-
Lukas 8
- 1 Goude-se, Jezuz a yeas eus eil kêr hag eus eil bourc'h d'egile, o prezeg hag o kemenn keloù mat rouantelezh Doue. An daouzek a oa gantañ,
- 2 kenkoulz hag un nebeud gwragez a oa bet yac'haet a zrouk-speredoù hag a gleñvedoù: Mari anvet a Vagdala, a oa aet kuit seizh diaoul diouti,
- 3 Janed gwreg Chuza, merour Herodez, Suzanna, ha kalz a reoù all en sikoure gant o madoù.
- 4 Evel ma en em zastume kalz a bobl ha ma teue d'e gavout meur a hini eus an holl gêrioù, e lavaras dezho dre barabolenn:
- 5 Un hader a yeas er-maez da hadañ e had. Evel ma hade, ul lodenn eus an had a gouezhas a-hed an hent, hag e voe mac'het ha laboused an neñv he debras holl.
- 6 Ul lodenn all a gouezhas war ul lec'h meinek, ha pa voe savet, e sec'has rak n'he doa ket a c'hlebor.
- 7 Ul lodenn all a gouezhas e-touez ar spern, ar spern a savas gant ar greun hag o mougas.
- 8 Ul lodenn all a gouezhas en douar mat hag, o vezañ savet, e roas frouezh, kant evit unan. O lavarout an traoù-mañ, e krias: Ra selaouo, an neb en deus divskouarn da glevout.
- 9 E ziskibien a c'houlennas digantañ petra e oa ar barabolenn-se.
- 10 Respont a reas: Roet eo deoc'h da anavezout misterioù rouantelezh Doue, met d'ar re all eo komzet dre barabolennoù, evit o welout na welont ket, hag o klevout na gomprenont ket.
- 11 Setu petra eo ar barabolenn-se: An had eo ger Doue.
- 12 Ar re a zo a-hed an hent eo ar re en selaou, met an diaoul a zeu hag a zilam ar ger diouzh o c'halon, en aon en ur grediñ na vefent salvet.
- 13 Ar re a zo war al lec'hioù meinek, eo ar re a glev ar ger, e zegemer gant levenez, met n'o deus ket a wrizienn, ne gredont nemet ur pennad ha pa zeu an temptadur, e kouezhont.
- 14 Ar pezh a zo e-touez an drein, eo ar re o deus klevet ar ger, met, en ur vont kuit, en lezont da vezañ mouget gant prederioù, pinvidigezhioù ha plijadurioù ar vuhez-mañ, en hevelep doare ma ne zougont ket a frouezh a zeu da zareviñ.
- 15 Met ar pezh a zo kouezhet en un douar mat, eo ar re a glev ar ger gant ur galon onest ha mat, en dalc'h hag a zoug frouezh gant kendalc'husted.
- 16 Den, goude bezañ enaouet ul lamp, ne c'holo anezhañ gant ul lestr pe ne laka anezhañ dindan ur gwele, met e lakaat a ra war ur c'hantolor, evit ma sklaerio ar re a zeu en ti.
- 17 Rak n'eus netra kuzhet na dle bezañ disklêriet, ha n'eus netra goloet na dle bezañ anavezet ha lakaet war-wel.
- 18 Lakait evezh eta penaos e selaouit, rak roet e vo d'an neb en deus, met an hini n'en deus ket, e vo lamet digantañ zoken ar pezh a gred en deus.
- 19 E vamm hag e vreudeur a zeuas d'e gavout, met ne c'hellent ket tostaat outañ abalamour d'ar bobl.
- 20 Hag e voe lavaret dezhañ: Da vamm ha da vreudeur a zo er-maez hag a c'hoanta da welout.
- 21 Met e respontas: Va mamm ha va breudeur eo ar re a selaou ger Doue hag a sent outañ.
- 22 Un devezh ma'z eas en ur vag gant e ziskibien, e lavaras dezho: Tremenomp en tu all d'al lenn. Hag ez ejont.
- 23 E-pad ma oant er vag, e kouskas. Un taol-avel bras a savas war al lenn, ar vag en em leunie gant an dour hag e oant e riskl bras.
- 24 Tostaat a rejont outañ hag en dihunjont, o lavarout: Mestr, Mestr, ez eomp da goll! O vezañ dihunet, e c'hourdrouzas d'an avel ha da donnoù an dour. Ar re-mañ a davas hag e voe ur sioulder bras.
- 25 Hag e lavaras dezho: Pelec'h emañ ho feiz? Int, leuniet a zoujañs hag a spont, a lavaras an eil d'egile: Piv eo eta hemañ, a c'hourc'hemenn zoken d'an avel ha d'an dour, hag e sentont outañ?
- 26 Dont a rejont neuze da vro ar C'hadareniz, a zo dirak Galilea.
- 27 Pa voe Jezuz diskennet d'an douar, e teuas a-raok dezhañ un den eus kêr, a oa dalc'het gant diaouled pell a oa. Ne zouge ket a zilhad ha ne chome ket en un ti met er bezioù.
- 28 Pa welas Jezuz, e krias hag, ouzh en em deurel d'e dreid, e lavaras a vouezh uhel: Petra a zo etre me ha te, Jezuz, Mab an Doue Uhel-Meurbet? Me az ped, na boagn ket ac'hanon.
