-
Lukas 21
- 1 O vezañ savet e zaoulagad, e welas tud pinvidik a lakae o frofoù en teñzor.
- 2 Gwelout a reas ivez un intañvez paour a lakaas e-barzh daou bezhig.
- 3 Hag e lavaras: Me a lavar deoc'h e gwirionez, an intañvez paour-se he deus lakaet muioc'h egeto holl,
- 4 rak holl o deus lakaet e profoù Doue eus ar pezh o doa a re, met houmañ he deus lakaet eus he dienez, kement holl he doa evit bevañ.
- 5 Evel ma komze hiniennoù diwar-benn an templ, gant e vein kaer hag e profoù pinvidik, e lavaras:
- 6 Gwelout a rit an traoù-se, deizioù a zeuio ma ne chomo ket anezho maen war vaen na vo diskaret.
- 7 Goulenn a rejont digantañ: Mestr, pegoulz e c'hoarvezo an traoù-se, ha dre beseurt sin e vo anavezet e vint prest da c'hoarvezout?
- 8 Eñ a lavaras: Diwallit na dromplfe den ac'hanoc'h. Rak meur a hini a zeuio em anv, o lavarout: Me eo, hag: An amzer a dosta. N'it ket eta war o lerc'h.
- 9 Pa glevot komz eus brezelioù hag eus dispac'hioù, na spontit ket, rak ret eo e teufe an traoù-se a-raok. Met ne vo ket kerkent ar fin.
- 10 Neuze e lavaras dezho: Ur vroad a savo a-enep ur vroad all hag ur rouantelezh a-enep ur rouantelezh all.
- 11 Hag e vo krenoù-douar bras e meur a lec'h, naonegezhioù ha bosennoù. Traoù spouronus en em ziskouezo ha sinoù bras eus an neñv.
- 12 Met a-raok an holl draoù-se, e lakaint o daouarn warnoc'h hag e wallgasint ac'hanoc'h, ho kasint er sinagogennoù hag ho lakaint er prizon, ho kasint dirak rouaned ha dirak gouarnourien abalamour da'm anv.
- 13 Kement-se a vo evidoc'h ul lec'h da reiñ testeni.
- 14 Lakait eta en ho kalon na dleit ket soñjal a-raok en ho tifenn,
- 15 rak me a roio deoc'h ur genoù hag ur furnez na c'hello hoc'h holl enebourien respont netra dezho na stourm outo.
- 16 Droukroet e viot gant ho kerent, gant ho preudeur, gant ho nesañ ha gant ho mignoned, hag e lakaint kalz ac'hanoc'h d'ar marv.
- 17 Kasaet e viot gant an holl abalamour da'm anv.
- 18 Met n'en em gollo ket ur vlevenn eus ho penn.
- 19 Derc'hel a reot hoc'h eneoù dre ho kouzañvusted sioul.
- 20 Pa welot Jeruzalem kelc'hiet gant armeoù, gouezit neuze ez eo tost he glac'har.
- 21 Neuze ar re a vo e Judea, ra dec'hint war ar menezioù, ar re a vo e-kreiz Jeruzalem, ra zeuint er-maez anezhi, ar re a vo er parkeier, ra chomint hep mont en-dro.
- 22 Rak ar re-se a vo deizioù a gastiz, evit ma'c'h erruo an holl draoù a zo skrivet.
- 23 Gwalleur d'ar gwragez brazez ha d'ar magerezed en deizioù-se! Rak e vo ur glac'har bras war ar vro ha droug a-enep ar bobl-mañ.
- 24 Kouezhañ a raint dindan troc'h ar c'hleze ha kaset e vint da sklaved e-touez an holl vroadoù. Jeruzalem a vo mac'het gant ar vroadoù betek ma vo peurleuniet amzerioù ar vroadoù.
