-
Lukas 23
- 1 An holl dud-se, o vezañ savet, a zegasas anezhañ da Bilat.
- 2 Hag en em lakajont d'e damall, o lavarout: Ni hon eus kavet an den-mañ o tromplañ ar vroad, o tifenn paeañ ar gwir da Gezar hag oc’h en em lavarout e-unan Krist, ar roue.
- 3 Pilat a reas outañ ar goulenn-mañ: Ha bez' out roue ar Yuzevien? Eñ a respontas dezhañ: Te en lavar.
- 4 Pilat a lavaras d'ar veleien vras ha d'ar bobl: Ne gavan netra da damall en den-mañ.
- 5 Met int a zalc'he o lavarout: Sevel a ra ar bobl, o kelenn dre holl Judea, o vezañ henn graet adalek Galilea betek amañ.
- 6 Pa glevas Pilat komz eus Galilea, e c'houlennas hag e oa Galileat an den-se.
- 7 O vezañ gouezet e oa eus dalc'h Herodez, e kasas anezhañ da Herodez a oa e Jeruzalem en deizioù-se.
- 8 Herodez, pa welas Jezuz, a voe laouen, rak pell e oa en doa c'hoant d'e welout abalamour m'en doa klevet lavarout kalz a draoù diwar e benn, hag e c'hortoze e welout oc'h ober ur mirakl bennak.
- 9 Ober a reas eta meur a c'houlenn outañ, met ne respontas netra dezhañ.
- 10 Ar veleien vras hag ar skribed a oa eno hag a damalle anezhañ gwashañ ma c'hellent.
- 11 Herodez gant tud e ward a zismegañsas anezhañ hag, evit ober goap anezhañ, e wiskas dezhañ ur sae splann hag en kasas en-dro da Bilat.
- 12 En deiz-se Pilat hag Herodez a zeuas da vezañ mignoned, rak a-raok e oant enebourien.
- 13 Pilat, o vezañ dastumet ar veleien vras, mistri ar vro hag ar bobl, a lavaras dezho:
- 14 Degaset hoc'h eus din an den-se evel m'en dije savet ar bobl. Ha setu, goude bezañ graet goulennoù outañ dirazoc'h, ne'm eus ket e gavet kiriek da hini ebet eus an torfedoù a damallit dezhañ.
- 15 Nag Herodez kennebeut rak ho kaset em eus d'e gavout, ha setu, n'en deus graet netra a vefe dellezek a varv.
- 16 Neuze, e gastizañ a rin, hag e laoskin anezhañ.
- 17 Ret e oa dezhañ leuskel unan dezho e deiz ar gouel.
- 18 Hag e krijont holl a-unan: Laka hemañ d'ar marv ha laosk deomp Barabbaz.
- 19 Hemañ a oa bet lakaet er prizon evit un dispac'h c'hoarvezet e kêr hag evit ur muntr.
- 20 Pilat, c'hoant dezhañ da leuskel Jezuz, a gomzas outo a-nevez.
- 21 Met int a grias: Ouzh ar groaz! Ouzh ar groaz!
- 22 Eñ a lavaras dezho evit an trede gwech: Met peseurt droug en deus graet? Ne'm eus kavet ennañ netra hag a vefe din a varv. Neuze, e gastizañ a rin hag e laoskin anezhañ.
- 23 Met int a gendalc'he, o c'houlenn gant kriadegoù bras ma vije staget ouzh ar groaz. Hag o c'hriadennoù ha re ar veleien vras a greske.
- 24 Pilat a varnas ober evel ma felle dezho.
- 25 Leuskel a reas dezho an hini a oa bet lakaet er prizon evit un dispac'h hag evit ur muntr, hag a oa an hini a c'houlennent, hag e tilezas Jezuz d'o bolontez.
- 26 Evel ma kasent anezhañ, e kemerjont un den anvet Simon a Siren, a zistroe eus ar parkeier, hag e lakajont anezhañ da zougen ar groaz, war-lerc'h Jezuz.
- 27 Ur vandenn vras a bobl hag a wragez en heulie, en em c'hlac'hare hag a hirvoude diwar e benn.
- 28 Jezuz, o tistreiñ etrezek enno, a lavaras: Merc'hed Jeruzalem, na ouelit ket diwar va fenn, met gouelit warnoc'h hoc'h-unan ha war ho pugale,
- 29 rak setu, deizioù a zeuio ma vo lavaret: Eürus ar merc'hed difrouezh, ar c'hofoù n'o deus ket ganet hag an divronn n'o deus ket maget!
