorn va Zad.
- 30 Me hag an Tad a zo unan.
- 31 Neuze ar Yuzevien a gemeras a-nevez mein evit e veinata.
- 32 Jezuz a lavaras dezho: Diskouezet em eus kalz a oberoù mat a-berzh va Zad, evit pehini anezho e veinatait ac'hanon?
- 33 Ar Yuzevien a respontas dezhañ: N'eo ket evit un ober mat e veinataomp ac'hanout, met evit ur gwallgomz: rak n'out nemet un den, hag en em rez Doue.
- 34 Jezuz a respontas dezho: Ha n'eo ket skrivet en ho lezenn: Lavaret em eus: C'hwi a zo doueed?
- 35 Mar he deus galvet doueed ar re ma oa bet kaset dezho ger Doue, hag ar Skritur ne c'hell ket bezañ torret,
- 36 perak e lavarit e wallgomzan, me an hini en deus an Tad santelaet ha kaset er bed, abalamour ma em eus lavaret: Me eo Mab Doue?
- 37 Ma ne ran ket oberoù va Zad, na gredit ket ac'hanon.
- 38 Met mar o gran, ha pa ne gredfec'h ket ac'hanon, kredit da'm oberoù, evit ma'c'h anavezot ha ma kredot ez eo an Tad ennon hag ez on ennañ.
- 39 Neuze e klaskjont c'hoazh kregiñ ennañ, met en em dennas eus o daouarn.
- 40 Mont a reas a-nevez en tu all d'ar Jordan, e-lec'h ma oa Yann o vadeziñ da gentañ, hag e chomas eno.
- 41 Kalz a dud a zeuas d'e gavout hag a lavaras: Yann, evit gwir, n'en deus graet mirakl ebet, met kement en deus Yann lavaret diwar-benn hemañ a zo gwir.
- 42 Ha kalz a gredas ennañ el lec'h-se.
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.