-
Lukas 22
- 1 Gouel ar bara hep goell, anvet ar Pask, a dostae.
- 2 Ar veleien vras hag ar skribed a glaske an doare da lakaat Jezuz d'ar marv, rak doujañ a raent ar bobl.
- 3 Satan a antreas e Judaz lesanvet Iskariod, unan eus an daouzek.
- 4 Mont a reas hag a gomzas gant ar veleien vras ha gant pennoù ar warded diwar an doare d'e zroukreiñ dezho.
- 5 Laouen e voent hag e tivizjont reiñ arc'hant dezhañ.
- 6 Eñ a roas e c'her, hag e klaskas an tu dereat evit e zroukreiñ dezho hep ma ouije ar bobl.
- 7 Deiz ar bara hep goell a zeuas, ma oa ret aberzhañ ar Pask,
- 8 hag e kasas Pêr ha Yann, o lavarout: It da gempenn deomp ar Pask evit ma tebrimp anezhañ.
- 9 Lavarout a rejont dezhañ: Pelec'h e c'hoantaez e kempennfemp anezhañ?
- 10 Lavarout a reas dezho: Setu, pa'z eot e kêr, ec'h erruo ganeoc'h un den o tougen ur podad dour. Heuilhit anezhañ en ti ma'z aio ennañ,
- 11 hag e lavarot da vestr an ti: Ar Mestr a lavar dit: Pelec'h emañ al lec'h e tebrin ar Pask ennañ gant va diskibien?
- 12 Hag e tiskouezo deoc'h ur gambr uhel, bras ha fichet mat. Kempennit anezhañ eno.
- 13 Int a yeas kuit hag a gavas an traoù evel m'en doa lavaret dezho. Hag e kempennjont ar Pask.
- 14 Pa voe deuet an eur, en em lakaas ouzh taol an daouzek abostol gantañ.
- 15 Eñ a lavaras dezho: C'hoantaet kalz em eus debriñ ar Pask-mañ ganeoc'h a-raok ma c'houzañvin,
- 16 rak me a lavar deoc'h, ne zebrin ken anezhañ betek ma vo graet e rouantelezh Doue.
- 17 Hag o vezañ kemeret un hanaf ha trugarekaet, e lavaras: Kemerit anezhañ ha lodennit anezhañ etrezoc'h,
- 18 rak, me a lavar deoc'h, n'evin mui eus frouezh ar winienn ken na vo deuet rouantelezh Doue.
- 19 Neuze e kemeras bara hag, o vezañ trugarekaet, e torras anezhañ hag en roas dezho o lavarout: Hemañ eo va c'horf hag a zo roet evidoc'h, grit kement-mañ en eñvor ac'hanon.
- 20 En hevelep doare, goude bezañ koaniet e kemeras an hanaf hag en roas dezho o lavarout: An hanaf-mañ eo an emglev nevez em gwad skuilhet evidoc'h.
- 21 Koulskoude setu, dorn an hini am droukro a zo ouzh an daol-mañ ganin.
- 22 Evit ar pezh a zo eus Mab an den, mont a ra evel ma'z eo merket, met gwalleur d'an den-se ma'z eo droukroet drezañ!
- 23 Hag en em lakajont da c'houlenn an eil ouzh egile pehini anezho a raje kement-se.
- 24 Sevel a reas ivez un tabut etrezo, evit gouzout pehini anezho a dlee bezañ galvet ar brasañ.
- 25 Eñ a lavaras dezho: Rouaned ar vroadoù a vestroni anezho, hag ar re o deus galloud warno a zo galvet madoberourien.
- 26 Met ne vo ket evel-se etrezoc'h. Mat ra vo an hini brasañ en ho touez evel an hini bihanañ, hag an hini a ren evel an hini a servij.
- 27 Rak pehini eo ar brasañ, an hini a zo ouzh taol pe an hini a servij? N'eo ket an hini a zo ouzh taol? Met me a zo en ho touez evel an hini a servij.
- 28 C'hwi eo ar re o deus kendalc’het ganin em amprouadurioù,
- 29 ha me a c'hrata deoc'h ar rouantelezh, evel ma en deus an Tad grataet din,
- 30 evit ma tebrot ha ma'c'h evot ouzh va zaol em rouantelezh. Bez' e viot azezet war dronioù o varn daouzek meuriad Israel.
- 31 An Aotrou a lavaras ivez: Simon, Simon, setu, Satan en deus goulennet ho tremen dre ar c'hrouer evel ar gwinizh.
- 32 Met pedet em eus evidout evit na fallaio ket da feiz. Te eta, pa vi distroet, kreñva da vreudeur.
- 33 Lavarout a reas dezhañ: Aotrou, me a zo prest da vont ganit ha d'ar prizon ha d'ar marv.
- 34 Hag e lavaras: Pêr, me en lavar dit, ar c'hilhog ne gano ket hiziv na'z po nac'het teir gwech anavezout ac'hanon.
- 35 Lavarout a reas dezho: Pa em eus ho kaset hep yalc'h, hep sac'h hag hep botoù, daoust hag un dra bennak a zo bet manket deoc'h? Int a lavaras: Netra.
- 36 Neuze e lavaras dezho: Met bremañ, an hini en deus ur yalc'h, ra he c'hemero, en hevelep doare an hini en deus ur sac'h; an hini n'en deus ket ur c'hleze, ra werzho e vantell da brenañ unan.
