-
Lukas 5
- 1 Evel ma oa e-kichen lenn Genezared, ar bobl en em daolas warnañ evit klevout ger Doue.
- 2 Gwelout a reas div vag war vord al lenn, a oa diskennet ar besketaerien anezho evit gwalc'hiñ o rouedoù.
- 3 Pignat a reas en unan eus ar bagoù-se, a oa da Simon, hag e pedas anezhañ da bellaat un tamm diouzh an douar. O vezañ azezet, e kelennas ar bobl diwar ar vag.
- 4 P'en doe paouezet da gomz, e lavaras da Simon: Kae a-raokoc'h en dour don, ha taolit ho rouedoù evit pesketa.
- 5 Simon a respontas dezhañ: Mestr, labouret hon eus hed an noz hep tapout netra, hogen war da c'her e taolin ar roued.
- 6 O vezañ henn graet, e tapjont un niver ken bras a besked ma torre o roued.
- 7 Hag e rejont sin d'o c'henseurted a oa er vag all da zont d'o sikour. Dont a rejont hag e leugnjont an div vag en hevelep doare ma'z aent d'ar foñs.
- 8 Simon-Pêr, o vezañ gwelet kement-se, en em strinkas d'an daoulin ouzh treid Jezuz hag a lavaras: Aotrou, pella diouzhin, rak ur pec'her on.
- 9 Rak ar spont a oa kroget ennañ hag er re holl a oa gantañ, abalamour d'ar pesketaerezh o doa graet,
- 10 kenkoulz evel e Jakez ha Yann mibien Zebedea, kenseurted da Simon. Jezuz a lavaras da Simon: Na'z pez ket aon, a-vremañ e vi pesketaer tud bev.
- 11 O vezañ degaset ar bagoù d'an douar, e kuitajont holl hag e heuilhjont anezhañ.
- 12 Evel ma oa en ur gêr, setu, e oa un den goloet a lovrentez. O vezañ gwelet Jezuz, en em strinkas war e c'henoù d'an douar hag en pedas o lavarout: Aotrou, mar fell dit, e c'hellez va glanaat.
- 13 Jezuz, oc'h astenn e zorn, en stokas hag a lavaras: Fellout a ra din, bez glanaet. Kerkent al lovrentez a guitaas anezhañ.
- 14 Hag e tifennas outañ n'en lavarje da zen. Met kae, emezañ, en em ziskouez d'ar beleg ha kinnig evit da c'hlanidigezh ar pezh en deus Moizez gourc'hemennet, evit ma servijo kement-se da desteni dezho.
- 15 Ar vrud anezhañ en em skuilhe muioc'h-muiañ ha kalz a dud en em zastume evit e glevout hag evit bezañ yac'haet gantañ eus o c'hleñvedoù.
- 16 Met eñ en em zalc'he a-du el lec'h distro evit pediñ.
- 17 Un devezh ma kelenne, e oa azezet eno farizianed ha doktored al lezenn deuet eus holl vourc'hioù eus Galilea, eus Judea hag eus Jeruzalem. Galloud an Aotrou a oberie evit yac'haat.
- 18 Ha setu, e teuas tud a zouge war ur gwele un den seizet, hag e klaskjont mont en ti hag e lakaat dirazañ.
- 19 Pa ne ouient dre belec'h e gas e-barzh abalamour d'ar bobl, e pignjont war an ti, hag en diskennjont dre an teol gant e wele, e-kreiz an holl, dirak Jezuz.
- 20 O welout o feiz, e lavaras dezhañ: Den, da bec'hedoù a zo pardonet dit.
- 21 Neuze ar skribed hag ar farizianed en em lakaas da c'hrozmolat ha da lavarout: Piv eo hemañ hag a wallgomz? Piv a c'hell pardoniñ ar pec'hedoù, nemet Doue hepken?
- 22 Met Jezuz, oc'h anavezout o soñjezonoù, a gemeras ar gomz hag a lavaras dezho: Petra a c'hrozmolit en ho kalonoù?
- 23 Petra eo an aesoc'h, lavarout: Da bec'hedoù a zo pardonet dit, pe lavarout: Sav ha kerzh?
- 24 Met evit ma ouiot penaos Mab an den en deus war an douar ar galloud da bardoniñ ar pec'hedoù, e lavaras d'an den seizet: Me a lavar dit, sav, kemer da wele ha kae da'z ti.
- 25 Raktal e savas dirazo, e tougas ar gwele ma oa gourvezet warnañ, hag ez eas d'e di o reiñ gloar da Zoue.
- 26 Hag e voent holl souezhet bras hag e rojont gloar da Zoue. Leuniet e voent a zoujañs hag e lavarjont: Traoù burzhudus hon eus gwelet hiziv.
- 27 Goude-se, e teuas hag e welas ur publikan anvet Levi, azezet e ti ar gwirioù, hag e lavaras dezhañ: Heuilh ac'hanon.
- 28 Eñ, o kuitaat pep tra, a savas hag en heulias.
- 29 Levi a reas ur fest vras en e di, hag un niver bras a bublikaned hag a dud all a oa ouzh taol ganto.
- 30 O skribed hag o farizianed a c'hrozmolas hag a lavaras d'e ziskibien: Perak e tebrit hag ec'h evit gant ar bublikaned ha gant an dud a vuhez fall?
- 31 Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras dezho: N'eo ket ar re a zo yac'h eo ar re o deus ezhomm a vedisin, met ar re a zo klañv.
- 32 N'on ket deuet evit gerervel ar re reizh d'ar geuzidigezh, met ar bec'herien.
- 33 Lavarout a rejont dezhañ: Perak e yun alies diskibien Yann hag e reont pedennoù, kenkoulz evel re ar farizianed, e-lec'h da re a zebr hag a ev?
- 34 Eñ a lavaras dezho: Ha c'hwi a c'hell lakaat da yunañ mignoned ar pried, e-pad ma'z emañ ar pried ganto?
- 35 Met deizioù a zeuio ma vo lamet ar pried diganto, hag en deizioù-se e yunint.
- 36 Lavarout a reas ivez dezho ur barabolenn: Den ne laka un tamm eus ur gwiskamant nevez war ur gwiskamant kozh, rak an tamm nevez a rogfe an hini kozh hag an tamm nevez n'en em rafe ket gant an hini kozh.
- 37 Den ne laka gwin nevez e seier-lêr kozh, rak ar gwin nevez a dorrfe ar seier kozh, en em skuilhfe hag ar seier a vefe kollet.
- 38 Met ar gwin nevez a dle bezañ lakaet e seier nevez, hag an daou en em vir a-unan.
- 39 Ha n'eus den hag a ev gwin kozh hag a c'houlenn diouzhdu gwin nevez, rak lavarout a ra: Gwelloc'h eo an hini kozh.
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.