-
Lukas 17
- 1 Eñ a lavaras d'e ziskibien: Dibosupl eo na c'hoarvezfe ket abegoù de gouezhañ, met gwalleur d'an hini ma teuont drezañ!
- 2 Gwelloc'h e vefe dezhañ e vefe staget ur maen-milin ouzh e c'houzoug hag e vefe taolet er mor, eget ma lakafe da gouezhañ unan eus ar re vihan-mañ.
- 3 Lakait evezh ouzhoc'h. Mar en deus da vreur pec'het en da enep, tamall anezhañ ha, mar en deus keuz, pardon dezhañ.
- 4 Mar pec'h seizh gwech an deiz en da enep ha mar distro seizh gwech an deiz da'z kavout, o lavarout: Keuz am eus, pardon dezhañ.
- 5 An ebestel a lavaras d'an Aotrou: Kresk deomp hor feiz.
- 6 An Aotrou a lavaras: Mar ho pije feiz kement hag ur c'hreunenn sezo, e lavarfec'h d'ar wezenn-sikomor-se: En em ziwrizienn alese hag en em blant er mor, hag e sentfe ouzhoc'h.
- 7 Piv ac'hanoc'h, mar en deus ur servijer oc'h arat pe o vesa, a lavaro dezhañ kerkent ha ma tistroio eus ar parkeier: Tost amañ hag en em laka ouzh taol?
- 8 Ha ne lavaro ket kentoc'h dezhañ: Aoz koan din, en em c'houriz ha servij ac'hanon, betek ma em bo debret hag evet, goude-se e tebri hag ec'h evi?
- 9 Ha trugarez en devo d'ar servijer-se evit bezañ graet ar pezh a oa bet gourc'hemennet dezhañ? Ne gredan ket.
- 10 C'hwi ivez, pa ho po graet kement a zo gourc'hemennet deoc'h, lavarit: Servijerien didalvoud ez omp, abalamour hon eus graet ar pezh a oa ret deomp ober.
- 11 Evel ma'z ae da Jeruzalem, e tremene war harzoù Samaria ha Galilea.
- 12 Evel ma'c'h antree en ur vourc'h, e voe diarbennet gant dek den lovr en em zalc'he pell dioutañ.
- 13 O sevel o mouezh, e krijont: Jezuz, Mestr, az pez truez ouzhimp!
- 14 O vezañ o gwelet, e lavaras dezho: It hag en em ziskouezit d'ar veleien. Hag e c'hoarvezas pa oant o vont kuit, ma voent naetaet.
- 15 Unan anezho, o welout e oa yac'haet, a zistroas o reiñ gloar da Zoue a vouezh uhel.
- 16 En em daolas ouzh e dreid, e c'henoù d'an douar, o trugarekaat. Hag hemañ a oa ur Samaritan.
- 17 Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras: An dek ha n'int ket bet yac'haet? Pelec'h emañ an nav all?
- 18 N'eus en em gavet nemet an diavaeziad-mañ hag a zo distroet da reiñ gloar da Zoue?
- 19 Hag e lavaras dezhañ: Sav, kae, da feiz en deus da yac'haet.
- 20 Ar farizianed a c'houlennas digantañ pegoulz e teuje rouantelezh Doue. Respont a reas dezho: Rouantelezh Doue ne zeuio ket en un doare sebezus.
- 21 Ne vo ket lavaret: Emañ amañ, pe: Emañ aze. Rak setu, emañ rouantelezh Doue en ho touez.
- 22 Lavarout a reas d'an diskibien: Dont a raio deizioù ma ho po c'hoant da welout unan eus deizioù Mab an den, ha n'en gwelot ket.
- 23 Lavaret e vo deoc'h: Emañ amañ, pe: Emañ aze. N'it ket ha na heuilhit ket anezho.
- 24 Rak, evel ma teu ul luc'hedenn da lugerniñ adalek ur penn pellañ eus an oabl betek ar penn all, evel-se e vo Mab an den en e zeiz.
- 25 Met ret eo dezhañ kent-se gouzañv kalz a draoù ha bezañ taolet kuit gant ar rummad-mañ.
- 26 Ar pezh a c'hoarvezas en amzer Noe, evel-se a c'hoarvezo ivez e deizioù Mab an den.
- 27 An dud a zebre, a eve, a zimeze hag a veze roet da zimeziñ, betek an deiz ma'z eas Noe en arc'h, hag al liñvadenn-veur a zeuas hag o distrujas holl.
- 28 Kement-se a erruas c'hoazh en amzer Lot, an dud a zebre, a eve, a brene, a werzhe, a blante, a save tiez,
- 29 met en deiz ma'z eas Lot kuit eus Sodom, e kouezhas ur glav tan ha soufr eus an neñv hag o distrujas holl.
- 30 Evel-se e vo ivez en deiz ma en em ziskouezo Mab an den.
- 31 En deiz-se, an hini a vo war an doenn hag en devo e draoù e-barzh an ti, ra ne ziskenno ket evit o c'has gantañ, hag en hevelep doare an hini a vo er parkeier, ra ne zistroio ket a-dreñv.
- 32 Ho pet soñj eus gwreg Lot.
- 33 Piv bennak a glasko saveteiñ e vuhez he c'hollo, ha piv bennak he c'hollo he miro.
- 34 Me a lavar deoc'h, penaos en noz-se, eus daou a vo en un hevelep gwele, unan a vo kemeret hag egile lezet,
- 35 eus daou a valo a-gevret, unan a vo kemeret hag eben lezet,
- 36 eus daou a vo en ur park, unan a vo kemeret hag egile lezet.
- 37 Respont a rejont dezhañ: Pelec'h e vo, Aotrou? Hag e lavaras dezho: E-lec'h ma vo ar c'horf, eno en em zastumo an erered.
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.