- 25 Bez' e vo sinoù en heol, el loar hag er stered. Ha war an douar, ar vroadoù a vo en nec'hamant, ha ne ouezint petra d'ober e-keñver ar mor hag e donnoù oc'h ober un trouz bras.
- 26 An dud a fallao gant ar spont, o c'hortoz an traoù a dle c'hoarvezout er bed, rak galloudoù an neñvoù a vo hejet.
- 27 Neuze e vo gwelet Mab an den o tont war ur goabrenn gant galloud ha gant ur gloar bras.
- 28 P'en em lakaio an traoù-se da c'hoarvezout, sellit d'an nec'h ha savit ho pennoù, rak ho tasprenadur a dosta.
- 29 Hag e lavaras dezho ur barabolenn: Gwelit ar wezenn-fiez hag an holl wez,
- 30 pa vountont, ec'h anavezit ac'hanoc'h hoc'h-unan o welout anezho, emañ tost an hañv.
- 31 Evel-se ivez, pa welot kement-se o c'hoarvezout, gouezit emañ tost rouantelezh Doue.
- 32 Me a lavar deoc'h e gwirionez, penaos ar rummad-mañ ne dremeno ket ken na vo c'hoarvezet an holl draoù-se.
- 33 An neñv hag an douar a dremeno, met va gerioù ne dremenint ket.
- 34 Lakait eta evezh ouzhoc'h, gant aon na zeufe ho kalonoù da vezañ pounneraet gant an dirollerezh, gant ar vezventi ha gant prederioù ar vuhez-mañ, ha na zeufe an deiz-se warnoc'h a-daol-trumm.
- 35 Rak dont a raio evel ur roued da soupren ar re holl a chom war holl c’horre an douar.
- 36 Beilhit eta ha pedit e pep amzer, evit ma viot kavet din da dec'hout diouzh an holl draoù-se a dle c'hoarvezout, ha da badout dirak Mab an den.
- 37 E-pad an deiz e kelenne en templ, hag en noz ez ae hag en em zalc'he war ar menez galvet Menez an Olived.
- 38 Da c'houloù-deiz, an holl bobl a zeue d'e gavout evit e selaou.
-
King James Version (kjv)
- Afrikaans
- Albanian
- Arabic
- Armenian
- Basque
- Breton
- Calo
- Chamorro
- Cherokee
- Chinese
- Coptic
- Croatian
- Czech
- Danish
- Dari
- Dutch
-
English
American King James Version (akjv) American Standard Version (asv) Basic English Bible (basicenglish) Douay Rheims (douayrheims) John Wycliffe Bible (c.1395) (wycliffe) King James Version (kjv) King James Version (1769) with Strongs Numbers and Morphology and CatchWords, including Apocrypha (without glosses) (kjva) Webster's Bible (wb) Weymouth NT (weymouth) William Tyndale Bible (1525/1530) (tyndale) World English Bible (web) Young's Literal Translation (ylt)
- English and Klingon.
- Esperanto
- Estonian
- Finnish
- French
- German
- Gothic
- Greek
- Greek Modern
- Hebrew
- Hungarian
- Italian
- Japanese
- Korean
- Latin
- Latvian
- Lithuanian
- Malagasy
- Malayalam
- Manx Gaelic
- Maori
- Mongolian
- Myanmar Burmse
- Ndebele
- Norwegian bokmal
- Norwegian nynorsk
- Pohnpeian
- Polish
- Portuguese
- Potawatomi
- Romanian
- Russian
- Scottish Gaelic
- Serbian
- Shona
- Slavonic Elizabeth
- Spanish
- Swahili
- Swedish
- Syriac
- Tagalog
- Tausug
- Thai
- Tok Pisin
- Turkish
- Ukrainian
- Uma
- Vietnamese
Favourite Verse
You should select one of your favourite verses.
This verse in combination with your session key will be used to authenticate you in the future.
This is currently the active session key.
Should you have another session key from a previous session.
You can add it here to load your previous session.