-
Yann 12
- 1 C'hwec'h devezh a-raok ar Pask, Jezuz a zeuas da Vetania, e-lec'h ma oa Lazar, an hini a oa bet marv hag en doa adsavet a-douez ar re varv.
- 2 Aozet e voe dezhañ eno ur goan. Marta a servije ha Lazar a oa unan eus ar re a oa ouzh taol gantañ.
- 3 Neuze Mari, o vezañ kemeret ul lur (~ 330 g) c'hwezh-vat a nard pur eus ur priz bras, a olevas ganti treid Jezuz hag a dorchas e dreid gant he blev. An ti a voe leuniet gant c'hwezh an traet-se.
- 4 Neuze Judaz Iskariod mab Simon, unan eus e ziskibien, an hini a dlee e zroukreiñ, a lavaras:
- 5 Perak n'eo ket bet gwerzhet ar c'hwezh-vat-se tri c'hant diner (1 diner = pezh arc'hant roman war-dro 4 g) evit o reiñ d'ar beorien?
- 6 Lavarout a rae kement-se, n'eo ket m'en doa preder ouzh ar beorien, met abalamour ma oa laer hag, o terc'hel ar yalc'h, e kemere ar pezh a lakaed enni.
- 7 Neuze Jezuz a lavaras: Lez anezhi, miret he deus ar c'hwezh-vat-se evit deiz va beziadur.
- 8 Rak ho po bepred ar beorien ganeoc'h, met n'ho po ket atav ac'hanon.
- 9 Ur vandenn vras a Yuzevien o vezañ gouezet e oa eno, a zeuas, nann hepken abalamour da Jezuz, met ivez evit gwelout Lazar en doa adsavet a-douez ar re varv.
- 10 Ar veleien vras en em guzulias da lakaat ivez Lazar d'ar marv,
- 11 rak kalz eus ar Yuzevien a bellaas diouto en abeg dezhañ hag a gredas e Jezuz.
- 12 An deiz war-lerc'h, ul lod bras a dud deuet evit ar gouel, o klevout e teue Jezuz da Jeruzalem,
- 13 a gemeras brankoù palmez hag a yeas a-raok dezhañ, o krial: Hozanna! Benniget ra vo roue Israel a zeu en anv an Aotrou!
- 14 Jezuz, o vezañ kavet un azenig, a bignas warnañ, hervez ma'z eo skrivet:
- 15 Na'z pez ket aon, merc'h Sion, setu, da roue a zeu, pignet war ebeul un azenez.
- 16 E ziskibien ne gomprenjont ket da gentañ kement-se, met pa voe roet gloar da Jezuz, neuze e teuas da soñj dezho penaos e oa bet skrivet an traoù-se diwar e benn hag e oant en em gavet gantañ.
- 17 Ar vandenn a oa gantañ p'en doa galvet Lazar eus ar bez ha p'en doa e adsavet a-douez ar re varv, a roe testeni dezhañ.
- 18 Abalamour ivez m'en doa anavezet ar bobl penaos en doa graet ar mirakl-se e oant aet a-raok dezhañ.
- 19 Ar farizianed a lavaras eta etrezo: Gwelout a rit na c'hounezit netra, setu, an dud o deus aet war e lerc'h.
- 20 Bez' e oa un toullad Gresianed e-touez ar re a oa pignet evit azeuliñ e-pad ar gouel.
- 21 Dont a rejont da gavout Filip eus Betsaida e Galilea hag e c'houlennjont dioutañ: Aotrou, ni a garfe gwelout Jezuz.
- 22 Filip a zeuas hag en lavaras da Andrev, hag Andrev ha Filip en lavaras da Jezuz.
- 23 Jezuz a respontas dezho: An eur a zo deuet ma tle Mab an den resev gloar.
- 24 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, ma ne varv ket ar c'hreunenn winizh a gouezh d'an douar, e chom hec'h-unan. Met mar marv, e toug kalz a frouezh.
- 25 An hini a gar e vuhez he c'hollo, hag an hini a gasa e vuhez er bed-mañ he miro evit ar vuhez peurbadus.
- 26 Mar servij unan bennak ac'hanon, ra zeuio war va lerc'h, hag e-lec'h ma'z on, eno e vo ivez va servijer. Mar servij unan bennak ac'hanon, an Tad a enoro anezhañ.
