-
Yann 5
- 1 Goude-se, e voe ur gouel eus ar Yuzevien ha Jezuz a bignas da Jeruzalem.
- 2 Bez' ez eus e Jeruzalem, tost ouzh dor an Deñved, ur stank galvet en hebraeg Betesda hag en deus pemp porched.
- 3 Eno e oa gourvezet un niver bras a dud klañv, dall, kamm ha seizet, a c'hortoze keflusk an dour,
- 4 rak un ael a ziskenne er stank a amzer-da-amzer hag a gemmeske an dour. Hag an hini kentañ a yae e-barzh goude ma vije bet kemmesket an dour a veze yac'haet, n'eus forzh peseurt kleñved a vije gantañ.
- 5 Bez' e oa eno un den hag a oa klañv abaoe eizh vloaz ha tregont.
- 6 Jezuz, o welout anezhañ gourvezet hag oc'h anavezout e oa dija klañv abaoe pell amzer, a lavaras dezhañ: Ha fellout a ra dit bezañ yac'haet?
- 7 Ar c'hlañvour a respontas dezhañ: Aotrou, ne'm eus den evit va zeurel er stank pa vez kemmesket an dour hag, e-pad m'emaon o vont, unan all a ziskenn a-raok din.
- 8 Jezuz a lavaras dezhañ: Sav, doug da wele ha kerzh.
- 9 Kerkent an den a voe yac'haet, a gemeras e wele hag a gerzhas. Hag an deiz-se a oa un deiz sabad.
- 10 Neuze ar Yuzevien a lavaras d'an hini a oa bet yac'haet: Ar sabad eo, n'eo ket aotreet dit dougen da wele.
- 11 Eñ a respontas dezho: An hini en deus va yac'haet en deus lavaret din: Doug da wele ha kerzh.
- 12 Neuze e c'houlennjont digantañ: Piv eo an den en deus lavaret dit: Doug da wele ha kerzh?
- 13 Met an hini a oa bet yac'haet ne ouie ket piv e oa. Rak Jezuz a oa en em dennet abalamour ma oa kalz a dud eno.
- 14 Goude-se, Jezuz a gavas anezhañ en templ hag a lavaras dezhañ: Setu, yac'haet out bet, na bec'h ken gant aon en em gavfe ganit un dra bennak gwashoc'h.
- 15 An den-se a yeas hag a lavaras d'ar Yuzevien e oa Jezuz en doa e yac'haet.
- 16 Dre-se ar Yuzevien a heskinas Jezuz hag a glaskas e lakaat d'ar marv, dre m'en doa graet kement-se d'an deiz sabad.
- 17 Met Jezuz a respontas dezho: Va Zad a labour betek vremañ ha me a labour ivez.
- 18 Dre-se ar Yuzevien a glaskas c'hoazh muioc'h e lakaat d'ar marv, nann hepken dre ma torre ar sabad, met c'hoazh abalamour ma c'halve Doue e Dad e-unan, oc'h en em ober e-unan kevatal da Zoue.
- 19 Neuze Jezuz a respontas dezho: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, ar Mab ne c'hell ober netra anezhañ e-unan, nemet en defe gwelet an Tad ouzh henn ober, rak kement a ra an Tad, ar Mab a ra ivez eveltañ.
- 20 Rak an Tad a gar ar Mab hag a ziskouez dezhañ kement a ra, ha diskouez a raio dezhañ oberoù brasoc'h eget ar re-mañ, evit ma viot sabatuet.
- 21 Rak, evel ma adsav a varv an Tad hag e ro ar vuhez, evel-se ivez ar Mab a ro ar vuhez d'ar re a fell dezhañ.
- 22 An Tad ne varn den, met roet en deus pep barn d'ar Mab,
- 23 evit ma'c'h enoro an holl ar Mab, evel ma'c'h enoront an Tad. An hini na enor ket ar Mab n'enor ket an Tad en deus e gaset.
- 24 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, an hini a selaou va ger hag a gred en hini en deus va c'haset, en deus ar vuhez peurbadus ha ne zeu ket e barnedigezh, met tremenet eo eus ar marv d'ar vuhez.
- 25 E gwirionez, e gwirionez, me a lavar deoc'h, an eur a zeu, ha deuet eo dija, ma klevo ar re varv mouezh Mab Doue, hag ar re he c'hlevo a vevo.
- 26 Rak, evel m'en deus an Tad ar vuhez ennañ e-unan, roet en deus ivez d'ar Mab da gaout ar vuhez ennañ e-unan,
- 27 hag roet en deus dezhañ ar galloud da varn, abalamour ma'z eo Mab an den.
- 28 Na vezit ket souezhet a gement-se, rak dont a ra an eur ma klevo e vouezh ar re holl a zo er bezioù ha ma'z aint er-maez,
- 29 ar re o devo graet ar mad en adsavidigezh a vuhez, hag ar re o devo graet an droug en adsavidigezh a varn.
- 30 Ne c'hellan ober netra ac'hanon va-unan, barn a ran diouzh ma klevan, ha va barn a zo reizh, rak ne glaskan ket va bolontez met bolontez an Tad en deus va c'haset.
- 31 Mar roan testeni ac'hanon va-unan, va zesteni n'eo ket gwir.
- 32 Bez' ez eus unan all hag a ro testeni ac'hanon, ha gouzout a ran ez eo gwir an testeni a ro ac'hanon.
- 33 Kaset hoc'h eus tud da gavout Yann, hag en deus roet testeni d'ar wirionez.
- 34 Met an testeni a resevan n'eo ket hini eus un den, koulskoude e lavaran kement-mañ evit ma viot salvet.
- 35 Yann a oa al lamp a zev hag a sklaera, ha fellet eo bet deoc'h en em laouenaat ouzh e sklêrijenn e-pad un eur.
- 36 Met me am eus un testeni brasoc'h eget hini Yann, rak an oberoù en deus va Zad roet din da beurober, an oberoù-mañ o-unan a ran, a ro ac'hanon an testeni-mañ, penaos en deus an Tad va c'haset.
- 37 Hag an Tad en deus va c'haset en deus e-unan roet testeni ac'hanon. C'hwi n'hoc'h eus biskoazh klevet e vouezh, na gwelet e zremm,
- 38 hag e c'her ne chom ket ennoc'h, pa'z eo gwir ne gredit ket en hini en deus kaset.
- 39 Furchal a rit ar Skriturioù, rak enno e kredit kaout ar vuhez peurbadus, hag int eo ar re a ro testeni ac'hanon.
- 40 C'hwi ne fell ket deoc'h dont da'm c'havout evit kaout ar vuhez.
- 41 Ne resevan ket gloar eus an dud.
- 42 Met hoc'h anavezan, n'emañ ket karantez Doue ennoc'h hoc'h-unan.
- 43 Deuet on en anv va Zad ha ne zegemerit ket ac'hanon. Mar deu unan all en e anv e-unan, e tegemerot anezhañ.
- 44 Penaos e c'hellit krediñ, c'hwi hag a resev ho kloar an eil digant egile ha na glask ket ar gloar a zeu eus Doue hepken?
- 45 Na soñjit ket ez eo me ho tamallo dirak an Tad. Moizez, an hini a esperit ennañ, eo an hini ho tamallo.
- 46 Rak mar kredjec'h Moizez, e kredjec'h ivez ac'hanon, rak skrivet en deus diwar va fenn.
- 47 Met ma ne gredit ket e skridoù, penaos e kredot va gerioù?
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.