-
Lukas 18
- 1 Eñ a gontas ivez dezho ur barabolenn, evit diskouez penaos eo ret pediñ bepred hag hep skuizhañ.
- 2 Lavarout a reas: Bez' e oa en ur gêr ur barner na zouje ket Doue ha n'en doa resped ebet evit den.
- 3 Bez' e oa ivez er gêr-se un intañvez a zeuas d'e gavout o lavarout: Gra din reizhder diouzh va enebour.
- 4 E-pad pell amzer ne c'hoantaas ober netra. Hogen e lavaras ennañ e-unan: Petra bennak na zoujan ket Doue ha na'm eus resped ebet evit den,
- 5 koulskoude, dre ma teu an intañvez-se da skuizhañ ac'hanon, e rin reizhder dezhi gant aon na gendalc'hfe da derriñ din va fenn.
- 6 An Aotrou a lavaras: Selaouit ar pezh a lavar ar barner disleal.
- 7 Doue, ha ne veñjo ket e re zibabet a gri dezhañ noz-deiz, evitañ da zaleañ da fuloriñ?
- 8 Me a lavar deoc'h e veñjo anezho prest. Met, pa zeuio Mab an den, ha kavout a raio feiz war an douar?
- 9 Lavarout a reas ivez ar barabolenn-mañ, diwar-benn tud a grede enno o-unan e oant tud reizh hag a zisprize ar re all:
- 10 Daou zen a bignas d'an templ da bediñ. Unan a oa farizian hag egile a oa publikan.
- 11 Ar farizian, oc'h en em zerc'hel en e sav, a bedas evel-henn ennañ e-unan: O Doue, da drugarekaat a ran dre ma n'on ket evel an dud all, a zo laeron, direizh, avoultrerien, na zoken evel ar publikan-se.
- 12 Yunañ a ran div wech ar sizhun, reiñ a ran an deog eus kement am eus.
- 13 Ar publikan, oc'h en em zerc'hel pell, ne gredas ket zoken sevel e zaoulagad d'an neñv, met e skoas war boull e galon o lavarout: O Doue, az pez truez ouzhin-me pec'her!
- 14 Me a lavar deoc'h, hemañ a zistroas reishaet d'e di kentoc'h eget egile. Rak piv bennak en em uhela a vo izelaet, hag an hini en em izela a vo uhelaet.
- 15 Degas e voe dezhañ ivez bugale vihan, evit ma stokje outo. Met an diskibien, o welout kement-se, a c'hrozmole dezho.
- 16 Jezuz, o c'hervel anezho d'e gavout, a lavaras: Lezit ar vugale vihan da zont davedon ha na zifennit ket outo, rak rouantelezh Doue a zo d'ar re a zo heñvel outo.
- 17 Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos piv bennak ne zegemero ket rouantelezh Doue evel ur bugel bihan ne yelo ket e-barzh.
- 18 Unan eus ar pennoù a c'houlennas digantañ: Mestr mat, petra a dlean d'ober evit kaout ar vuhez peurbadus?
- 19 Jezuz a lavaras dezhañ: Perak em galvez mat? Den n'eo mat, nemet Doue hepken.
- 20 Anavezout a rez ar gourc'hemennoù: Na ra ket avoultriezh; na vez ket muntrer; na laer ket; na lavar ket a falstesteni; enor da dad ha da vamm.
- 21 Eñ a lavaras dezhañ: Miret em eus an holl draoù-se adalek va yaouankiz.
- 22 Jezuz, o klevout kement-se, a lavaras dezhañ: Mankout a ra dit c'hoazh un dra: gwerzh kement ac'h eus, ro-se d'ar beorien, hag ez po un teñzor en neñv. Goude-se deus hag heuilh ac'hanon.
- 23 P'en doe klevet kement-se, e teuas gwall drist, rak pinvidik bras e oa.
- 24 Jezuz, o welout e oa deuet gwall drist, a lavaras: Pegen diaes e vo d'ar re o deus madoù mont e-barzh rouantelezh Doue!
- 25 Aesoc'h eo d'ur c'hañval tremen dre graoenn un nadoz eget d'un den pinvidik mont e-barzh rouantelezh Doue.
- 26 Ar re en kleve a lavaras: Ha piv eta a c'hell bezañ salvet?
- 27 Lavarout a reas: Ar pezh a zo dibosupl d'an dud a zo posupl da Zoue.
- 28 Pêr a lavaras: Setu, ni hon eus dilezet pep tra hag hon eus da heuliet.
- 29 Eñ a lavaras dezho: Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos n'eus den en defe kuitaet ti, pe gerent, pe vreudeur, pe wreg, pe vugale, evit rouantelezh Doue,
- 30 ha ne resevo kalz muioc'h er c'hantved-mañ, hag er c'hantved da zont, ar vuhez peurbadus.
- 31 Eñ a gemeras neuze a-du an daouzek hag a lavaras dezho: Setu, e pignomp da Jeruzalem hag an holl draoù a zo bet skrivet gant ar brofeded diwar-benn Mab an den a ya da vezañ peurc'hraet.
- 32 Rak lakaet e vo etre daouarn ar baganed, graet e vo goap anezhañ, dismegañset e vo, krañchet e vo outañ,
- 33 ha, goude ma vo bet skourjezet, e vo lakaet d'ar marv, hag ec'h adsavo a varv d'an trede deiz.
- 34 Ne gomprenjont netra e kement-se. Ar c'homzoù-se a oa kuzhet evito ha ne ouient ket ar pezh a oa lavaret dezho.
- 35 Evel ma tostae ouzh Jeriko, un den dall a oa azezet war gostez an hent hag a c'houlenne an aluzen.
- 36 O klevout ar bobl a dremene, e c'houlennas petra a oa kement-se.
- 37 Lavaret e voe dezhañ e tremene Jezuz a Nazared.
- 38 Hag e krias, o lavarout: Jezuz, Mab David, az pez truez ouzhin!
- 39 Ar re a yae a-raok a c'hourdrouze anezhañ evit e lakkat da devel, met eñ a grias c'hoazh kreñvoc'h: Mab David, az pez truez ouzhin!
- 40 Jezuz, o chom a-sav, a c'hourc'hemennas ma vefe degaset dezhañ ha, pa voe tostaet, e c'houlennas digantañ:
- 41 Petra a fell dit e rafen evidout? Eñ a respontas: Aotrou, ma'c'h adkavin ar gweled.
- 42 Jezuz a lavaras dezhañ: Adkav ar gweled, da feiz he deus da yac'haet.
- 43 Kerkent ec'h adkavas ar gweled, hag ec'h heulias Jezuz o reiñ gloar da Zoue. An holl bobl, o welout kement-se, a veulas Doue.
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.