-
Lukas 9
- 1 O vezañ dastumet e zaouzek diskibl, e roas dezho nerzh ha galloud war an holl ziaouled ha da yac'haat ar c'hleñvedoù.
- 2 Kas a reas anezho da brezeg rouantelezh Doue ha da yac'haat ar re glañv.
- 3 Lavarout a reas dezho: Na zougit netra evit an hent, na bazh, na sac'h, na bara, nag arc'hant, ha n'ho pet ket daou wiskamant.
- 4 E peseurt ti bennak ma'c'h antreot, chomit ennañ betek ma'z eot kuit.
- 5 P'en em gavo tud n'ho tegemerint ket, pa'z eot kuit eus ar gêr-se, hejit ar poultr eus ho treid e testeni a-enep dezho.
- 6 O vezañ aet kuit, ez ejont eus an eil bourc'h d'egile, o prezeg an Aviel hag o yac'haat e pep lec'h.
- 7 Herodez an tetrark a glevas komz eus kement holl a rae, ha ne ouie petra da soñjal. Rak darn a lavare e oa Yann adsavet a-douez ar re varv,
- 8 re all e oa en em ziskouezet Elia, ha re all e oa adsavet a varv unan eus ar brofeded kozh.
- 9 Herodez a lavaras: Lakaet em eus troc'hañ e benn da Yann, met piv eo hemañ a glevan an hevelep traoù diwar e benn? Hag e c'hoantae gwelout anezhañ.
- 10 An ebestel, o vezañ distroet, a lavaras dezhañ kement o doa graet. O vezañ o c'hemeret a-du, en em dennas ganto en ul lec'h distro, tost ouzh ur gêr anvet Betsaida.
- 11 Ar bobl, o vezañ klevet-se, en heulias. Eñ a zegemeras anezho hag a gomzas outo diwar-benn rouantelezh Doue. Yac'haat a reas ivez ar re o doa ezhomm da vezañ yac'haet.
- 12 Evel ma'c'h izelae an deiz, an daouzek a dostaas outañ hag a lavaras dezhañ: Kas kuit ar bobl, evit ma'z aint er bourc'hioù hag er c'hêrioùigoù en-dro, da lojañ ha da brenañ boued, rak amañ emaomp en ul lec'h distro.
- 13 Met eñ a lavaras dezho: Roit hoc'h-unan da zebriñ dezho. Hag int a respontas: N'hon eus ket ouzhpenn pemp bara ha daou besk, nemet mont a rafemp da brenañ boued evit an holl bobl-mañ.
- 14 Rak bez' e oant war-dro pemp mil den. Neuze e lavaras d'e ziskibien: Lakait anezho da azezañ a renkoù a hanter-kant.
- 15 Evel-se e rejont, o lakajont holl da azezañ.
- 16 Eñ a gemeras ar pemp bara hag an daou besk hag, o sellout etrezek an neñv, o bennigas, o zorras hag o roas d'an diskibien, evit m'o rojent d'ar bobl.
- 17 Debriñ a rejont holl hag o doe a-walc'h, hag e kasjont ganto daouzek panerad eus an tammoù a oa manet.
- 18 Evel ma pede e-unan ha ma oa an diskibien gantañ, en em lakaas da c'houlennata anezho o lavarout: Piv a lavar an dud ez on?
- 19 Int a respontas: Darn a lavar Yann-Vadezour; ha darn all, Elia; ha darn all, unan bennak eus ar brofeded kozh adsavet a varv.
- 20 Eñ a lavaras dezho: Ha c'hwi, piv a lavarit ez on? Pêr a respontas: Te eo Krist Doue.
- 21 Met e tifennas gwall start outo lavarout kement-se da zen,
- 22 hag e lavaras: Ret eo da Vab an den gouzañv kalz a draoù, bezañ taolet kuit gant an henaourien, gant ar veleien vras ha gant ar skribed, bezañ lakaet d'ar marv, hag adsevel a varv d'an trede deiz.
- 23 Hag e lavaras d'an holl: Mar fell da unan bennak dont war va lerc'h, ra raio dilez anezhañ e-unan, ra gemero e groaz bemdez ha ra heulio ac'hanon.
- 24 Rak piv bennak a fello dezhañ saveteiñ e vuhez he c'hollo, met piv bennak a gollo e vuhez abalamour din he saveteo.
- 25 Rak petra a dalvfe d'un den gounit ar bed holl, mar en em zistrujfe pe mar en em gollfe e-unan?
- 26 Rak piv bennak en devo mezh ac'hanon hag eus va c'homzoù, Mab an den en devo mezh anezhañ pa zeuio en e c'hloar hag e hini an Tad hag an aelez santel.
- 27 Me a lavar deoc'h e gwirionez, ez eus hiniennoù eus a-douez ar re a zo amañ ha ne varvint ket ken n'o devo gwelet rouantelezh Doue.
- 28 War-dro eizh devezh goude ar c'homzoù-se, e kemeras gantañ Pêr, Yann ha Jakez, hag e pignas war ar menez evit pediñ.
- 29 E-pad ma pede, e zremm a droas a zoare hag e zilhad a zeuas gwenn ha skedus.
- 30 Setu, daou zen a gomze gantañ, Moizez hag Elia e oant.
- 31 En em ziskouezjont gant gloar, hag e komzjont eus e zisparti, a dlee c'hoarvezout e Jeruzalem.