- 27 Bremañ va ene a zo trubuilhet. Ha petra a lavarin? Tad, savete ac'hanon eus an eur-mañ? Met evit kement-se eo ez on deuet en eur-mañ.
- 28 Tad, ro gloar da'z anv! Neuze e teuas ur vouezh eus an neñv: Ha roet em eus gloar dezhañ, hag e roin gloar dezhañ c'hoazh.
- 29 Ar bobl a oa eno hag o doa klevet a lavaras e oa ar c'hurun. Re all a lavaras: Un ael en deus komzet outañ.
- 30 Jezuz a gemeras ar gomz hag a lavaras: N'eo ket evidon eo deuet ar vouezh-se, met evidoc'h.
- 31 Bremañ en em ra barnedigezh ar bed-mañ, bremañ priñs ar bed-mañ a vo taolet er-maez.
- 32 Ha me, pa vin bet savet eus an douar, e tennin an holl da'm c'havout.
- 33 Hogen e lavaras kement-se evit merkañ dre beseurt marv e tlee mervel.
- 34 Ar bobl a respontas dezhañ: Desket hon eus dre al lezenn e tle ar C'hrist chom da viken. Penaos eta e lavarez ez eo ret da Vab an den bezañ savet? Piv eo ar Mab an den-se?
- 35 Neuze Jezuz a lavaras dezho: Ar sklêrijenn a zo c'hoazh ganeoc'h evit un nebeud amzer. Kerzhit e-pad m'hoc'h eus ar sklêrijenn, gant aon na zeufe an deñvalijenn d'ho soupren. An hini a gerzh en deñvalijenn ne oar ket pelec'h ez a.
- 36 E-pad m'hoc'h eus ar sklêrijenn, kredit er sklêrijenn, evit ma viot bugale ar sklêrijenn. Jezuz a lavaras an traoù-se, ha goude ez eas kuit hag en em guzhas diouto.
- 37 Met evitañ da vezañ graet kement a virakloù dirazo, ne gredjont ket ennañ,
- 38 evit ma vije peurc'hraet ar ger en doa ar profed Izaia lavaret: Aotrou, piv en deus kredet d'hor prezegenn? Ha da biv eo bet diskuliet brec'h an Aotrou?
- 39 Evel-se ne c'hellent ket krediñ, rak Izaia en deus lavaret c'hoazh:
- 40 Dallet en deus o daoulagad ha kaletaet o c'halon, gant aon na zeufe o daoulagad da welout, o c'halon da gompren, na zistrofent, ha na yac'hafen anezho.
- 41 Izaia a lavaras an traoù-mañ, pa welas e c'hloar ha pa gomzas diwar e benn.
- 42 Koulskoude, kalz e-touez ar re vras zoken a gredas ennañ, met n'anzavjont ket kement-se abalamour d'ar farizianed, gant aon da vezañ kaset kuit eus ar sinagogenn,
- 43 rak karout a raent muioc'h ar gloar a zeu eus an dud eget gloar Doue.
- 44 Jezuz a grias hag a lavaras: An hini a gred ennon, ne gred ket ennon met en hini en deus va c'haset,
- 45 hag an hini a wel ac'hanon a wel an hini an deus va c'haset.
- 46 Me a zo deuet er bed evel ur sklêrijenn, evit na chomo ket en deñvalijenn an neb a gred ennon.
- 47 Mar klev unan bennak va gerioù ha ne gred ket, ne varnan ket anezhañ, rak n'on ket deuet evit barn ar bed, met evit saveteiñ ar bed.
- 48 An hini na'm degemer ket ha na zegemer ket va gerioù en deus e varner, ar ger am eus prezeget eo, a varno anezhañ d'an deiz diwezhañ.
- 49 Rak n'eo ket ac'hanon va-unan em eus komzet, met an Tad en deus va c'haset, en deus gourc'hemennet din ar pezh a dleen lavarout ha prezeg.
- 50 Hag anavezout a ran penaos e c'hourc'hemenn a zo ar vuhez peurbadus. An traoù a lavaran eta, a lavaran evel m'en deus an Tad o lavaret din.
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.