- 30 Neuze en em lakaint da lavarout d'ar menezioù: Kouezhit warnomp! ha d'ar krec'hiennoù: Goloit ac'hanomp!
- 31 Rak ma reer an traoù-mañ d'ar c'hoad glas, petra a vo graet d'ar c'hoad sec'h?
- 32 Hag e kased ivez daou dorfedour evit o lakaat da vervel gantañ.
- 33 Pa voent deuet el lec'h anvet: ar C'hlopenn, e kroazstagjont anezhañ eno hag an dorfedourien ivez, unan a-zehou hag egile a-gleiz.
- 34 Jezuz a lavaras: Tad, pardon dezho, rak n'ouzont ket ar pezh a reont. Neuze e lodennjont e zilhad ouzh o zeurel d'ar sord.
- 35 Ar bobl en em zalc'he eno hag a selle. Mistri ar vro a oa ivez ganto a rae goap anezhañ, o lavarout: Saveteet en deus ar re all, ra en em saveteo e-unan mar d-eo ar C'hrist, an hini dibabet gant Doue!
- 36 Ar soudarded ivez a rae goap anezhañ, o tostaat evit kinnig gwinegr dezhañ
- 37 hag o lavarout: Mar d-out roue ar Yuzevien, en em savete da-unan!
- 38 Bez' e oa ar skrid-mañ a-us d'e benn, skrivet e gresianeg, e latin hag en hebraeg: HEMAÑ EO ROUE AR YUZEVIEN.
- 39 Unan eus an dorfedourien a oa krouget a zismegañse anezhañ, o lavarout: Mar d-out ar C'hrist, en em savete da-unan ha ni ivez!
- 40 Met egile, o krozal dezhañ, a lavaras: Ha ne zoujez ket eta Doue, rak barnet out d'an hevelep poan?
- 41 Evidomp ez eo gant reizhder, rak e resevomp hervez hon oberoù, met hemañ n'en deus graet droug ebet.
- 42 Hag e lavare da Jezuz: Aotrou, az pez soñj ac'hanon pa zeui ez rouantelezh.
- 43 Jezuz a lavaras dezhañ: Me a lavar dit e gwirionez, hiziv e vi ganin er baradoz.
- 44 Bez' e oa war-dro ar c'hwec'hvet eur hag e voe teñvalijenn war an douar holl, betek an navet eur.
- 45 An heol a deñvalaas ha gouel an templ a rogas dre e greiz.
- 46 Jezuz, en ur grial a vouezh uhel, a lavaras: Tad, lakaat a ran va spered etre da zaouarn! O vezañ lavaret kement-se, e varvas.
- 47 Ar c'hantener, o welout ar pezh a oa c'hoarvezet, a roas gloar da Zoue o lavarout: A dra sur, an den-mañ a oa reizh.
- 48 Ar bobl holl a oa en em zastumet da welout ar pezh a c’hoarveze hag o welout kement-se, a yeas kuit en ur skeiñ war boull o c'halon.
- 49 Ar re holl a anaveze anezhañ hag ar gwragez o doa e heuliet adalek Galilea, en em zalc'he a-bell hag a selle ouzh an traoù-se.
- 50 Bez' e oa ur c’huzuliad anvet Jozef, un den mat ha reizh,
- 51 n'en doa ket roet e ali d'o diviz na d'o oberoù. Dont a rae eus Arimatea, kêr eus ar Yuzevien, hag e c'hortoze ivez rouantelezh Doue.
- 52 O vezañ deuet da gavout Pilat, e c'houlennas digantañ korf Jezuz.
- 53 O vezañ e ziskennet eus ar groaz, en goloas gant ul lienenn hag e lakaas anezhañ en ur bez toullet er roc'h, e-lec'h ne oa bet c'hoazh lakaet den.
- 54 Deiz ar c'hempennadur e oa hag ar sabad a dostae.
- 55 Ar gwragez deuet eus Galilea gantañ, o vezañ heuliet Jozef, a welas ar bez ha penaos e oa lakaet e gorf e-barzh.
- 56 O vezañ distroet, ec'h aozjont louzoù-frondus ha c'hwezhioù-mat, hag e tiskuizhjont d'an deiz sabad, hervez al lezenn.
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.