- 32 Pêr hag ar re a oa gantañ o doa kement a c'hoant kousket, met, o vezañ dihun-tre, e weljont e c'hloar hag an daou zen a oa gantañ.
- 33 Evel ma'z ae an dud-mañ kuit digantañ, Pêr a lavaras da Jezuz: Mestr, mat eo deomp chom amañ. Greomp amañ teir deltenn, unan evidout, unan evit Moizez, unan evit Elia. Ne ouie ket petra a lavare.
- 34 E-pad ma lavare kement-se, e teuas ur goabrenn d'o goleiñ, hag e voent spontet oc'h o gwelout o vont er goabrenn.
- 35 Ur vouezh a zeuas eus ar goabrenn o lavarout: Hemañ eo va Mab karet-mat. Selaouit eñ!
- 36 Pa oa ar vouezh-se o komz, Jezuz en em gavas e-unan. Int a davas ha ne lavarjont netra da zen, d'ar c'houlz-se, eus ar pezh o doa gwelet.
- 37 An deiz war-lerc'h, evel ma tiskennent eus ar menez, ur bobl vras a zeuas d'e gavout.
- 38 Ha setu, un den a-douez an dud-se a grias hag a lavaras: Mestr, me az ped, taol da zaoulagad war va mab, rak va bugel nemetañ eo.
- 39 Ur spered a grog ennañ, ha kerkent e laosk kriadennoù bras; neuze e wallhej anezhañ start, en laka da eoniñ hag a boan e kuita anezhañ, goude bezañ e vrevet holl.
- 40 Pedet em eus da ziskibien d'e gas kuit ha n'o deus ket gallet.
- 41 Jezuz a respontas: O rummad diskredik ha fall, betek pegeit e vin ganeoc'h hag e c'houzañvin ac'hanoc'h? Degas amañ da vab.
- 42 Evel ma tostae, an diaoul en stlapas d'an douar hag a zifretas start anezhañ. Met Jezuz a c'hourdrouzas ar spered hudur, a yac'haas ar bugel hag en roas d'e dad.
- 43 Hag e voent holl souezhet eus galloud meurbet Doue. Evel ma oant holl estlammet gant ar pezh a rae Jezuz, eñ a lavaras d'e ziskibien:
- 44 Evidoc'h-c'hwi, selaouit mat ar c'homzoù-mañ: Mab an den a dle bezañ droukroet etre daouarn an dud.
- 45 Met ne gomprenent ket ar gomz-se. Teñval e oa evito, ne c'hellent ket intent anezhi ha ne gredent goulenn netra digantañ war gement-se.
- 46 Neuze ur soñj a zeuas dezho, anavezout pehini anezho a vije ar brasañ.
- 47 Jezuz, o welout soñj o c'halon, a gemeras ur bugel bihan, a lakaas anezhañ en e gichen
- 48 hag a lavaras dezho: Piv bennak a zegemer ar bugel bihan-se em anv a zegemer ac'hanon. Ha piv bennak a zegemer ac'hanon a zegemer an hini en deus va c'haset. Rak an hini ac'hanoc'h holl a zo ar bihanañ, hennezh eo a vo bras.
- 49 Yann, o kemer ar gomz, a lavaras: Mestr, gwelet hon eus un den o kas kuit diaouled en da anv. Difennet hon eus outañ abalamour na heuilh ket ac'hanomp.
- 50 Jezuz a lavaras dezhañ: Na zifennit ket outañ, rak an hini n'emañ ket a-enep deomp a zo evidomp.
- 51 C'hoarvezout a reas ma tostae an amzer ma tlee bezañ savet, hag en em lakaas en hent, c'hoantek da vont da Jeruzalem.
- 52 Kas a reas kannaded a-raok dezhañ. Mont a rejont hag ec'h antrejont en ur vourc'h eus ar Samaritaned evit kempenn ul lojeiz dezhañ.
- 53 Met ar re-mañ n'en degemerjont ket, abalamour ma'z ae war-zu Jeruzalem.
- 54 E ziskibien Jakez ha Yann, o welout-se, a lavaras: Aotrou, fellout a ra dit e lavarfemp ma tiskennfe an tan eus an neñv evit o deviñ, evel ma reas Elia?
- 55 Hogen Jezuz a zistroas hag a c'hourdrouzas anezho, o lavarout: N'ouzoc'h ket eus peseurt spered oc'h buhezet,
- 56 rak Mab an den n'eo ket deuet evit koll an dud, met evit o salviñ. Hag ez ejont da ur vourc'h all.
- 57 Evel ma oant en hent, un den a lavaras dezhañ: Aotrou, me a heulio ac'hanout e kement lec'h ma'z i.
- 58 Jezuz a lavaras dezhañ: Al lern o deus toulloù ha laboused an neñv neizhioù, met Mab an den n'en deus lec'h ebet evit harpañ e benn.
- 59 Lavarout a reas da unan all: Heuilh ac'hanon! Hag hemañ a lavaras: Aotrou, lez ac'hanon da vont da gentañ da sebeliañ va zad.
- 60 Jezuz a lavaras dezhañ: Lez ar re varv da sebeliañ o re varv, met te, kae da brezeg rouantelezh Doue.
- 61 Unan all a lavaras ivez: Me a heulio ac'hanout, Aotrou, met lez ac'hanon da gentañ da vont da gimiadiñ diouzh ar re a zo em zi.
- 62 Jezuz a respontas dezhañ: An hini a laka e zorn war an arar hag a sell war e lerc'h, n'eo ket dereat evit rouantelezh Doue.
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.