- 37 Rak me a lavar deoc'h, ret eo c'hoazh d'ar pezh a zo skrivet bezañ peurc'hraet ennon: Lakaet eo bet e renk an dorfedourien. Hag emañ o vont da c'hoarvezout ar pezh a sell ouzhin.
- 38 Lavarout a rejont: Aotrou, setu daou gleze. Eñ a lavaras dezho: A-walc'h eo.
- 39 Goude bezañ aet er-maez, e yeas hervez e c'hiz da Venez an Olived. E ziskibien a heulias anezhañ.
- 40 Pa voe erruet el lec'h-se, e lavaras dezho: Pedit evit na gouezhot ket en temptadur.
- 41 Neuze e pellaas diouto war-dro hed un taol-maen hag, o taoulinañ, e pedas,
- 42 o lavarout: Tad, mar fell dit, pella an hanaf-se diouzhin! Koulskoude, ra ne vo ket graet va bolontez, met da hini.
- 43 Un ael eus an neñv en em ziskouezas dezhañ evit e greñvaat.
- 44 Gwasket gant an anken, e pedas kalz startoc'h, hag e teuas dezhañ ur c'hwezenn evel beradennoù gwad a gouezhe war an douar.
- 45 O vezañ savet eus e bedenn, e teuas etrezek e ziskibien hag o c'havas kousket gant an dristidigezh,
- 46 hag e lavaras dezho: Perak e kouskit? Savit ha pedit evit na gouezhot ket en temptadur.
- 47 Evel ma komze c'hoazh, ur vandenn a zeuas, hag an hini a c'halved Judaz, unan eus an daouzek, a gerzhe a-raok dezho. Hag e tostaas ouzh Jezuz evit pokat dezhañ.
- 48 Ha Jezuz a lavaras dezhañ: Judaz, droukreiñ a rez Mab an den dre ur pok?
- 49 Ar re a oa en-dro dezhañ, o welout ar pezh a yae da c'hoarvezout, a lavaras dezhañ: Aotrou, ha skeiñ a raimp gant ar c'hleze?
- 50 Unan anezho a skoas servijer ar beleg-meur hag a droc'has dezhañ e skouarn dehou.
- 51 Met Jezuz, o kemer ar gomz, a lavaras: Lezit d’ober! Hag o vezañ stoket ouzh e skouarn, e yac'haas anezhañ.
- 52 Neuze Jezuz a lavaras d'ar veleien vras, da gabitened an templ ha d'an henaourien, a oa deuet a-enep dezhañ: Deuet oc'h gant klezeier ha gant bizhier, evel war-lerc'h ul laer.
- 53 Bemdez e oan en ho touez en templ, ha n'hoc'h eus ket lakaet ho taouarn warnon. Met houmañ eo hoc'h eur ha galloud an deñvalijenn.
- 54 Neuze e krogjont ennañ, e kasjont anezhañ hag e lakajont anezhañ da vont e-barzh ti ar beleg-meur. Pêr a heulie a-bell.
- 55 P'o doe enaouet tan e-kreiz ar porzh ha ma voent azezet a-unan, Pêr a azezas en o zouez.
- 56 Ur vatezh, o welout anezhañ e-kichen an tan hag o sellout pizh outañ, a lavaras: Hemañ a oa ivez gantañ.
- 57 Met eñ a zinac'has hag a lavaras: Gwreg, n'anavezan ket anezhañ.
- 58 Un nebeudig goude, unan all o vezañ e welet, a lavaras: Te a zo ivez eus an dud-se. Met Pêr a lavaras: Den, ned on ket.
- 59 War-dro un eur goude, unan all a destenias o lavarout: A dra sur hemañ a oa ivez gantañ, rak Galileat eo.
- 60 Met Pêr a lavaras: Den, n'ouzon ket petra a lavarez. Ha kerkent, evel ma komze c'hoazh, ar c'hilhog a ganas.
- 61 An Aotrou, o vezañ distroet, a sellas ouzh Pêr. Ha Pêr en doe soñj eus komz an Aotrou ha penaos en doa lavaret dezhañ: A-raok ma kano ar c'hilhog, te az po va dinac'het teir gwech.
- 62 Pêr a yeas er-maez hag a ouelas gant c'hwervder.
- 63 An dud a zalc'he Jezuz a reas goap anezhañ hag a skoas warnañ.
- 64 O vezañ e vouchet, e rojont taolioù-dorn d'e zremm o lavarout dezhañ: Diougan! Piv eo an hini en deus skoet ganit?
- 65 Hag e lavarjont kalz a draoù a-enep dezhañ o troukkomz en e enep.
- 66 Adalek ma voe deuet an deiz, kuzul henaourien ar bobl, ar veleien vras hag ar skribed en em zastumas. Hag e lakajont anezhañ da zont dirak o sanedrin.
- 67 Lavarout a rejont: Mar d-out ar C'hrist, lavar deomp. Eñ a respontas dezho: Mar en lavaran deoc'h, n'en kredot ket,
- 68 ha ma ran goulenn deoc'h ivez, ne respontot ket din ha ne'm lezot ket da vont.
- 69 Hiviziken Mab an den a vo azezet a-zehou da c'halloud Doue.
- 70 Lavarout a rejont holl: Te eo eta Mab Doue? Hag e respontas dezho: C'hwi henn lavar, rak bez' ez on.
- 71 Hag e lavarjont: Da betra hon eus c'hoazh ezhomm a desteni? Klevet hon eus hon-unan eus e c'henoù?
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.