- 29 Rak e kourc'hemenne d'ar spered hudur mont kuit eus an den-se. Dalc'het e oa gantañ abaoe pell a oa. E eren a raed gant chadennoù hag e ziwall a raed gant hualoù, met e torre an ereoù hag e oa kaset gant an diaoul el lec'hioù distro.
- 30 Jezuz a c'houlennas outañ: Pe anv ac'h eus? Hag e respontas: Lejion. Rak kalz a ziaoulien a oa aet ennañ.
- 31 Int a bedas anezhañ na c'hourc'hemennje ket dezho mont en donder.
- 32 Bez' e oa eno ur vandenn vras a voc'h o peuriñ war ar menez. Hag e pedjont anezhañ d'o lezel da vont er moc'h-se. Eñ o lezas da vont.
- 33 An diaouled eta, o vezañ aet kuit eus an den, a yeas er moc'h hag ar vandenn en em daolas war red eus al lec'h uhel-se er lenn, hag a voe beuzet.
- 34 Ar re o mesae, o welout ar pezh a oa erruet, a dec'has kuit da lavarout kement-se e kêr ha war ar maez.
- 35 Neuze an dud a zeuas evit gwelout ar pezh a oa c'hoarvezet. O vezañ deuet da gavout Jezuz, e kavjont an den ma oa aet kuit an diaouled anezhañ, azezet ouzh treid Jezuz, gwisket hag en e skiant vat, hag e voent leuniet a spont.
- 36 Ar re o doa gwelet an traoù-se a lavaras dezho penaos e oa bet yac'haet an hini dalc'het gant an diaouled.
- 37 Holl dud bro ar C'hadareniz en pedas da bellaat diouto, rak kroget e oa ur spont bras enno. Mont a reas eta er vag evit distreiñ.
- 38 An den a oa aet kuit an diaouled anezhañ en pedas d'e lezel da vont gantañ. Met Jezuz a lakaas anezhañ da vont en-dro o lavarout:
- 39 Distro da'z ti ha lavar an traoù bras en deus Doue graet dit. Mont a reas kuit oc'h embann dre holl gêr kement en doa Jezuz graet en e geñver.
- 40 Pa voe distroet, Jezuz a voe degemeret gant ur bobl vras rak an holl a c'hortoze anezhañ.
- 41 Setu, un den anvet Jairuz hag a oa penn eus ar sinagogenn, a zeuas hag, oc'h en em deurel ouzh treid Jezuz, en pedas da zont en e di,
- 42 rak en doa ur verc'h nemeti, oadet a zaouzek vloaz pe war-dro hag a oa o vont da vervel. Evel ma'z ae di, e voe gwasket gant ar bobl.
- 43 Ur wreg klañv gant an diwadañ daouzek vloaz a oa, hag he doa dispignet he holl vadoù gant medisined hep gallout bezañ yac'haet gant hini ebet,
- 44 a dostaas outañ a-ziadreñv hag a stokas ouzh bevenn e zilhad. Raktal he diwadañ a baouezas.
- 45 Jezuz a lavaras: Piv en deus stoket ouzhin? Evel ma nac'he an holl kement-se, Pêr hag ar re a oa gantañ a lavaras dezhañ: Mestr, an dud a zo en-dro dit a wask ac'hanout, hag e lavarez: Piv en deus stoket ouzhin?
- 46 Met Jezuz a lavaras: Unan bennak en deus stoket ouzhin rak anavezet em eus e oa aet un nerzh er-maez ac'hanon.
- 47 Neuze ar wreg, o welout ne oa ket bet kement-se kuzhet outañ, a zeuas en ur grenañ hag, oc'h en em deurel d'e dreid, e tisklêrias dirak ar bobl evit petra he doa stoket outañ ha penaos e oa bet yac'haet kerkent.
- 48 Lavarout a reas dezhi: Merc'h, kemer fiziañs, da feiz he deus da yac'haet, kae e peoc'h.
- 49 Evel ma komze c'hoazh, unan bennak eus ti penn ar sinagogenn a zeuas da lavarout dezhañ: Da verc'h a zo marv, na skuizh ket ar Mestr.
- 50 Met Jezuz, o vezañ klevet kement-se, a lavaras: Na'z pez ket aon, kred hepken hag e vo yac'haet.
- 51 Pa voe deuet en ti, ne lezas den da vont e-barzh, nemet Pêr, Jakez, Yann, ha tad ha mamm ar plac'hig.
- 52 An holl a ouele hag a hirvoude abalamour dezhi. Met eñ a lavaras: Na ouelit ket, n'eo ket marv, met kousket a ra.
- 53 Int a reas goap anezhañ, oc'h anavezout e oa marv.
- 54 Met o vezañ graet dezho holl mont er-maez, e kemeras he dorn hag e krias: Bugel, sav!
- 55 He spered a zistroas hag e savas kerkent. Hag e c'hourc'hemennas reiñ dezhi da zebriñ.
- 56 He c'herent a voe gwall souezhet, met eñ a c'hourc'hemennas dezho na lavarjent da zen ar pezh a oa c'hoarvezet.
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.